Mont d’an endalc’had

Brendan

Eus Wikipedia
S. Brendan hag ar balum, en un dornskrid eus ar XVvet kantved

Sant Brendan (war-dro 484 – war-dro 578), anvet ivez Brendan ar Merdeer, pe Brandan, a oa ur manac'h eus Iwerzhon, brudet abalamour da zanevell e veajoù war vor. D’ar 16 a viz Mae e vez e zeiz gouel.

Ganet e voe Brendan war-dro 484 e Ciarraight Luachra, e kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon, ha mervel a reas e 577 pe e 578. Goude e studioù e voe beleget e 512. Etre 512 ha 530 e vevas evel ur manac’h e mervent Iwerzhon. Sevel a reas kelloù menec’h en Ard Fhearta hag e Seana Cill (an iliz kozh), e-harz ur menez anvet bremañ, diwar e anv, Cnoc Bréanainn. Alese ez eas kuit war vor, da glask ar Baradoz.

Brudet eo Sant Brendan, dreist-holl, evit e verdeadenn. Hervez un dornskrid eus an IXvet kantved, Navigatio sancti Brendani abbatis, e vije aet war ar mor evit ur verdeadenn seizh vloaz, gant menec’h all, war glask Liorzh Eden. Marteze e c’hoarvezas an dra-se war-dro 530, a-raok n’aje Brendan da enez Vreizh-Veur. Aet e vije war ar Mor Atlantel, war bourzh ur vag vihan. E veaj hag ar burzhudoù c’hoarvezet e-keit-se a gaver kontet en un dornskrid latin, lakaet war-lerc’h en angl-normaneg. E-touez an traoù souezhus kontet gant Brendan ez eus anv eus un enezenn venniget, anvet Enez Sant Brendan, goloet gant glasvez. Goude se, sur en doa gwelet ar Baradoz e vije distroet da Iwerzhon. Kavet en dije war e hent ivez un euzhvil bras ha lidet en dije an oferenn war e gein. Posupl eo e vije aet Brendan keit ha Norzhamerika, da lavaret eo e vije bet an Europad kentañ o treuziñ ar Meurvor Atlantel (a-raok ar Vikinged). Kristol Goulm, pa’z eas kuit war-zu ar c’hornôg, a anaveze istor merdeadenn Sant Brendan, ha bez' e oa unan eus an abegoù a lakae anezhañ da soñjal e oa douaroù all en tu all d’ar Mor Atlantel.

Ar brud eus e veaj a lakaaz kalz a berc’hirined da zont d’e welet. Kreskiñ a reas an niver a gelloù menec’h e korn-bro Cnoc Bréanainn ha war an inizi Blascaod. Goude bezañ savet eskopti Ard Fhearta, e krouas penetioù ha manatioù all en Iwerzhon. Beajoù all a vije bet graet gant Brendan ivez. Kontañ a reer e vije deuet da Vreizh. Douaret e vije en aber al Leger ha bevet en dije un nebeud bloavezhioù e Ploulec'h. Patrom iliz Lanvaeleg eo sant Brendan pe Brandan. Mont a reas ivez da Gembre ha da enez Iona, dirak aod kornôg Bro-Skos. Goude tri bloavezh e Breizh-Veur e tistroas da Iwerzhon ha kenderc’hel a reas da brezeg an aviel en e vro. Sevel a reas meur a vanati ha meur a iliz eno : e Diseart (Cill Chainnigh), Inis Gluaire (Maigh Eo)...

An hini brudetañ eus ar manatioù-se a voe savet gantañ, e 557, e Cluain Fearta (Clonfert), e-kreiz Iwerzhon. Eno e voe douaret.

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1976 en em lakaas Tim Severin da sevel ur vag e doare bigi kozh Iwerzhon, gant lêr bevin, gant ar soñj diskouez en doa gellet sant Brendan ober ar veaj kontet en dornskrid. Mont a reas dre vor eus mervent Iwerzhon d’an inizi Hebridez, Faero, Island, ha betek an Douar-Nevez, da ziskouez o doa gellet Brendan ha menec’h all eus Iwerzhon mont da Amerika, a-raok ar Vikinged. E-kerzh e veaj e welas Tim Severin skorngrec’hioù ha morviled heñvel ouzh ar re deskrivet gant mojenn sant Brendan. (s.o. The Brendan Voyage, gant Tim Severin, ISBN 0-349-10707-6).

Gant Shaun Davey e voe savet ur pezh sonerezh awenet gant beaj Tim Severin, anvet The Brendan Voyage. C’hoariet e voe gant ar soner pib-ilin Liam O’Flynn hag ul laz-seniñ klasel, e Roazhon, e miz Gouere 1982, evit ar wech kentañ, hag en Oriant e miz Eost 1982, evit an eil gwech.

Brendan pe Brandan, evel ma reer anezhañ ivez e brezhoneg, a vije bet, hervez a gonter, o touarañ en aber al Leger ha chomet e vije da vevañ en Ploulec'h un nebeud bloavezhioù. En Treger e kaver div iliz en enor "St Brandan": hini Lanvaeleg, hag hini Tregrom, 'lec'h ma kaver ivez hervez ar vojenn e vag, un nev granit. Kontañ a reer ivez e vije bet o touarañ, gant sant Maloù, war un enezenn dirak Aled. Met marteze e kemmesker anezhañ gant ur sant all, Brevalaer pe Brewalaer, zo enoret e Sant-Brewalaer, e-kichen Dol, hag e div barrez eus Bro-Leon, Kerlouan ha Loprevaler.

Roet e vez an anv-badez-se en Iwerzhon dreist-holl hag met e Breizh ivez.

An Amerikaned SUA a implij ar stumm Brandon diwar skouer Brendan. E galleg e anvezer ivez an daou stumm.

An enezenn deskrivet en Navigatio Sancti Brendani a zo anavezet evel Enez Sant Brendan (hag a-wechoù Ilhas Afortunadas pe Ilha do Brasil), un anv ouzhpenn da greskiñ ar bern douaroù a vije bet er Meurvor Atlantel hervez ar mojennoù.

Enez Sant Brendan a zo anezhi hiziv c'hoazh n'eo nemet eilanv un atol anvet Cargados Carajos e Meurvor Indez en inizi Mascarenhas, perc'hennet gant Maoris.

  • Y.-V. Gwilhoù ha J. Duchauchix, Danevell varzus Sant Brendan, Gwalarn niv. 18-22
  • Paskal Tabuteau, Beaj Sant Brendan, Emgleo Breiz, 2005
  • D. Andrejewski (emb.), Le voyage de Saint Brendan, abbé, à la recherche de la terre promise, troet diwar al latin gant I. Brizard, Biennales des abbayes bretonnes, Naoned, 1984
  • R.-Y. Creston, La navigation de saint Brendan (à la recherche du Paradis), Terre de brume, 1996

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy