Mont d’an endalc’had

Burzum

Eus Wikipedia
Burzum

Ganet 1991-1999 goude 2010 -
Bergen - Banniel Norvegia Norvegia
Doare(où) Black Metal
Benveg(où) holl
Label(ioù) Deathlike Silence, Cymophane, Misanthropy ha Byelobog
Lec'hienn ofisiel http://www.burzum.org/

Burzum zo ur strollad Black Metal Norvegia, en deus savet pladennoù Dark Ambient ivez, bet krouet e 1991 e Bergen. Unan eus kentañ ha brudetañ strolladoù Black Metal Norvegia an hini eo.

Anavezet eo Varg Vikernes hag e raktres sonerezhel ivez evit e vennozhioù politikel hag e dorfedoù : gouennelour eo Vikernes ha drouklazhet en doa rener ur strollad all.

Emañ o chom e Frañs, goude ur prantad hir en toul-bac'h Norvegiad.

E gwirionez n'eus, koulz lavaret, nemet un ezel er strollad : Varg Vikernes e-unan. Arzourien all a voe bet pedet evit sevel pladennoù zo e penn kentañ ar strollad avat : Øystein Aarseth, graet anezhañ Euronymous, ezel eus ar strollad Mayhem, gitarour evit an titl War, war ar bladenn anvet Burzum e 1992 Tomas Thormodsæter Haugen, graet anezhañ Samoth, ezel eus ar strollad Emperor, a sonas gitar-bas war ar bladenn Aske.

Istor ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'e 15 vloaz en doa kroget « Varg » Vikernes (kemmet en doa e anv badez Kristian a dalv « kristen » evit « Varg » a dalvez « bleiz » e norvegeg) da seniñ e-barzh strolladoù dister graet Kalashnikov hag Uruk Hai anezho. E 1989 neuze e voe ezel eus ar strollad Old Funeral, a guitas daou vloaz war-lerc'h evit sevel e sonerezh dezhañ e-unañ. Div bladenn EP a zeuas er-maez e 1991 dindan an anv Burzum. Pladenn gentañ ar strollad, anvet (Burzum), az eas er-maez e 1992. Ar bloavezh war-lerc'h a voe hini ma reas « berzh » ar strollad : savet en doa div bladenn, plantet en doa Vikernes tan e meur a iliz prenn norvegiat eus ar Grennamzer, asambles gant tud fanatik all, hag e zrouklazhas Euronymous, rener ar strollad Mayhem o vezañ ma felle da hennezh, hervez Vikernes lazhañ anezhañ. Tamallet voe ouzh Aarseth/Euronymous bout heñvelreizhad ha komunour gant Varg Vikernes. Ar prantad reuz, stourm kalet etre an daou vignon bet, a echuas fall, kontet e vez pep tra gant Varg war youtube.

Div bladenn ouzhpenn (Hvis Lyset Tar Oss ha Filosofem), enrollet a-raok ar muntr, az eas er-maez nebeut war-lerc'h bac'hidigezh Vikernes a reas ivez div bladenn Dark Ambient (Dauði Baldrs et Hliðskjálf ) en toullbac'h o vezañ ma n'en doa nemet ur c'hiboard d'ober sonerezh. Kontet en deus meur a wech Vikernes ne felle ket dezhañ seniñ Black Metal ken. Koulskoude en deus graet div bladenn Black Metal ouzhpenn war-lerc'h bout bet dieubet, dindan ar frankiz amplegadek, e 2009.

Orin anv ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra anv ar strollad eus ur yezh kevrinus bet ijinet penn-da-benn gant J.R.R. Tolkien : ar parlant du. « Teñvalijenn » a dalv « Burzum » er yezh-mañ. « Teñvalijenn ar gristenion a oa ma sklêrijenn, anat e oa din ober gant an anv Burzum » emeve Vikernes. En oberenn Tolkien e veneger ar ger-se meur a wech, da skouer war gwalenn Sauron e-lec'h m'emañ engravet ar gerioù-mañ : "…agh burzum-ishi krimpatul" a dalv "…en deñvalijenn o c'hevreañ holl". Gwelet e vez levezon oberenn Tolkien war ar Varg Vikernes yaouank pa veneger e lesanv a gCount Grishnackh, unan eus Orked Aotrou ar Gwalennoù, pe unan eus ar strolladoù en doa sonet enno : Uruk Hai, unan eus gouennoù orked al levr-se eo an Uruk Haied.

Abalamour da vennozhioù politikel Vikernes eo kevelet Burzum gant an NSBM. Neoazh n'eus ket kaoz eus an naziegezh e sonioù Burzum a zo awenet gant mitologiezh an Hanternoz hag an aergelc'h hag ar bed krouet gant Tolkien. Ober a ra Burzum/Vikernes gant un endro dezhañ e-unan, disheñvel eus ar pezh a vez graet gant strolladoù Black Metal all, o vezañ ma kask krouiñ un aergelc'h teñval kentoc'h eget sevel ur sonerezh feuls evel al lodenn vrasañ eus strolladoù all ar stil-se.

Roll pladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

http://www.burzum.org/

http://byelobog-productions.burzum.org/

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy