Mont d’an endalc’had

Caganer

Eus Wikipedia
Caganer katalan

Caganer ("kac'her", caganers el liester) zo anv un delwennig henvoazel katalan ma weler ur paotrig diskennet e vragoù hag o tiskouez e beñsoù, o kac'hat en ur c'horn eus kraou Nedeleg, a-drek ur wezenn. Tennañ a ra da Gakker Flandrez. Dont a rafe ar c'hiz eus krevier Nedeleg an amzer wechall. E gwirionez e vez kavet kac'herien er c'hrevier Nedeleg e Spagn hag e Portugal ivez.

A bep seurt caganer a gaver hiziv, eus a bep seurt micherioù, politiker ha beleg en o zouez. Merc'hed zo ivez.

E 2008 e veze gwerzhet Barack Obama, Hugo Chávez, Cristina Fernández de Kirchner ha Lula da Silva er stumm caganer, hag e 2013 e voe tro Lionel Messi, Angela Merkel, Vladimir Poutin, Nelson Mandela hag ar pab Frañsez. Bep bloaz e vez krouet re nevez : e 2020 ez eus bet krouet caganers masklet abalamour d'ar c'hleñved-red COVID-19[1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Un dudenn all, an Tió de Nadal ("Etev an Nedeleg" e katalaneg), a vez lakaet ivez e kraou Nedeleg hag a vez bazhataet evit ober dezhañ kac'hat madigoù.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy