Mont d’an endalc’had

Charles Louis de Secondat, baron La Brède ha Montesquieu

Eus Wikipedia
Ur pennad Montesquieu zo ivez.
Montesquieu

Montesquieu e 1728
Poltred disin
Anv Charles Louis de Secondat
Lesanv Montesquieu
Ganedigezh 18 a viz Genver 1689
La Brèda
Rouantelezh Bro-C'hall Rouantelezh Bro-C'hall
Marv 10 a viz C'hwevrer 1755
Paris
Rouantelezh Bro-C'hall Rouantelezh Bro-C'hall
Micher Prederour
Skrivagner
Enorioù Académie française
1728-1755
(Kador niv. 2)
Yezh Galleg
Luskadoù
lennegel
Sklêrijennoù
Frankizouriezh
Doareoù Romant lizheriek
Arnodskrid
Oberennoù pennañ
Lettres persanes (1721)
Les considérations (1734)
De l'esprit des lois (1748)
Levezonet gant
Acts of Union (1707), Aristoteles, Bodin,
Cicero, Descartes, Hobbes,
Locke, Malebranche, Polybios
Heulierien
Arendt, Bonreizh SUA, Burke, Durkheim,
Ferguson, Hegel, Hume, Paine,
Rousseau, Tocqueville

Charles Louis de Secondat, baron La Brèda ha Montesquiu, Charles Louis de Secondat, baron de La Brède et de Montesquieu e anv gallek (La Brèda, Gwienna, 18 a viz Genver 1689Paris, 10 a viz C'hwevrer 1755), anavezet ivez evel Montesquieu ken plaen ha tra, a oa ur prederour gall brudet dre e romant lizheriek Lettres persanes a-zivout Bro-C'hall ha dre e arnodskrid De l'esprit des lois.

Prederour an aozadur politikel ha kevredigezhel e voe Montesquieu, gant tud all evel John Locke. Diwar e veizadoù – dreist-holl disparti ar galloudoù – eo savet an demokratelezhioù kornôgat.

Charles Louis de Secondat a voe ganet d'an 18 a viz Genver 1689 en un tiegezh tud-a-lezenn protestant eus an noblañs a sae e kastell La Brèda (Gironde) e-kichen Bordèu, mab henañ Jacques de Secondat (1654-1713) ha Marie-Françoise de Pesnel (1665-1696), baronez La Brèda ; niz Jean-Baptiste de Secondat, baron Montesquiu (Lot-et-Garonne) e oa, alese e daou ditl a varon La Brèda diwar e vamm ha baron Montesquiu diwar e eontr. An daou anv La Brède ha Montesquieu a zougas gant lorc'h betek e varv.
Ur c'hlasker bara anvet Charles a voe dibabet da baeron da Louis gant e dud, evit ma ne zisoñjje ket e oa ar beorien e vreudeur[1]. Seizh vloaz e oa Charles Louis pa varvas e vamm d'an 13 a viz Here 1696.

Goude bout bet skoliataet e skolaj oratorian Juilly (eskopti Meaux, e Seine-et-Marne hiziv) adalek 1700 betek 1705 ha studiet ar Gwir roman betek 1708 ez eas da Baris ma chomas betek miz Kerzu 1713, pa varvas e dad. Bloaz goude, e 1714, e prenas ur garg a guzulier e parlamant Bordèu.
D'ar mare-se e voe ganet Breizh-Veur diwar unaniezh Bro-Saoz ha Bro-Skos e 1707.

D'an 12 a viz C'hwevrer 1715 e sinas ur gevrat dimeziñ gant Marguerite Denis, merc'h un nevidour ; pemzektez goude avat e torras ar gevrat[2] hag e sinas unan all gant ur vaouez all : d'an 30 a viz Ebrel ez euredas e Bordèu gant Jeanne de Lartigue, ur brotestantez a diegezh pinvidik ha noplaet e 1704 – berzet c'hoazh e oa ar brotestantiezh, abaoe torridigezh Skrid-embann Naoned dre Skrid-embann Fontainebleau (1685) ; argouroù a bouez a voe degaset ganti : kant mil lur[3], ha douaroù amezek da La Brèda.[2]

D'ar 1añ a viz Gwengolo e varvas ar roue Loeiz XIV, o lezel ar rouantelezh er verrentez arc'hant. Ar rejant Philippe d'Orléans a c'halvas da ziskoulmoù ; Montesquieu a gasas dezhañ ur skrid berr anvet Mémoire sur les dettes de l'État[4]. ma kinnigas un aridennad disentezioù sklaer ha resis – hini anezho avat ne voe lakaet e pleustr gant ar rejant e miz Kerzu 1715.

D'an 10 a viz C'hwevrer 1716 e c'hanas Jeanne o mab henañ, Jean-Baptiste. Goude marv e eontr e dibenn ar bloaz ez hêrezhas Charles de Secondat kalz madoù a-gevret gant ar garg a Bennreizhaouer (Président à mortier) e parlamant Bordèu, ha baronelezh Montesquiu. Bewech ma c'hallas ober e kuitaas e garg evit daremprediñ ar bed mondian.
Dilennet e voe en Académie de Bordeaux ma lennas e zegadasenn gentañ, Dissertation sur la politique des Romains dans la religion.
E miz Du e werzhas evit 30 000 lur e garg a guzulier er parlamant, en devoa prenet evit 24 000 lur e 1714.[2]

D'an 2 a viz Mae 1717 e voe tad d'ur verc'h, Marie-Catherine.[2].

Dedennet e oa gant ar skiantoù, pa zispignas kalz e levrdioù kêr da brenañ levrioù diwar-benn ar c'horfadurezh, al louzawouriezh, ar skiantoù fizikel hag all. Taolioù-arnod a reas, ha pennadoù skiantel a skrivas evit an Akademiezh : Discours sur la cause de l'écho (1 a viz Mae 1718))[5], Discours sur l'usage des glandes rénales (25 a viz Eost 1718)[6], Discours sur la cause de la pesanteur des corps ha Discours sur la cause de la transparence des corps (1720)[7], Mémoire sur le principe et la nature du mouvement (1723)[7]

Goude-se e troas war-du ar politikerezh hag ar gevredadouriezh dre al lennegezh hag ar brederouriezh.
E 1721 e voe embannet Lettres persanes, disin, en Amsterdam ; en oberenn-se e ouezas Montesquieu deskrivañ ar gevredigezh c'hall dre selloù gweladennerien deuet eus Persia. Berzh bras a reas al levr ; dav e voe d'an aozer rannañ e vuhez etre Bordèu ha Paris, ma tarempredas ar saloñsoù – eno e tastumas sorbiennoù, soñjezonoù hag evezhiadennoù a embannas en e zoare eus an teskad Spicilèges[8].

D'an 19 a viz Genver 1724 e sinas Montesquieu ur skrid-embann en anv parlamant Bordèu a c'hourmenne groñs ma vije doujet d'ur skrid-embann all, deiziadet 7 a viz Gouere 1723, hag a lakae termen da wallziforc'h un darn eus poblañs ar c'horn-bro : ar gilvizien[9].
En hevelep bloavezh e skrivas Traité des devoirs[10] hag e savas Dialogue de Sylla et d'Eucrate, embannet tregont vloaz goude (1745).

Kastell La Brèda

E 1725 ez embannas ur varzhoneg anvet Le Temple de Gnide, seizh kan e komz plaen enni ha doare Henc'hres warni, hep he sinañ bepred[11].
E miz Du e tistagas er parlamant un Discours sur l'équité ma tagas justis e amzer.

E 1726 e werzhas e garg a Benreizhaouer, hep gwerzhañ gwirioù e ziskennidi warni avat, evit galloud chom e Paris diouzh e c'hoant.
D'an 23 a viz C'hwevrer 1727 e voe ganet e verc'h Denise.[2]

Daou vloaz goude e voe dilennet en Académie française goude marv Louis de Sacy (kador niv. 2).
Diouzhtu e krogas da veajiñ dre Europa : Aostria, Hungaria hag Italia e 1728, Alamagn e 1729, Holland ha Bro-Saoz etre 1729 ha 1731 ; bewech e studias armerzh, douaroniezh, gounezerezh, politikerezh ha stuzioù ar vro.
Ur bloavezh e chomas e Bro-Saoz ; e 1730 e voe degemeret da ezel eus ar Royal Society of London[12] ; eno ivez e voe degemeret, e miz Mae 1730, e log vasonek Horn Lodge London.[2][13],[14]

Pa voe distro da gastell La Brèda, e 1731, e lakaas renabliñ e levraoueg tra ma laboure war disoc'hoù e veajoù : Réflexions sur la sobriété des habitants de Rome comparée à l'intempérance des anciens Romains (1732) ha Réflexions sur le caractère de quelques princes (1733)[15].
E miz Mezheven 1734, ez embannas un arnodskrid politikel : Considérations sur les causes de la grandeur des Romains et de leur décadence, hag a oa e gwirionez un dielfennadur eus stad politikel Bro-C'hall. Ul labour all, Réflexions sur la monarchie universelle en Europe, a gavas gwelloc'h distrujañ – ur skouerenn zo deuet betek ennomp koulskoude[16].

E 1737 e voe taget gant pennadurezhioù Gwienna, reoù an Iliz katolik roman hag ar Stad c'hall en abeg dezhañ bout ezel eus ar frañmasonerezh ; kenderc'hal a reas evelato da zaremprediñ logoù masonek Bordèeu ha Paris.
War-dro 1739 e krogas da skrivañ e bennoberenn, De l'esprit des lois, a zeuas er gouloù e Geneva e 1748, hep anv an aozer. Berzh bras a reas al levr, pa gaver ennañ pennaennoù ar skiantoù armerzhel ha kevredigezhel. Taget e voe avat adalek 1749 gant jañsenourien an Iliz katolik pergen, ar pezh a gasas Montesquieu da embann Défense de l'Esprit des lois hag Éclaicissements sur l'Esprit des lois e 1750 ; an Iliz a lakaas berz war al levr e 1751, ha war meur a oberenn all gant Montesquieu. En hevelep bloaz e voe degemeret ar mesker en Académie de Stanislas e Nancy, goude dezhi bout resevet e arnodskrid politikel anvet Lysimaque, a voe embannet e 1754. E 1752 ez echuas an tabut a-zivout De l'esprit des lois.
Dre Europa a-bezh avat e voe douget meuleudi d'an oberenn, e Breizh-Veur dreist-holl.

Kalz labour a reas Montesquieu e-keit-se : un adwel a reas d'e Lettres persanes ha d'e bennoberenn verzet. Ne zeuas ket a-benn avat da echuiñ ur pennad evit an Encyclopédie ou Dictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers ; Essai sur le goût, an dornskrid diechu, a voe embannet el levrenn VII (1757).

D'an 10 a viz C'hwevrer 1755 e varvas diwar un derzhienn domm. Antronoz e voe beziet e chapel Sainte-Geneviève, en iliz Saint-Sulpice e Paris.

Pajenn gentañ De l'esprit des lois, 1748

Prederouriezh an Istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Montesquieu n'o devez an dud hag an darvoudoù nemet ur perzh dister e red an Istor, rak ul luskad diazez zo a-raok pep darvoudenn istorel, evel m'er skrivas e Considérations sur les causes de la grandeur des Romains et de leur décadence (1734)

Ce n’est pas la Fortune qui domine le monde. On peut le demander aux Romains, qui eurent une suite continuelle de prospérités quand ils se gouvernèrent sur un certain plan, et une suite non interrompue de revers lorsqu’ils se conduisirent sur un autre. Il y a des causes générales, soit morales, soit physiques, qui agissent dans chaque monarchie, l’élèvent, la maintiennent, ou la précipitent ; tous les accidents sont soumis à ces causes, et, si le hasard d’une bataille, c’est-à-dire une cause particulière, a ruiné un État, il y avait une cause générale qui faisait que cet État devait périr par une seule bataille. En un mot, l’allure principale entraîne avec elle tous les accidents particuliers.

Pennad XVIII

Anien vac'hom mab-den eo al lusk pennañ, hervez ar prederour. Kentoc'h en hevelep skrid, a-zivout an tremen eus ar Republik d'an Impalaeriezh iriennet gant Julius Caesar ha Pompeius, e skrivas kement-mañ :

Si César et Pompée avaient pensé comme Caton, d’autres auraient pensé comme firent César et Pompée, et la République, destinée à périr, aurait été entraînée au précipice par une autre main

Pennad XI

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da heul Herodotos ha Tacitus e voe Montesquieu unan eus boulc'herien an denoniezh, pa glaskas rummata kevredigezhioù mab-den diouzh o reizhiadoù politikel, o c'heñveriañ ha displegañ mont en-dro an aozadurioù e kement kevredigezh en deus studiet.
En e bennoberenn De l'esprit des lois emañ disorc'h al labour-se.

Gouarnamantoù

Tri doare gouarnamant zo, hervez ar prederour, pep hini anezho o vout skoret gant ur bennaenn resis : an unpenniezh, ma vez hêrezhel penn ur gouarnamant dizalc'h, ar bennaenn o vout an enor ; ar republik, ma vez dilennet gant ar bobl pennoù ur gouarnamant dizalc'h, ar bennaenn o vout ar vertuz ; ar mac'homerezh, ma vez un diktatour e penn ur gouarnamant hualet, ar bennaenn o vout ar spont[17].

Disparti ar galloudoù

Tris politica eo an anv latin a roas d'e rannadur eus ar gevredigezh c'hall e teir renkad : an unpenniezh, m'emañ ar galloud etre un den hepken ; ar vrientinelezh, pa vez ar galloud gant ur renkadig tud gwirioù-dreist ganto ; ar bobl, da lavarout eo ar peuurest eus an dud, eus ar vourc'hizelezh betek ar werin.
Daou zoare beli gouarnamantel a dermenas ivez : ar riegezh, a zo e penn ur Stad, hag ar velestradurezh, a laka ar Stad da vont en-dro.
Rannet en deus ar velestradurezh e tri galloud : ar galloud lezenniñ a embann reolennoù ar Stad, ar galloud barn o displeg, ar galloud erounit o laka da dalvezout. Rekis eo, a skrivas, e vefe dispartiet ar galloudoù-se an eil diouzh egile, evit ma ne vefe ket beli unan anezho dreist hini ar re an daou all, a-hinienn pe a-stroll[18]. Gant ar mennozh-se, bet embannet e kreiz ren ar roue c'hall Loeiz XV, e vije kaset da get reizhiad hengounel ar Stad c'hall rannet etre ar c'hloer, ar vrientinelezh hag ar bobl ; diverket e vije bet an nemorant eus ar c'hladdalc'helezh, ar pezh na voe klasket ober nemet 40 vloz diwezhatoc'h da vare an Dispac'h gall.

Hag a-du pe a-enep ar sklaverezh e savas Montesquieu ?
Adalek 1716 e voe Bordèu ur porzh morianetaer ; 508 beaj a voe graet, tremen 130 000 morian a voe divroet ha lakaet da sklaved betek 1848 ; e Naoned hepken e voe brasoc'h ar c'henwerzh-se[19],[20].
Ker pouezus e oa ar sklaverezh d'e vare ma ouestlas Montesquieu 19 pennad levrenn XV De l'esprit des lois dezhañ[21] ; ar pennad V a bled gant ar morianeta.

Er pennad I, De l'esclavage civil, e skriv ar prederour :

Il n’est pas bon par sa nature : il n’est utile ni au maître, ni à l’esclave : à celui-ci, parce qu’il ne peut rien faire par vertu ; à celui-là, parce qu’il contracte avec ses esclaves toutes sortes de mauvaises habitudes, qu’il s’accoutume insensiblement à manquer à toutes les vertus morales, qu’il devient fier, prompt, dur, colere, voluptueux, cruel.

hogen e skriv ivez e c'heller gougemer ar sklaverezh er broioù mac'hom, peogwir e vezer dindan sklaverezh politikel enno dija – n'eus mui tamm frankiz keodedel de facto; met arabat e vije sklaved dindan ur gouarnamant unpennel.
Ar pennadoù II betek IV a bled gant orin ar gwir da gaout sklaved ; enno e sav Montesquieu enep ar sklaverezh :

L’esclavage est d’ailleurs aussi opposé au droit civil qu’au droit naturel. (Pennad II)
Les connoissances rendent les hommes doux ; la raison porte à l’humanité : il n’y a que les préjugés qui y fassent renoncer. (Pennad III)
Louis XIII se fit une peine extrême de la loi qui rendoit esclaves les negres de ses colonies : mais, quand on lui eut bien mis dans l’esprit que c’étoit la voie la plus sûre pour les convertir, il y consentit. (Pennad IV)

Ar pennad V, De l'esclavage des negres, a grog gant Si j’avois à soutenir le droit que nous avons eu de rendre les negres esclaves, voici ce que je dirois. ; goude-se emañ 9 arguzenn evit sevel a-du gant sklaverezh ar vorianed, hogen aes eo distroadañ pep hini anezho. Lakaet eo bet ar pennad-se da bimpatrom ar poellata dre an emsiv ha da bimpatrom ar flemmskrid : diskar a ra Montesquieu ar sklavelourien dre ober van da sevel a-du ganto.
Hogen er pennadoù all e komprener ne skriv nemet enep sklavelourien Bro-C'hall, enep ar morianeta, enep ar sklaverezh e diabarzh ar gevredigezh c'hall. Er pennad VI e tegemer ar sklaverezh dous-dous a zo en Alamagn, ma klask an dud hag a zo re wan da emsevel mont da sklaved ; un doare kevrat e vije neuze etre ar sklaved hag o mistri...
... Kent disklêriañ er pennad VII :

Mais, comme tous les hommes naissent égaux, il faut dire que l’esclavage est contre la nature, quoique, dans certains pays, il soit fondé sur une raison naturelle

Ar broioù-se, emezañ, a ranker diforc'hañ diouzh re Europa « m'eo bet torret [ar sklaverezh] . . . a-drugarez d'ar gristeniezh » – ne oa sklaverezh (ofisiel) ebet e diabarzh rouantelezh c'hall an XVIIIvet kantved, met miliadoù a sklaved zo bet lakaet da dremen dre he forzhioù.
Il faut donc borner la servitude naturelle à de certains pays particuliers de la terre. eo deroù ar pennad VIII, anvet Inutilité de l'esclavage parmi nous ; ne hañval ket bout aner er broioù nann-europat. Er pennad IX, Des nations chez lesquelles la liberté civile est généralement établie, e sav adarre enep ar sklaverezh en e gevredigezh.
Er pennad X e laka "sklaverezh" ha "gladdalc'helezh" keñver-ha-keñver ; gwelloc'h eo bout en eil pe egile eget bout en daou war an dro.
Ce que les loix doivent faire par rapport à l’esclavage eo titl ar pennad XI, ur frazenn hepken ennañ :

Mais, de quelque nature que soit l’esclavage, il faut que les loix civiles cherchent à en ôter, d’un côte les abus, & de l’autre les dangers.

Pennad XII : il faut que l’esclavage soit pour l’utilité, & non pas pour la volupté, a lenner. Dav eo d'ar mestr chom hep kemer gwreg e sklav, dre zoujañs evit elevez ar sklaved.
Er pennad XIII e tispleg ar prederour ez eo arvarus kaout un niver bras a sklaved en ur gevredigezh ; peogwir ne vezont ket en o frankiz ez int « enebourien naturel ar gevredigezh » gouest da emsevel. Arabat eo neuze e vijent re niverus.
Reizhpoell neuze eo ar pennadoù XIV ha XVI, Des esclaves armés :

Il est moins dangereux, dans la monarchie, d’armer les esclaves, que dans les républiques. Là, un peuple guerrier, un corps de noblesse, contiendront assez ces esclaves armés. Dans la république, des hommes uniquement citoyens ne pourront gueres contenir des gens qui, ayant les armes à la main, se trouveront égaux, aux citoyens. (Pennad XIV)
Quand toute la nation est guerriere, les esclaves armés sont encore moins à craindre. (Pennad XV)

Hirik eo ar pennad XVI, Précautions à prendre dans le gouvernement modéré. Ennañ e tispleg Montesquieu penaos e rank ar vistri chom hep bout kaletoc'h eget ar sklaverezh evit mirout ouzh ar sklaved a emsevel daoust dezho bout niverus, rak pa dremen ar sklaved eus ar stad a genlabourerien da draezoù a stroñs e ranker embann lezennoù kriz evit o derc'hel sujet.
Lezennoù a ranker staliañ evelkent, eme ar prederour er pennad XVII anvet Réglemens à faire entre les maîtres & les esclaves :

Le magistrat doit veiller à ce que l’esclave ait sa nourriture & son vêtement : cela doit être réglé par la loi. Les loix doivent avoir attention qu’ils soient soignés dans leurs maladies & dans leur vieillesse.

Gant ar frankizidi hag an dizhoged e pled an daou bennad diwezhañ. Arabat eo, hervez an aozer, lakaat dre lezenn un niver bras a sklaved en o frankiz ; gwelloc'h eo ober tamm-ha-tamm, dre veur a zoare. Arabat eo ivez reiñ d'ar frankizidi kement ha gwirioù ha d'o mistri :

Lorsqu’il y a beaucoup d’affranchis, il faut que les loix civiles fixent ce qu’ils doivent à leur patron, ou que le contrat d’affranchissement fixe ces devoirs pour elles. On sent que leur condition doit être plus favorisée dans l’état civil que dans l’état politique ; parce que, dans le gouvernement même populaire, la puissance ne doit point tomber entre les mains du bas peuple.

Ar c'hontrollerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù Montesquieu
Diwar-benn Montesquieu
  1. (fr) BEAUREIN, Jacques, Variété bordeloises, Brdeaux, Féret & fils, 1876, p. 10 • Lenn en-linenn
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 VOLPILHAC-AUGER, Catherine : Montesquieu, Folio Biographies, Gallimard, 2017, (ISBN 978-2-07-046772-3)
  3. War-dro 173 000 € (e 2007)
  4. Mémoire sur les dettes de l’État, Jean Ehrard emb., e Montesquieu, Œuvres et écrits divers 1 (Œuvres complètes, t. VIII), Oxford, Voltaire Foundation, 2003 (ISBN 978-0-7294-0775-5)
  5. (fr) Formes du Savoir
  6. (fr) Formes du Savoir
  7. 7,0 ha7,1 (fr) Formes du Savoir
  8. CNRS ; Robert Laffont, 1991 (ISBN 978-2-2210-5960-9)
  9. (fr) Dr H.-M. Fay, 'Lépreux et cagots du Sud-Ouest, Honoré Champion, 1910 • Lenn en-linenn
  10. Google books
  11. Le Temple de Gnide
  12. (en) Grand Lodge of British Columbia and Yukon
  13. (en) BERMAN, Richard Andrew (2010) : The Architects of Eighteenth Century English Freemasonry, 1720–1740, University of Exeter
  14. (en) CARPENTER, Audrey T. (2011) : John Theophilus Desaguliers – A Natural Philosopher, Engineer an Freemason in Newtonian England] • Lenn en-linenn
  15. Dictionnaire Montesquieu
  16. Librairie Droz
  17. De l'esprit des lois, levrenn II
  18. De l'esprit des lois, levrenn XI
  19. SAUGERA, Éric (rener) : Bordeaux port négrier, J & D, 1995 (ISBN 978-2-8412-7042-2)
  20. DE WISMES, Armel : Nantes et le temps des négriers, France Empire, 2010 (ISBN 978-2-7048-0694-2)
  21. De l'esprit des lois, levrenn XV
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy