Mont d’an endalc’had

Ec'ho

Eus Wikipedia
Ec'ho, poltredet gant Alexandre Cabanel, 1887).

Ec'ho (Ἠχώ /Ēkhō e gregach, latinekaet en Echo), zo un oreadez, pe nimfenn eus ar menezioù, e mojennoù Hellaz kozh, hag a gare he mouezh.

Zeus ivez a gare he mouezh hag a zeue d'he gwelout alies. E wreg Hera avat a vage disfiz ouzh doareoù he fried doue, hag a ziskennas eus Menez Olympos da dapout mestr an doueed a-greiz e c'hoarioù gant an nimfezed.

A-wechoù e chome Hera da selaou Ec'ho o kontañ istorioù hir-mat tra ma veze Zeus o redek war-lerc'h an nimfezed all. Pa gomprenas Hera penaos e veze c'hoariet an dro-gamm dezhi e kastizas ar goantennig Ec'ho o lemel he mouezh diganti, nemet e oa kondaonet da adlavarout gerioù diwezhañ kaozioù an dud[1].

Echo and Narcissus (John William Waterhouse, 1903, Walker Art Gallery, Liverpool).

Orgediñ a reas Ec'ho ouzh Narkissos, ur mab d'an nimfenn Liriope eus Thespiai. Honnezh a oa bet tapet gant an doue-stêr C'hefisos ha gronnet en devoa anezhi gant e droielloù, ha brazezet Liriope. Aet ar vamm da welout an diouganer Teiresias, ha goulennet outañ ha bevañ kozh a raje he mab.

  1. Metamorfozoù Ovidius.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy