Mont d’an endalc’had

Emgann Bouvines

Eus Wikipedia
Emgann Bouvines
emgann
Rann eusBrezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz eus 1213–1214 Kemmañ
ArvezBro-C'hall er Grennamzer Kemmañ
StadBro-C'hall Kemmañ
Lec'hBouvines Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°34′48″N 3°13′30″E Kemmañ
Deiziad27 Gou 1214 Kemmañ
Map

Emgann Bouvines a oa bet stourmet d'ar 27 a viz Gouere 1214 nepell diouzh kêr Bouvines e Kontelezh Flandrez. An emgann diwezhañ e oa bet o klozañ ar Brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz eus 1213–1214. N'eo ket sklaer an niver a soudarded o devoa kemeret perzh en emgann ha kemmoù bras a zo etre istimadurioù an istorourien hiziv-an-deiz c'hoazh. E Bouvines, un arme c'hall renet gant ar roue Fulup II an Aogust a oa bet trec'h war ul lu galloudusoc'h kevredet renet gant an Impalaer Roman Santel Otto IV en unan eus an nebeud emgannoù a-renkadoù e-kerzh ar Grennamzer Uhel, hag unan eus ar re gant un disoc'h ken bras eus emgannoù ar grennamzer.

E penn-kentañ ar bloavezh 1214, ur c'hevredad a oa bet savet evit talañ ouzh ar roue gall Fulub Aogust. Savet e voe gant Otto IV, Yann Iañ Bro-Saoz, ar c'hont Ferrand eus Flandrez, ar c'hont Renaud eus Boulogne, an dug Herri Iañ eus Brabant, ar c'hont William Iañ eus Holand, an dug Theobald Iañ eus Loren, hag an dug Herri III eus Limburg. Ar pal e oa adkemer an douaroù kollet gant an holl anezho abaoe ma oa roue Fulub Aogust.

Kroget e oa bet an embregadenn vrezel e fin miz Gouhere, an emgann a oa kroget nepell diouzh Bouvines d'ar 27 a viz Gouhere. Ar charreadenn gevredet a oa erruet sioul, ha gorrek e oa bet ar stummañ betek tizhout an urzhiadur brezel, ar pezh a oa bet fall evit ar Gevredidi. An arme c'hall a oa savet gant marc'heien kenurzhiet ha gourdonet gwelloc'h, ar pezh en doa roet tu dezho da reiñ argadennoù kreñv, o devoa friket ar Flamanked a save war gostez kleiz ar re gevredet. Er c'hreiz, ar varc'heien kevredet hag an droadeien dindan urzhioù Otto a oa bet trec'h da gentañ, flastret e oa bet ganto an droadegiezh kêrel ha darbet e oa bet dezho lazhañ Fulub Aogust. Un enepargadenn gant marc'heien Bro-C'hall a oa deuet a-benn da flastrañ troadeien Otto a oa en em gavet o-unan. Kreiz ar re gevredet a oa bet rediet da gilañ. Otto a oa skampet kuit eus an dachenn emgann hag e harperien marc'heien anezho a voe trec'het gant marc'heien Bro-C'hall, a oa deuet a-benn da skrapañ an erer impalaeriel. Ar c'hreiz hag an tu kleiz o vezañ freuzet, ne chome nemet soudarded an tu dehoù renet gant Renaud eus Boulogne ha William de Longespée hag a zalc'he atav. Lazhet e oant bet, prizoniet pe tec'het e oant diouzh an dachenn emgann. Ne voe ket klasket heuliañ anezho rak tost noz e oa dija.

An trec'h gall a oa bet ur c'holl spontus evit spioù ar Saozon hag ar Flamanked a glaske adperc'hennañ an douaroù kollet ganto. Kollet e oa bet e holl c'hredusted evel impalaer ha goude an emgann, Otto IV a voe didronet gant ar Pab Inosant III.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy