Mont d’an endalc’had

Eneppab

Eus Wikipedia

Un eneppab (liester: eneppibien pe eneppibion), pe ‘’adpab’’, zo un den a zo bet dezhañ karg ur pab ha douget an anv a bab ha n’eo ket anavezet ar garg-se ken gant an iliz katolik roman a hiriv.

Pab hag eneppab

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reuz zo bet da vareoù zo eus istor an Iliz, dilennadeg zo bet a-wechoù da envel ur pab nevez pa oa ur pab dija. Eneppibien zo a voe dilennet pa ne oa pab ebet met en un doare direizh. A-wechoù e veze rannet an dilennourien etre daou vagad enebet ruz, ha dilennet gante pep a bab disheñvel en hevelep deiz. Darn eus an adpibien-se zo bet anvet gant rouaned pe impalaerien evit o gounid dezho, met envel ar pab a zo bet un doare reizh da zibab ar pab a-wechoù. Aes a-walc’h e vez peurvuiañ disheñvelout pab hag eneppab, met ne vez ket atav, abalamour d’ar mesk en istor an Iliz. Meur a zegouezh a zo bet sklaeraet kalz diwezhatoc’h, darn n’int ket c’hoazh (gwelout roll ar bibien).

Reizhded un dilennadeg n’eo ket an abeg nemetañ da ziazezañ un diviz : a-wechoù e oa padet an helebini etre daou bab abalamour ma n’halled ket lavarout e oa direishoc’h an eil evit egile.

  • En afer ar c’hendamouez etre Inosant II hag Anaklet II, da skouer, eo bet sklaeraet an traoù gant marv Anaklet evit brasañ gounid Inosant.
  • En afer Skism meur ar C’hornaoueg ez eus bet ur Sened-Meur o tispabañ an tri fab o keveziñ hag o tibab ur pab all, ha n’eo nemet goude e voe divizet ne vije gwelet evel pibien reizh nemet re Roma, da direizh re Avinhon ha Pisa, goude ma’z eo gant pab Pisa e oa bet galvet an eskibien d’ar Sened-Meur.
  • En afer ar c’hendamouez entre Leon VIII ha Benead V n’eo ket bet diskoulmet ar gudenn gant an Annuario pontificio hag an daou zo anavezet!

Gant anavezout pibien zo a posteriori, ha dispabiñ re all, ez eus bet lakaet un tamm mesk e niverenniñ ar bibien. Peurvuiañ ne lakaer da eneppab nemet ar re zo bet skoazellet gant tud a ziavaez pe stadoù. Gant se ne gonter ket tud evel an daou Benead XIV hag an holl «eneppibien» a vremañ ha n’eo ket bras niver o diskibien.

Eneppibien deroù istor an Iliz betek ar Grennamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an hengoun katolik eo Hippolit Roma a voe dilennet a-enep Kalist gant ur strollad all e Roma en IIIe kantved. Echuiñ e vuhez a reas Hippolit en harlu e mengleuzioù Sardinia goude heskinerezh an impalaer, a-gevret gant ar pab anvet war-lerc’h Kalist I, Pontien e anv, hag ar peoc’h a reas gant e genvreudeur.

Sed amañ anvioù an eneppibien ha bloavezhioù o fabiezh

E-pad mareadoù trubuliet 'zo en istor an Iliz hag istor Europa ez eus bet aozet dilennadegoù direizh a-benn lakaat e Roma pleustrerien ha goulennerien en desped ma oa dija ur pab e karg eus an Iliz.

Eneppibien a zo bet dilennet (en un doare direizh ha kuzh an aliesañ) pa n'oa den ebet ken e karg eskopti Roma. Hag a-wechoù e veze dibabet daou pab pa na oant ket gouest an dilennerien d'en em lakat a-du. Met darn eus an enep-pibien zo bet lakaet e plas gant roueed evit kreñvat o c'halloud.

Memes ma'z eo aes a-walc'h ober ur roll eus an eneppibien, n'eo ket bet sklaer evit reoù 'zo. Dav e oa gortoz bloavezhioù evit gouzout gant pellder an darvoudoù piv a oa ar muiañ er wirionez eget an hini all. Hag a-wechoù ne veze diskoulmet ar stourm etre ar bibien nemet gant marv naturel pe feuls hemañ pe henhont. Ha luziadeg ar stourmoù-se a zispleg ar fazioù veze graet gant niveriñ ar bibien.

Kronologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


(diechu)

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy