Enez Raoul
Neuz
Enez Raoul (Raoul Island e saozneg, ha Rangitahua e maorieg) eo ar vrasañ eus an Inizi Kermadeg, er biz-norzh da Zeland-Nevez. Stumm un annev zo dezhi. Ur savlec'h skiantel a zo eno.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e voe dezhi anv Joseph Raoul, a oa kartermestr e bourzh La Recherche e 1793. Daoust ma veze graet Sunday Island eus an enez dre vras e voe anvet ent-ofisiel "Enez-Raoul" gant gouarnamant Zeland-Nevez e 1939[1].