Mont d’an endalc’had

Enez an Evned

Eus Wikipedia
An enezenn war-lerc'h ar gelc'hwidenn Allen
Enez an Evned, gwelet eus an oabl.

Enez an Evned, pe Isla de Aves, zo un enezenn didud er Mor Karib, 375 m hirder dezhi ha 50 m a ledander. Emañ 110 km er c'hornôg da Wadloup ha Dominika (15°40′N 63°36′K / 15.667, -63.6 ). Al lec'h uhelañ n'eo nemet 4 m dreist live ar mor, gant-se e vez goloet aes pa vez kelc'hwidennoù. Dañjerus eo an enezenn d'ar bagoù ha meur a hini he deus graet peñse eno. E 1980 e voe rannet e daou gant ar gelc'hwidenn Allen, met adunanet eo bet gant kresk ar c'houral. Koulskoude e kreder e c'hallo bezañ beuzet a-benn un ugent vloaz ac'hann gant ar mor oc'h uhelaat.

Dizoloet e vije bet e 1584 par Avaro Sanzze. Spagnoled, Saozon, Portugaliz hag Izelvroiz a glaskas perc'hennañ anezhi. Abaoe 2004 ez eus ur c'hazarn eus morlu Venezuela, 370 km eus aod ar vro-hont. Savet eo Dominika a-enep da se: hervez emglev 1982, ha n'eo ket bet sinet gant Venezuela, n'hall ket un enezennig bezañ staget ouzh ur stad ma emañ e-maez harz 12 miltir an dourioù broadel (22 km).

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy