Erfurt
Erfurt | |
---|---|
Lec'hiadur | |
Titouroù | |
Gorread | 269,17 km² |
Poblañs | 203 333 (12/2008) |
Stankted | 754 annezad/km² |
Uhelder | 200 m |
Kod post | 99001-99198 |
Evit pellgomz | +49-30 |
Politikerezh | |
Bro | Alamagn |
Land | Thüringen |
Karterioù | 53 Stadtteile |
Oberbürgermeister (maer) | Andreas Bausewein, SPD |
Lec'hienn | www.erfurt.de |
Erfurt a zo ur gêr eus Alamagn krouet en VIIIvet kantved, ma tremen ar stêr Gera. Kêrbenn Thüringen eo. Kêr vrasañ Thüringen eo ivez, hag unan eus an teir meurgêr a zo e Thüringen, an div all o vezañ Gera ha Jena. Ouzhpenn servijoù melestradurel al Land e kaver enni lez-varn gevreadel al labour.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo anv Erfurt evit ar wech kentañ en un diell ofisiel eus 742. Nebeut amzer goude ma vefe bet savet e teuas da vezañ kêr bouezusañ Thüringen, daoust ma chomas e diavaez al land betek 1944. E 755 e voe kendeuzet eskopti Erfurt ha hini Mainz. Erfurt a voe ul lodenn eus priñselezh Mainz betek 1802 ha goude-se e voe ul lodenn eus Prusia, nemet etre 1806 ha 1814, ma voe renet gant ar C'hallaoued.
Da gouent Aogustined Erfurt ez eas Luther d'ar 17 a viz Gouere 1505. Tri bloaz e chomas eno, hag ur wech lakaet da veleg ez eas da studiañ da Wittenberg.
E 1808 en em gavas Napoleon hag an tsar Aleksandr hag e tivizjont kenderc'hel gant an emglev a oa etrezo abaoe m'o doa sinet feur-emglev Tilsit.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo armerzh Erfurt war ar velestradurezh, al liorzhouriezh hag ar servijoù. En Erfurt e vez aozet ivez eil foar vrasañ Alamagn, hini Leipzig o vezañ an hini vrasañ. En Erfurt e kaver ivez sez meur a vedium (hini Kinderkanals ha hini meur a chadenn skingomz hag a gazetenn bedemziek).
Da weladenniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Erfurt e kaver sinagogenn goshañ Europa, hag a voe savet e-tro 1100. Hiziv an deiz e c'haller gwelout enni Teñzor Erfurt. Brudet eo an div iliz Mariendom ha Severikirche, hag a zo tost-tre an eil ouzh eben. Brudet eo ivez ar pont Krämerbrücke, a-us d'ar stêr Gera. Warnañ ez eus 32 di. Savet e voe e 1325, hag en daou benn anezhañ e oa un iliz. Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh unan anezho, anvet Ägidienkirche.
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1392 e voe krouet skol-veur Erfurt. Serret e voe e 1816 ha digoret en-dro e 1994. Martin Luther a studias enni.
Tud vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Johann Jakob Bernhardi, louzawour
- Alexander Beyer, aktor
- Reinhard Gehlen, jeneral
- Oskar von Hutier, jeneral
- Alfred Weber, sokiologour
- Max Weber, sokiologour
- Richard Wetz, sonaozer
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù he deus Erfurt gant ar c'hêrioù-mañ :
- Győr (Hungaria) abaoe 1971
- Vilnius (Lituania) abaoe 1972
- Kalisz (Polonia) abaoe 1982
- Mainz (Alamagn) abaoe 1988
- Lille (Bro-C'hall) abaoe 1991
- Shawnee (Kansas) (Stadoù Unanet Amerika) abaoe 1993
- San Miguel de Tucumán (Arc'hantina) abaoe 1993
- Lovech (Bulgaria) abaoe 1996
- Haifa (Israel) abaoe 2000
- Bowling Green (Kentucky) (Stadoù Unanet Amerika) abaoe 2001
- Xuzhou (Republik Pobl Sina) abaoe 2005
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |