Mont d’an endalc’had

Estadio Centenario

Eus Wikipedia
Ur gwel eus an Estadio Centenario

An Estadio Centenario zo ur sportva bet savet e Parque Batlle (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)) diwar dresoù an tisavour uruguayat Juan Antonio Scasso. Dibabet an anv anezhañ da lidañ an 18 a viz Gouere 1830, pa voe embannet kentañ bonreizh Uruguay, e tegemer ar savadur krogadoù mell-droad dreist-holl[1].

Kroget e voe da sevel d'an 21 a viz Gouere 1929 a-benn degemer krogadoù kentañ Kib vell-droad ar bed (13-30 a viz Gouere 1930). Abalamour d'ar glaveier a gouezhas a-bil war gêr-benn Uruguay e voe daleet al labourioù : ne voe digoret nemet d'an 18 a viz Gouere 1930 gant kentañ krogad skipailh broadel Uruguay ouzh hini Perou (bet gounezet 1-0 gant La Celeste[2]).

Ouzhpenn skipailh broadel ar vro a ra gantañ e vez feurmet an Estadio Centenario gwech an amzer gant kleuboù 'zo eus Montevideo : Peñarol ha Nacional.

Notennoù ha davennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy