Mont d’an endalc’had

Francis Drake

Eus Wikipedia
Sir Francis Drake
Poltred gant Marcus Gheeraerts ar Yaouank (war-dro 1590).

Ur c’hourser hag un ergerzher saoz e voe Francis Drake (ganet e 1540 ? - marv d’an 28 a viz Genver 1596).

Ganet e voe e Tavistock, e Devon, en ur familh labourerien-douar paour ha bras (12 a vugale). Ez-yaouank, da 13 vloaz, e lestras evel mous e bourzh ur vag a rae kenwerzh e Mor an Hanternoz. Diwezhatoc’h, pa varvas ar c’habiten, perc’henn ar vag, e voe kemeret e blas gant Drake. Ugent vloaz e oa neuze. Da 23 bloaz e reas e veaj kentañ a-dreuz ar Meurvor Atlantel.

Kourser en Antilhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1563 ez eas war vag da Afrika, gant e genderv John Hawins, da brenañ sklaved eno evit gwerzhañ anezho war-lerc’h e trevadennoù Amerika. Taget e voe an daou baotr gant Spagnoled en Antilhez ha darbet e voe dezho bezañ tapet ganto.

Er bloavezhioù war-lerc’h, Drake a dremenas e amzer o preizhañ trevadennoù spagnol Amerika. Buan e voe brudet evel ur moraer akuit hag ur brezelour dispont. E 1572, e penn daou lestr, e teuas a-benn da gemer digant ar Spagnoled kêrioù Nombre de Dios ha Venta de Cruz, war aod reter strizh-mor Panamá. Dastum a reas aour forzh pegement hag an arc’hant a rankas lezel war e lerc’h pa oa re bounner da gas da Vro-Saoz war al listri. E 1753 e teuas da Vro-Saoz en-dro, gant tregont den hepken, ha pep hini anezho deuet da vezañ pinvidik-mor. E-pad ar bloavezhioù-se e voe ar Saoz kentañ o welout ar Meurvor Habask diwar menezioù kreiz strizh-mor Panamá.

Etre 1577 ha 1580 e voe Francis Drake ar Saoz kentañ oc’h ober tro ar bed, war c’houlenn ar rouanez Elisabeth Iañ a Vro-Saoz. Mont a reas kuit eus Plymouth gant pemp lestr ha kartennoù ha lomaned eus Portugal. Mont a reas hebiou beg su Amerika dre strizh-mor Magalhães ha kaset e voe gant an avel pelloc’h war-zu ar su. Kement-se a roas an tu dezhañ da welet ne oa Douar an Tan (Tierra del Fuego) nemet inizi ha ne oa ket stag ouzh ur c’hevandir bras a vije er su da Amerika. Gant ul lestr hepken ez eas war-zu an norzh, a-hed aodoù Amerika. Goude bezañ taget ha preizhet meur a vag ha meur a borzh spagnol e erruas war un aod en norzh d’an douaroù dalc’het gant ar Spagnoled. Eno e piaouas an douaroù dizoloet gantañ hag ober a reas Nova Albion anezho. Hervez an istorourien e vije bet ar vro-se un tu bennak etre ar pezh zo bremañ Kalifornia hag Enez Vancouver. Goude-se ez eas war-zu ar c’hornôg, treuziñ ar Meurvor Habask, hag erruout mizioù war-lerc’h en Indez ar reter : war aodoù an inizi Maluku e voe darbet d’e vag mont d’ar strad met dont a reas a-benn d’he c’hempenn. Kenderc’hel a reas gant e hent war-zu reter Afrika, tremen hebiou Kab ar Spi Mat ha distreiñ da Europa. D’ar 26 a viz Gwengolo 1580 e erruas e porzh Plymouth, gant e vag, warni 60 den hag e-leizh a vadoù. Goude e zistro e voe noplaet gant ar rouanez Elesbed.

Armada Spagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a reas ar brezel etre Spagn ha Bro-Saoz. Mont a reas Drake da Amerika adarre e 1585 ha tagañ trevadennoù spagnol. Preizhañ a reas porzhioù Santo Domingo ha Cartagena ha distreiñ da Vro-Saoz gant e vadoù. Divizout a reas roue Spagn, Fulup II, klask aloubiñ Bro-Saoz ha lakaat a reas sevel listri evit se. Francis Drake, a oa bet anvet da vesamiral gant rouanez Bro-Saoz, a zivizas mont da dagañ Cádiz, unan eus brasañ porzhioù-mor Spagn d’ar mare-se. Dont a reas a-benn da aloubiñ ar porzh ha da zistrujañ un toullad mat a listri, e miz Ebrel 1587.

Ur perzh a bouez en devoe Francis Drake goude-se er stourm a-enep Armada Spagn pa zeuas al listri spagnol da glask aloubiñ Bro-Saoz e 1588. Lestraz Bro-Saoz a redas war-lerc’h bigi an Armada e Mor Breizh ha rediañ anezho da gaout repu dirak aodoù Flandrez Frañs (ul lodenn eus an Izelvroioù spagnol d’ar mare-se). Eno e voent faezhet da vat en Emgann Gravelines, d’an 30 a viz Gouere 1588.

E 1589, war-lerc’h an trec’h war an Armada, e voe kaset Drake da Bortugal da reiñ skoaz d’an dud emsavet a-enep an unaniezh etre Spagn ha Portugal, met c’hwitañ a reas war e daol.

Dibenn e vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Derc’hel a reas Francis Drake, er bloavezhioù war-lerc’h, da dagañ ar Spagnoled. E 1595 e voe taget Panamá gantañ, met lamm a gavas eno. Gant ar flus-gwad e varvas, d’an 28 a viz Genver 1596, pa oa o klask preizhañ porzh San Juan e Puerto Rico. Lidet e voe e varv e Spagn, ma veze gwelet evel enebour brasañ ar roue Fulup II.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy