Mont d’an endalc’had

Kentañ brezel Italia (1494-1497)

Eus Wikipedia
Italia e 1494, a-raok ar brezel kentañ

Kentañ brezel Italia a c'hoarvezas etre 1494 ha 1497, pa fellas d'ar roue gall Charlez VIII mont da aloubiñ Rouantelezh Naplez, gant skoazell dug Milano da gentañ. Evit se avat e ranke treuziñ stadoù all ledenez Italia gant e arme, hag a-enep dezhañ e kavas an Impalaeriezh santel, Spagn, ha stadoù Italia kaset gant ar pab Alesant VI.


A-raok ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bec'h a oa savet etre ar pab Inosant VIII ha Ferdinando Iañ Naplez pa en devoa nac'het ar roue paeañ e skod dleet d'ar pab. Ha setu ar pab, d'an 11 a viz Gwengolo 1489, da embann ur builh a-enep Ferdinando, d'e eskumunugañ, ha da ginnig Rouantelezh Naplez d'ar roue gall Charlez VIII, en devoa un tamm gwir bennak war ar rouantelezh dre e dad-kozh, ar roue Charlez VII, a oa dimezet da Mari Anjev, eus an tiegezh Anjev a oa o ren er rouantelezh-hont. Inosant a reas ar peoc'h gant Ferdinando a-raok mervel e 1492, met ar c'hinnig ne voe ket ankouaet. Mervel a reas Ferdinando d'ar 25 a viz Genver 1494, hag e vab Alfonso II a renas war e lerc'h.

Penn kentañ ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An arme c'hall o tegouezhout e Firenze, d'ar 17 a viz Du 1494, gant Francesco Granacci.

Goude en em glevout gant dug Milano, ha war an digarez toull (anat d'ar gempredidi) da gas ur brezel ar groaz nevez a-enep an impalaeriezh otoman ha da zieubiñ Jeruzalem, setu ar roue gall Charlez VIII o kuitaat Grenoble gant e arme hag o tremen dre ode ar Montgenèvre d'an 2 a viz Gwengolo 1494.

An arme c'hall o tegouezhout en Italia zo anezhi 200 gwaz a zo gwarded ar roue, un arme war varc'h a 1600 den, 12 000 den war droad (anezho 6000 Suis ha 3000 Gwaskon) hag un 70 kanol, skañv ha hefiñv, hag a denn boledoù arem pe kouevr, 100 en ur ober un eur.

Buan ez a C'hallaoued betek Asti ma tegouezhont d'an 9 a viz Gwengolo. E Rapallo, e-kichen Genova, e voe trec'h an arme c'hall, renet gant Loeiz Orleañs, hag arme Milano, war 5000 Aragonad a oa o paouez dilestrañ e Genova. Klañv e oa Charlez gant ur c'hleñved a vo anvet kleñved Naplez gant lod, ha n'hallas ket mont e-barzh kêr Genova a-raok ar 6 a viz Here.

Goude e talc'has an arme c'hall da vont trema'r c'hreisteiz : d'an 20 a viz Here e voe kemeret Mordano, e Romagna, ganto, ha lazhet soudarded ha tud disoudard; d'ar 26 e rejont kemend-all e Fivizzano. Spontet an Italianed, ha goude marc'hata, e voe kemeret Firenze hep en em gannañ d'ar 17 a viz Du. D'an 28 ez ejont war-du Roma, ma tegouezhjont d'an 31 a viz Kerzu. Un emsavadenn a voe e Firenze er c'heid-se, ha savet ur republik a chomas en he sav betek 1512.

E Rouantelezh Naplez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar soudarded c'hall o tegouezhout e kêr Napoli, d'an 22 a viz C'hwevrer 1495, e Cronaca figurata del Quattrocento gant Melchiorre Ferraiolo

Pan erruas ar C'hallaoued e Monte San Giovanni, e Rouantelezh Naplez, e kasas ar roue gall e gannaded da dud ar c'hastell da c'houlenn digante kodianañ. Lazhet e voe ar gannaded c'hall, ha muturniet, ha kaset e voe ar c'horfoù en-dro d'ar C'hallaoued. Konnariñ a reas ar roue, kanoliatet e voe ar c'hastell d'an 9 a viz C'hwevrer, arsailhet ar c'hreñvlec'h, ha lazhet an holl enebourien e-barzh. Sede penaos e krogas arigrap Naplez. Skignet e voe ar c'heloù dre Italia, ma tivizas priñsed Norzhitalia emunaniñ ha sevel Kevread Venezia, d'an 31 a viz Meurzh 1495, rak a bep tu e kleved e oa krog rogoni an alouberien c'hall da vagañ kasoni e-touez ar bobl.

War-dro hanter C'hwevrer 1495 e tilezas ar roue Alfonso II Naplez e garg a roue hag e vab Ferdinando II a renas war e lerc'h. Ret e voe dezhañ tec'hel avat pa zegouezhas an armeoù gall d'an 22 a viz C'hwevrer. Gant chomadenn ar C'hallaoued e Naplez e voe tapet gant ar soudarded kleñved Naplez, dianav betek neuze.

D'an 20 a viz Mae 1495 edo arme Charlez VIII o kuitaat Naplez, o leuskel Gilbert de Montpensier, anvet da vesroue, e penn ur gwarnizon gall.

Loeiz Orleañs a oa chomet en Lombardia gant un arme. Urzh en doa da chom hep mont a-benn da zug Milano, Ludovico il Moro. Daoust da se e kemeras kêr Novara e Mezheven 1495, hag un degemer brav a voe graet dezhañ gant ar bobl eno, nemet n'eas ket betek Milano, na oa ket difennet gwall vat hag a oa prest d'ober un degemer heñvel dezhañ. Diaesoc'h avat e voe distro Charlez VIII da Vro-C'hall. Ne oa ken nemet 9000 soudard gantañ . Gant poan e treuzjont an Apenninoù gant o c'hanolioù pa errujont dirak Fornovo d'ar 5 a viz Gouhere . Eno e kavjont un armead enebourien, 35000 adud enni, ha renet gant Francesco II Gonzaga, markiz Mantova. Emgann Fornovo a voe d'ar 6 a viz Gouhere ha trec'h e voe ar C'hallaoued, goude ma oa niverusoc'h o enebourien, hag evel-se e c'halljont kenderc'hel war hent an distro.
Sede an arme c'hall dirak Asti, ha fall stad ar vrezelourien. Loeiz Orleañs a oa gronnet gant e soudarded e kêr Novara gant un armead 30 000 den da Ludovico il Moro, hag an naonegezh o ren. Goulenn a reas Loeiz sikour digant e genderv roue, goude ma n'en doa ket sentet ouzh e urzhioù.

Krog e oa an div gostezenn da varc'hata, ha sinet e voe ar peoc'h e miz Here 1495. Loeiz Orleañs a guitaas Novara gant e 5 500 den, Suised anezho dreist-holl, hag un toullad bras anezho a varvas nebeud goude, ken fall e oa o yec'hed. En emglev Verceil e tremene ar roue gall gant esper ha hunvreoù pa chome dug Milano mestr war an dachenn.

Er c'heid-se e chome un toullad Gallaoued e Naplez, o stourm evit mirout tammoù eus ar rouantelezh. Ferdinand II a zilestras en Calabria hag a lakaas seziz war gêr Naplez.

Montpensier a repuas er c'hastelloù da c'hortoz skoazell digant Bro-C'hall. Met skoazell ne deue ket buan. Ludovico il Moro en devoa prometet kas listri karget a soudarded da Naplez met ne reas ket. Ha Charlez VIII a oa berr an arc'hant gantañ. Koust an droiad-vrezel da Italia a rankje bezañ bet paeet, evit ul lod bepred, gant donezonoù Firenze, graet pa vije bet daskoret dezho ar c'hreñvlec'hioù prestet d'ar C'hallaoued. A-benn ar fin e voe gwerzhet ar c'hreñvlec'hioù da Lucques, Venezia, Genoa pe Pisa, goude trubarderezh Robert de Balsac e Toskana. Charlez VIII a rankas neuze rentañ an arc'hant amprestet digant presterien Firenze ha tremen a rankas hep amprestañ gwenneien ken digant kêr Firenze.

Gilbert de Montpensier, neuze, a lestras gant tost an holl difennerien hag ac'h eas da Salerno. En e arme e oa goprsoudadrded dreist-holl, Alamaned hag Italianed, bouetet fall ha no devoa ket bet gwenneg ebet abaoe pell amzer. Lezel a reas arme Fernando II da c'hronnañ e armead e kêr Atella. Un darn eus ar soudarded alaman a nac'has en em gannañ, ma voe ret d'ar C'hallaoued en em rentañ. Kalz a soudarded c'hall a varvas gant ar c'hleñvedoù hag an naon.

Spagn avat a gemere perzh e Kevre Venezia, en enep da feur-emglev Barcelona, hag a gouezhas war Languedoc dre veur a wech e-kerzh ar bloaz 1496. Emwelioù a voe evit klask ober ar peoc'h gant Spagn e 1496, a-hed ar bloavezh 1497 ha deroù 1498, ken na voe sinet arsav-brezel Alcalá de Henares e miz Du 1497.

Charlez VIII en devoa c'hoant atav da lakaat e zorn war rouantelezh Naplez hag a glaskas chom mignon da briñsed Italia a c'halle e leuskel da dremen da vont etrezek Naplez. Dug Orléans avat a glaske lakaat harz da vennad ar roue. Charlez a varvas en 1498 hep na vije deuet e hunvreoù da wir.

An droug gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hleñved kevrinus a gouezhas war an arme c'hall e Naplez. N'eo ket sklaer pe e oa deuet eus ar Bed Nevez (abaoe troiad Kristof Kolomb e 1492) pe e oa ur stumm nerzhusoc'h eus un droug kozh a rene dija er vro, met honnezh eo ar c'hentañ abadenn anavezet eus an naplez er gêr-hont.

Gant distro an arme c'hall d'ar gêr e voe skignet ar c'hleñved dre ledenez Italia, ha goude dre Europa. En italianeg e vez anv eus "Mal francese", pe "Mal Napoletano", kleñved Naplez e brezhoneg.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy