Mont d’an endalc’had

Kevrennad

Eus Wikipedia

E bevoniezh eo ar gevrennad ur rannad eus ur skourrad. Klotañ a ra gant al latin Classis. E rummatadur reizhiadek ar bevien emañ ar gevrennad etre ar skourrad hag an urzhiad. An trede derez eo ar gevrennad e rummatadur klasel ar bevien (da lâret eo an hini na ra ket gant naoutur ar pellder genetek).

Renkoù anavezet all eus rummatadur reizhiadek ar bevien zo ar riezad, ar renad, ar skourrad, an urzhiad, ar c'herentiad, ar genad.

Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E diwezh an anvioù kevrennadoù e kaver al lostgerioù -opsida evit ar plant, -phyceae evit ar bezhin ha -mycetes evit ar foue.
Evit pezh a sell renad al loened e vez graet gant lostgerioù dindan renk an uskerentiad hepken (ICZN mellad 27.2).

Skouerioù:

Urzhaz ar renkadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit kerentiadoù ’zo e vez implijet renkadoù ouzhpenn. Ne vezont ket implijet stank. Setu-int amañ da-heul, en urzh o renk.

Anv Ster ar rakgerioù Skouer 1 Skouer 2 Skouer 3[1] Skouer 4
Uskevrennad us-: a-us Tetrapoda Tetrapoda
Kevrennad Mammalia Maxillopoda Aves Diplopoda
Iskevrennad is-: a-is Theria Thecostraca Chilognatha
daniskevrennad dan-: dindan ; is-: a-is Cirripedia Neognathae Helminthomorpha
dangevrennad dan-: dindan Colobognatha
korrgevrennad korr-: bihan, dister Neornithes -


  1. Rummatadur hervez Systema Naturae 2000. The Taxonomicon: Neornithes.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy