Mont d’an endalc’had

Korfkenn

Eus Wikipedia
Korfkenn war-dro 1880, .
Skeudenn-bruderezh, war-dro1890.
Gwreg o tilasañ he c'horfkenn, war-dro 1870.

Ar gorfkenn a zo ur pezh dilhad-dindan gwisket gant ar merc'hed war o c'hof hag o divgroazell, da zerc'hel o bruched hag o divlez, da reiñ ur stumm d'o c'horf, diouzh ar c'hiz betek deroù an XXvet kantved ha dilezet da vat goude an eil brezel-bed.

Gant ar baotred ez eus bet douget korfkennoù ivez, ha bremañ c'hoazh, met abalamour d'ar yec'hed hepken goude ur gwallzarvoud, lakaomp.

Er bloavezhioù diwezhañ eo bet adkemeret ar ger gant bed ar c'hiz evit ober anv eus dilhad war-benn, hag a denn tamm pe damm da gorfkennoù gwechall, met n'int ket graet da zerc'hel ar c'horf, ha ne roont stumm ebet dezhañ. Peurvuiañ e vezont laset, ha netra ken.

Karg ar gorfkenn a oa stardañ ar c'horf da reiñ stumm ur c'horf mistr, da voanaat an dargreiz. Lasoù hir a oa da stardañ hag a-wechoù e vije diaes da lakaat, ha da skoulmañ. Aesoc'h e oa d'ar merc'hed a renk uhel, dezho mitizhien, eget da verc'hed ar bobl.

Er film Gone with the Wind e weler ar merc'hed o sikour an eil eben da lasañ o c'horfkenn.

Ouzh ar gorfkenn e veze stagelloù a-ispilh ma staged al loeroù.

Goude an eil brezel-bed eo deuet da vout arouez karc'har ar c'horf. Pa voe deuet giz al loeroù-gaol e voe echu d'ar gorfgenn da vat.

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù an XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy