Mont d’an endalc’had

Lazhadeg Granada

Eus Wikipedia

Lazhadeg Granada zo ul lazhadeg yuzevien e 1066, d'an 30 a viz Kerzu (d'an 9 eus tevet e 4827, hervez an deiziadur hebre), e voe ar washañ eus al lazhadegoù yuzevien sefarad graet gant ar vuzulmaned e ledenez Iberia, hag a c'hoarvezas e kêr-benn Taifa Granada.

Un engroez tud ac'h eas e Palez Real Granada, a oa neuze dindan veli muzulmaned al-Ándalus, hag ar vizir yuzev Yusuf ibn Nagrela (mab da Semuel ibn Nagrella) a voe lakaet war ar groaz ha lazhadeget e voe yuzevien kêr : " Ouzhpenn 1.500 tiegezh yuzev, da lavarout eo 4.000 den, a varvas en un den".

Honnezh eo kentañ lazhadeg yuzevien al Ledenez dindan ar galloud islamek, hag ivez kentañ progrom Europa.

Joseph ibn Naghrela

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Joseph ibn Naghrela, pe Joseph ha-Nagid (en hebreeg רבי יהוסף בן שמואל הלוי הנגיד‎ Ribbi Yehosef ben Shemu'el ha-Lewi ha-Nagid; en arabeg : ابو حسين بن النغريلة‎ Abu Hussein bin Naghrela) (15 a viz Gwengolo 1035 – 30 a viz Kerzu 1066), a oa vizir gant ar roue berber, Badis al-Muzaffar, roue Granada, ha penn kumuniezh ar yuzevien. Mab e oa d'ar barzh hebreek Samuel ibn Naghrillah.

Ditour eus e vugaleaj a gaver e dastumad barzhonegoù hebreek e dad ma skriv Joseph e krogas da adskrivañ d'an oad a eizh vloaz hanter. Kontañ a ra e oa aet gant e dad, pa oa nav bloaz hanter, e nevezhañv 1045, d'an emgann, hag eno e voe tapet gant kleñved ar gêr, ha diwar gement-se e skrivas un tamm barzhoneg vihan.

E gentañ mestr-skol e oa e dad. Eus ul lizher digantañ da Rabbi Nissim Gaon attributed to him,[5] in which Joseph refers to himself as R' Nissim's disciple, it is possible to infer that he also studied under R' Nissim at Kairwan.[6] Joseph a zimezas da verc'h R' Nissim. Pa varvas R' Shmuel, e voe kemeret e lec'h gant Joseph evel vizir ha rabbi, ha ren war un dro ur yeshiva a bouez. E-touez e studierien e oa Rabbi Isaac ben Baruch ibn Albalia ha Rabbi Isaac ibn Ghayyat.

Hervez an istorour stadunanat Walter Laqueur e oa ur pogrom. E 1090 e kouezhas an almoravided, ha Youssef Ibn Tachfin en o fenn, war ar yuzevien adarre.Er bloaz-se ez echu, hervez lod, oadvezh aour ar sevenadur yuzev e Spagn.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy