Mont d’an endalc’had

Lizher kentañ d'an Desalonikidi

Eus Wikipedia

« Eus al lizheroù bet skrivet gant Sant Paol ha deuet betek ennomp eo al lizheroù d'an Desalonikidi a vefe ar re goshañ[1]. Testenn goshañ an Testamant Nevez eta.

Skrivet e vefe bet an hini kentañ e Korintoz e dibenn 50 kent JK pe e penn kentañ 51[2].

Piv en deus skrivet al lizher-mañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menegiñ a ra Paol Silaz ha Timozeoz, e skoazellerien, e penn kentañ al lizher met n'eus den evit lakaat en arvar e voe krivet an destenn gant Paol Tars.

Pegoulz, pelec'h hag evit piv e voe skrivet al lizher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Avielet oa bet tud Thessaloniki gant Paol e-kerzh e eil beaj (Oberoù 17, 1-10) en hañv 50. Rediet e voe Paol da guitaat ar gêr evit Berea, Aten ha Korintoz. Skrivañ a reas al lizher er gêr-mañ moarvat e-kerzh ar goañv 50-51 goude bezañ klevet keleier mat a-zivout an Desalonikidi bet degaset dezhañ gant Timozeoz[3].

« Tesalonike, pozh-mor asur-meurbet, a oa d'ar c'houlz-se kêr-benn Makedonia,[...] a oa neuze poblet-stank gant tud deuet a bep tu, en o zouez un drevadenn niverus a-walc'h a Yuzevion. »[4].

Skrivañ a ra Maodez Glanndour : « Paol a glaskas meur a wech distreiñ da Desalonike, met hep gellout dont a-benn, ha setu perak en devoa kaset en-dro Timozeoz betek du-hont. Diwar ar c'heloù degaset dezhañ gant an diskibl e skriv neuze Paol e lizher kentañ d'ar gumuniezh yaouank, moarvat e-pad m'emañ e Korintoz, war-dro 51-52. »[5]

Danvez al lizher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer komzoù leun a garantez hag a fiziañs e-keñver tud Tesalonike el lizher (1 Tes 1-3) : «  Bennozhioù dizehan a lavaromp da Zoue en abeg deoc'h-c'hwi holl, oc'h ober meneg ac'hanoc'h en hor pedennoù, o kaout soñj bepred eus oberiantiz ho feiz, eus labour ho karantez, eus dalc'husted hoc'h esperañs en hon Aotroù Jezuz Krist; dirak Doue hon Tad ; » (1 Tes 1, 2-3)[6].

Goude e kaver « gourc'hemennoù a vuhez kristen » (1 Tes 4, 1-12 ; 5, 12-28) ha respontoù a-zivout « ar re varo hag ar re vev da zeiz Donedigezh an Aotroù » (1 Tes 4, 13 ; 5, 11)[7]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (br)Maodez Glanndour, Digoradur da lizheroù Sant Paol, Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 351
  2. (fr) La sainte Bible, Cerf, 1961, Introductions aux Epîtres de Saint Paul, p 1483 ha La Bible traduite par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1989, p 2296
  3. (fr) La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1483
  4. (br) Maodez Glanndour, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 351
  5. Alies e kaver un diforc'h ur bloavezh etre ar pezh a ginnig Maodez Glanndour hag ar pezh a gaver en oberennoù all...
  6. (br) Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 471
  7. (fr) La Sainte Bible, Introduction aux Epîtres de Saint Paul, Cerf, 1961, p 1483 ha (br) (evit an arroudennoù) Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 474-477
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy