Lom
Neuz
- Evit kêr Bulgaria, sellit ouzh Lom (Bulgaria).
Lom, pe Lomig, zo ur berranv brezhonek, diwar an anv Gwilhom, a lavarer Gwilherm ivez e brezhoneg.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lom Kintin, person Perroz, war-dro 1445.
- An Impalaer alaman Gwilherm II a veze lesanvet Lom a-wechoù e-pad ar brezel-bed kentañ;
- Lomig Le Bras, kelenner ha politikour e Saint-Jean-de-Maurienne
- Lomig Doniou, tavarnour e Rostrenn, kaner festoù-noz hag ezel oberiant e Kelc'h Keltiek Rostren en XXvet kantved; en e davarn e veze Françoise Morvan o studiañ a-hervez.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buhez Lommig pe Enklask ar Vizaouenn-Skouarn, un istor savet ha skeudennaouet gant Zavier V. Haas ha lakaet e brezhoneg gant Youenn Drezen (Skridoù Breizh, 1942) ha bet adembannet gant An Here.
- Ar rummad levrioù-bugale (Lom war ar maez, hag all), lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain hag embannet gant Skol an Emsav er bloavezhioù 1980; gant Gwasg y Dref Wen e oa embannet e Kembre, ha Timun Mas e Barcelona.
- Lomig Boulomig, ur romantig gant Yann Brenn, embannet gant Keit Vimp Bev e 2007.
- Troioù-kaer Dom Lom, ur romant gant Koulizh Kedez, 2008
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ul lomm zo ur banne, pe un dakenn, e brezhoneg bemdez Bro-Gwened.