Mont d’an endalc’had

Ninnog

Eus Wikipedia
Santez Ninnog, pe Nenneg - Santez Gwennouestl

Ninnog, anavet ivez evel Nenooc, Nennoca, Nennocha, Ninnoc, Ninnocha, Gwengustle zo ur santez vrezhon, brav-meurbet a-hervez, marvet d'ar 4 a viz Mezheven 467. Daet e oa a Vreizh-Veur get he 14 breur, hag o deus rac'h gouestlet o buhez da Zoue. Geti e oa bet savet ur manati evit ar maouezi e Lann-ninnoc (Lanneneg) e-kostez Plañvour. Donet a raje an anv Ninnog ag ur ger keltiek "nin", hag a sinifi "leanez"(Daveoù a vank).

Un deiz ma oa an aotrou Waroch (Gwereg) é jiboesat, e welas un heizez (pe ur c'harv). Diviz a reas he jiboesaat mes ar loen a yeas 'barzh ar manati, e-lec'h ma oa Ninnog é pediñ hag e c'hourvezas dirakti. Estlammet an Aotrou e laoskas bev ar loen hag e profas argant ha douaroù d'ar manati.

Ur skrid zo bet savet diwar he buhez, Vitam Sancta Ninnocæ, a zo e dielllevr Kemperle, ma lenner « in quodam libello rustico stilo digestam reperientes, maluimus potius incomposite materiei rectam simplicitatam in scribendo servare quam plus justo minus eam emendando : eriem narrationis depravare. »

Lidet e vez d'ar 4 a viz Mezheven, deiz he marv.

Hi an hini a vije enoret dindan an anv SANCTA CANDIA, sainte Candide[1] e Skaer ha Tourc'h.

  1. http://www.infobretagne.com/scaer.htm


pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy