Proviñs Antarktika Chile
Neuz
Proviñs Antarktika Chile, pe Antártica Chilena diwar an anv spagnolek (Provincia de la Antártica Chilena), zo unan eus ar peder froviñs a ya d'ober Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile hag ar c'hreisteisañ anezho. 14 146 km² zo dindani ha 2262 a dud o chom enni. Puerto Williams eo ar gêr-benn.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div gumun zo:
- Cabo de Hornos, anvet Navarino betek 2001.
- Antártica, enni an Tiriad Antarktek Chileat.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1927 e voe krouet kumun Navarino a oa stag ouzh Departamant an Tierra del Fuego betek 1975.
Kumun La Antártica, krouet en 1961, a oa stag ouzh kêr Punta Arenas betek 1975. Honnezh n'eus nemet 130 a dud enni, ha kuzul ebet.
Krouet e voe Proviñs Antarktika Chile d'ar 4 a viz Du 1975 gant an div gumun-se.