Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Sussex

Eus Wikipedia


Suð Seaxe
Sussex
477 – 825
Location of Rouantelezh Sussex
Location of Rouantelezh Sussex
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Hensaozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Dilestradeg Ælle Sussex 477
 - Staget ouzh Wessex 825


Rouantelezh Sussex (Suth Seaxe) a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz a gloke e harzioù gant hini keoded ar Regnenses ha kontelezh Sussex. E-pad ar grennamzer e voe goloet un darn vras an dachenn-mañ gant ur goadeg vras, Andred hec'h anv.

Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa bet savet rouantelezh Sussex gant Ælle e 477. Dilstret en defe en ul lec'h anvet Cymenes ora ha faezhet en defe ar vrezhoned a vefe tu-se. Un emgann arall a vefe c'hoarvezet e Mearcredes burne e 485 hag e 491 en-defe Ælle aloubet kreñvlec'h Anderitum. Hervez Beda e vefe bet Ælle ar roue sakson kentañ o kaout un damani war e genvroiz. Difizius eo an andonou evit un amzer ken gozh ha dar vrasañ ar glaskourien a gred n'en em solutaas ar rouantelezh nemet e kreiz ar VIvet kantved. Daoust ma'z eo gwirheñvel e oa Ælle un unpennoù galloudus e oa tostoc'h e zamai, war a seblant, ouzh hini ur penn-brezel eget hini ur roue gwir.

N'anavezer netra diwar-benn istor Sussex kent 607 pa stourmas Ceolwulf Wessex outi. E 685 e repuas Wilfrid York e Sussex goude ma oa bet diarbennet gant Ecgfrith Northumbria. Enni e chomas betek 686 ha gounid a reas tud ar vor d'ar reliion gristen. Hervez Beda e tegemeras Æthelwealh Sussex enez Wight ha bro ar Meonware digant Wulfhere Mercia goude ma oa bet badezet gantañ.

Un tammig goude-se, avat, e voe lazhet Æthelwealh gant Cædwalla Wessex, a oa en harlu d'ar mare-se. Gwastret e voe ar rouantelezh met kaset kuit e voe an alouberien gant daou ealdorman - Berthun Sussex hag Andhun Sussex - a renjont ar vro. E 686 e argasjont Hlothhere da harpañ e niz Eadric met argaset adarre e voe ar rouantelezh gant Cædwalla, a oa aet da roue Wessex. Faezhet e voe Berthun ha sujet ar rouantelezh.

He frankiz a adkavas ar rouantelezh, war a seblant, met n'anavezer nemet nebeutig a draoù diwar-benn istor Sussex goude-se. E 692, un den anvet Noðhelm a sinas ur garta asambles gant ur roue arall, Watt e anv. Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa Noðhelm ur c'har Ine Wessex ha gantañ e stourmas ouzh Geraint Dumnoea e 710.

Dre gartaoù dreist holl e anavezer istor Sussex er VIIIvet kantved. E 717 e voe graet ar garta diwezhañ sinet gant Noðhelm. Æthelstan Sussex a voe test enni hag e 722 e stourmas Ine Wessex ouzh Sussex, ar pezh a zamveg en-doa adkavet ha frankiz ar rouantelezh.

Un tammig goude-se ez eas Æthelbert Sussex da roue met n'eo anavezet nemet dre gartaoù. N'anavezer ket amzeriadoù e ren, met, war a seblant, e veve en hevelep marevezh ha Sigeferth Selsey, eskob Sesey goude 733. E 766 e kaver ur garta rarall, graet gant Ealdwulf Sussex ha sinet gant daou roue arall : Oslac Sussex ha Ælfwald Sussex.

Ur roue, Osmund Sussex e anv, a sinas div garta arall e 765 ha 770, met an hini diwezhañ a voe gwirikaet gant Offa Mercia, a zamveneg en-doa kollet ar rouantelezh e frankiz etre an div amzeriad-se hag e oa aet da sujet Mercia. Offa a wirikaas div karta gant Æthelbert ivez ha goude 772 e roas tirioù gantañ e-unan e Sussex. Oswald Sussex, a oa test d'e gartaoù, na sine nemet dux Suðsax. Gwirheñvel eo e oa bet rediet rouaned Sussex da zilezel o zitl hag e oa bet staget Sussex ouzh Mercia.

Goude emgann Ellendun e voe kaset kuit Mercia eus ar vro gant Wessex. N'adkavas ket Sussex e frankiz, avat. E 839 e voe gavet asambles gant Kent, Surrey hag Essex da Æthelstan Wessex a renas anezhi evel un is-rouantelezh betek e varv etre 851 ha 855. Ouzh Wessex e voe staget Sussex neuze.

Roll rouaned Sussex

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy