Mont d’an endalc’had

Sarkofaj

Eus Wikipedia
Sarkofaj ar faraon Merenptah
Sarkofaj Frederik II, Palermo
Aspadennoù eus an Amzer-Gozh en Afrodisias, Turkia
Sarkofaj kartajian eus ar Vvet kantved kent J.K.

Ur sarkofaj zo ul laouer vaen da lakaat ur c'helan pe un arched.

Skrivañ a rae Herodotos, an istorour gresian eus ar Vvet kantved kent J.K., e veze benet ar sarkofajoù kentañ en ur seurt maen ispisial a lakae kig ar c'helanoù a oa enne da vont buanoc'h da get, alese an anv latin sarcophagus, eus an henc'hresianeg sarx "kig" ha phagein.

Ar sarkofajoù graet gant maen-raz eus Assus e Troad, anvet lapis Assius, o dije bet ar perzh da lakaat ar c'horfoù lakaet enne da goazhañ, ha dre se e veze anvet ivez sarkophagos lithos "maen debrer-kig". An holl sarkofajoù graet diwar maen-raz o deus ar perzh-se, muioc'h pe nebeutoc'h, hag er fin e voe implijet an anv-se evit envel an archedoù maen dre vras.

En Ejipt Kozh e veze graet gant sarkofajoù evit diwall momioù an elited, gant meur ag arched lakaet e-barzh, an eil en egile. Graet e veze neb ânkh "Mestr ar vuhez" eus ur sarkofaj a-seurt-se, hag a simbolize ur bark e kredennoù an Ejipsianed Gozh.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy