Mont d’an endalc’had

Skinoù X

Eus Wikipedia
Unan eus ar c'hentañ radiografiennoù graet gant Wilhelm Röntgen.

Ar skinoù X zo ur stumm skin tredanwarellek, dezhe ur stankter uhel zo e hirder gwagennn etre 5 pikometr ha 10 nanometr tamm-pe-damm. Energiezh ar foton a ya eus un nebeud eV (electron-volt), da meur a zegad MeV. Ar skinoù ionekaerien-se a vez implijet evit kalz traoù, en o zouez ar skeudennerezh mezegiezh hag ar gristalografiezh.

Dizoloet e oa bet ar skinoù X e 1895 gant ar fizikour alaman Wilhelm Röntgen, a resevas ar c'hentañ Priz Nobel Fizik evit kement-mañ. Envel a reas anezhe evel se abalamour ma oa dianav o natur (al lizherenn x a vez implijet evit an dra dianav er matematik).

Ar c'hemm a raer etre ar skinoù X hag ar skinoù gamma (zo heñvel o natur hag o energiezh) a zeu eus an doare ma vezont krouet. Ar skinoù X zo foton produet gant elektron an atom tra ma vez produet ar skinoù gamma gant derc'han an atom.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy