Mont d’an endalc’had

System of a Down

Eus Wikipedia
System of a Down 2013

System of a Down (alias SOAD pe System) a zo ur strollad Nu metal, eus Los Angeles. Abaoe o fladenn Mezmerize en deus kemeret ar strollad ur stil un tamm disheñvel. A orin armenian eo ar pevar ezel, memes ma'z int ganet el Liban, er Stadoù-Unanet pe en Armenia.

Izili a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Memes ma kan dreist-holl, Serj Tankian a c'hoari gitar ivez er sonadegoù. Daron malakian en deus sonet ar gitar boud er studio evit ar pladennoù mezmerize ha Hypnotize ha c'hoarvez a ra gant Shavo odadjian klokaat lodennoù komzet pe huchet. Sevener al lodenn vrasañ eus o c'hlipoù eo ivez. An holl er strollad, ha dreist-holl Daron Malakian ha Serj Tankian, a labour da aozañ ar sonerezh ha skritur ar c'hanaouennoù. E kanaouennoù zo e kan Daron Malakian muioc'h eget Serj Tankian.

Kenlabourerien ha tud pedet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Arto Tuncboyaciyan - a bep seurt ha mouezh (War Toxicity ha Steal This Album!)
  • Rick Rubin - Kenbroduer war holl ar pladennoù ha piano
  • Greg Collins - Teremin war Ego Brain
  • Andy Khachaturian - Taboulinoù
  • Dave hegopyan - Gitar boud
  • Domingo - Taboulinoù

Istor ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

System of a down

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1995 eo e teu Soil (ha n'en doa produet pladenn ebet ha nebeut-kenañ a sonadegoù), strollad Daron Malakian, da vezañ System of a Down. Anv ar strollad zo tennet diwar Victims of a Down, ur barzhoneg skrivet gant Daron. Adalek 1998, gant o fladenn gentañ, e reont berzh. Buan-tre int deuet da vezañ mouezh kaozioù pouezus, dreist-holl anavezadenn ar gouennlazh armenian. Kanaouennoù evel Sugar (deuet da vezañ kanaouenn veur ar strollad gant Suite-pee) ha Spiders a zo pladennoù single.

Anavezet mat e teuas ar strollad da vezañ e 2001, gant Toxicity. Ar bladenn a zo anavezet a-drugarez d'ar c'hanaouennoù "Aerials" ha "Chop Suey!". Savet eo bet ar c'hlipoù gant Odadjian, an hini a son ar gitar boud. Kanaouennoù Toxicity eo ar re a vez c'hoariet an aliesañ er sonadegoù, Bounce, Prison Song pe Forest dreist-holl.

Steal This Album!

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin 2001, meur a ganaouenn savet evit Toxicity met n'int ket bet dalc'het war ar bladenn a oa lakaet war ar Gwiad. Ar strollad a gemennas e oa kanaouennoù peurechuet eus ar re-se, ha dont a reas er-maez Steal This Album!, ur bladenn gant ar c'hanaouennoù a oa war ar Gwiad en o stumm diwezhañ met gant kanaouennoù nevez ivez. Deuet zo er-maez pemp embannadur disheñvel eus ar bladenn-se, met n'eus nemet design ar gollo a zo disheñvel. Kalz a dud a soñj ez eus ur spered kinek ha demagogour gant anv ar bladenn, koulskoude ez eo un dave da Steal this book!, ul levr skrivet gant Abbie Hoffman, bet e penn al luskad hippie.

Mezmerize/Hypnotize

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2005, goude tri bloaz hogozik didrouz, System Of A Down a glaskas kas un arnod nevez da benn. Dont a reas ar bladenn zoubl er-maez e div lodenn. C'hwec'h miz war-lerc'h an deiziad kemennet, e miz Mae, e teue er-maez al lodenn gentañ, Mezmerize. Ar ganaouenn "Cigaro", lakaet war ar Gwiad, hag ar single B.Y.O.B. (Bring Your Own Bomb) o deus sikouret kalz da werzhañ ar bladenn. Erruet eo da gentañ e penn ar charts er bed.

Klip B.Y.O.B. zo bet savet gant Jake Nava (bet dreist-holl war-dro klipoù Britney Spears, Mariah Carey hag ar Spice Girls).

An eil lodenn, Hypnotize a zo deuet er-maez c'hwec'h miz war-lec'h, d'an 22 a viz Du. A-drugarez d'e stumm ispisial e c'haller stagañ anezhañ ouzh golo Mezmerize ha krouiñ evel se ur bladenn doubl gwir. Kavet e vez ivez ar c'hempoell-se gant ar c'hanaouennoù. Da skouer, kanaouenn gentañ Mezmerize a zo anvet "Soldier Side-Intro". Berr-tre eo, ne vez komprenet he ster nemet gant kanaouenn ziwezhañ Hypnotize, anvet "Soldier Side". Pa vez staget goloioù an div bladenn e vez komprenet petra eo an dresadenn. Gwelet e vez pennoù.

Santet e vez gant an div bladenn-se e teu perzh Malakian da vezañ pouezusoc'h. Sevel a ra bremañ ul lodenn vras eus ar skridoù hag un c'hard mat eus ar c'han.

Pozad ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemennet en deus Daron en un doare ofisiel e paouezfe ar strollad da seniñ evit ur pennad goude an Ozzfest.

Malakian ne c'hell ket lavaret pegeit e pado ar poz-se, met ar pezh 'zo sur eo evit bloavezhioù. Lâret en deus e krogfe da labourat evit e raktres nevez, "Scars on Broadway", ur strollad emeur o sevel c'hoazh. Kaoz zo ivez a sevel sonerezh evit ur film, met n'eus bet sinet netra c'hoazh. Izili all ar strollad o deus raktresoù ivez. Serj Tankian en deus labour gant e label dezhañ e-unan, "Serjical Strike", ha Shavo Odadjian a labour war ur raktres gant izili ar "Wu-Tang Clan".

Raktresoù a-gostez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kichen ar strollad, an izili o deus holl raktresoù diouzh o zu. Ezel eo Serj Tankian eus "Axis of Justice", un aozadur stourm gant Tom Morello, gitarour "Rage Against The Machine" hag "Audioslave". Kenlabouret en deus ivez gant Deftones war ar ganaouenn "Mein" eus ar bladenn Saturday Night Wrist. Labourat a ra ivez gant gitarour Buckethead e 2005 ha produiñ a ra ar bladenn Enter The Chicken en anv e label. Enrollet en deus Serj ur ganaouenn gant ar "Rita Mitsouko" ivez. Kavet e vo anezhi war bladenn nevez ar "Rita Mitsouko" met ne vo ket ur single.

System of a Down n'eus ket roet kalz keleier e-pad an tri bloaz goude Steal This Album!. Koulskoude n'eus ket paouezet ar strollad da veajiñ gant e ouel evit sikour ar c'haozioù bras a zifennont, ha dreist-holl anavezadenn ar gouennlazh armenian, skeudennet gant ar c'hanaouennoù "PLUCK" ha "Holy Mountains". Ar strollad a zo emouestlet ivez er stourm evit ar peoc'h hag a-enep an naon en Afrika.

  • '’System Of A Down (30 a viz Even 1998)
  • Toxicity (4 a viz Gwengolo 2001)
  • Mezmerize (17 a viz Mae 2005)
  • Hypnotize (22 a viz Du 2005)
  • Sugar tennet eus System of a Down (1998)
  • War? tennet eus System of a Down (1998)
  • Spiders tennet eus System of a Down (1998)
  • Chop Suey! tennet eus Toxicity (2001)
  • Toxicity tennet eus Toxicity (2001)
  • Forest tennet eus Toxicity (2001)
  • Innervision tennet eus Steal This Album! (2002)
  • Boom! tennet eus Steal This Album! (2002) (klip savet gant Michael Moore)
  • B.Y.O.B. tennet eus Mezmerize (2005)
  • Question! tennet eus Mezmerize (2005)
  • Hypnotize tennet eus Hypnotize (2005)
  • Lonely Day tennet eus Hypnotize (2006)
  • Kill rock'n roll tennet eus Hypnotize (2006)

Kanaouennoù diembann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "Marmalade", embannet war ur bladenn Rock Sound Select eus 1998 ; emañ ar bladenn Strangeland war ar single Lonely day e embannadur digipak
  • "The Metro", kanaouenn eus ar strollad Berlin adkemeret, embannet war ar single Lonely day e embannadur digipak
  • "Starlit Eyes"
  • "Defy You" (demo a-orin Nüguns)
  • "Friik!"
  • "Shame on a Nigga", gant ar "Wu Tang Clan", embannet war ar single Lonely day e embannadur digipak
  • "Storaged", embannet war bladenn sonerezh ar film Heavy Metal 2000
  • "Temper"
  • "Patterns", Serj Tankian gant Tony Iommi (war ar bladenn Iommi)
  • "Virgin Tea" (anvet ivez "Cherry"), Steal This Album B-Side
  • "Blue" (demo)
  • "Mushroom Cult", gant "Dog Fashion Disco"
  • "Honey" (Demo)
  • "Dam"
  • "Snowblind", kanaouenn adkemeret gourc'hemmenel da Black Sabbath, embannet war ar single Lonely day e embannadur digipak
  • "Everytime" (demo a-orin "BOOM !")

Kanaouenn adkemeret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strollad a adkemer alies kanaouennoù eus strolladoù liesseurt en o sonadegoù, da skouer:

  • "La Isla Bonita" (Madonna)
  • "Goodbye Blue Sky" (Pink Floyd)
  • "Sultans of Swing" (Dire Straits)
  • "Im Nazelis" (Paul Baghdadlian)
  • "Julieta" (Harout Pamboukjian)
  • "When the smoke is going down" (Scorpions)
  • "Lemon song" (Led Zeppelin)
  • "Snowblind" (Black Sabbath)
  • "The Metro" (Berlin)

Lavaret e vez alies ez eo "Legend of Zelda" ur ganaouenn eus ar strollad dre ma'z eo tost mouezh ar c'haner da hini Serj Tankian, met e gwirionez ez eo Joe Pleiman zo o kanañ.

Ar ganaouenn "Feel Good" n'eo ket eus "System Of A Down" e gwirionez met eus ar strollad "(hed)p.e." war ar bladenn Broke, gant sikour Serj Tankian ha Morgan (Kanerez ar strollad Kittie).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy