Mont d’an endalc’had

Taino

Eus Wikipedia
Ar bobl Taino en inizi ar Mor Karib e dibenn ar XVvet kantved, pan erruas ar Spagnoled. En gwer, ar broioù poblet gant ar Garibed, pobl arawakek evelti, hogen feulsoc'h.
Ur gêriadenn eus ar bobl Taino adsavet e Cuba.

Taino, pe taíno (hervez ar skritur spagnolek) eo anv an henvroidi a veve en inizi ar Mor Karib (Bahamas, Antilhez Brasañ, hag hanternoz Antilhez Bihanañ) en amzer ma tegouezhas Kristof Koulm gant e listri e 1492.

Krediñ a reer e oa kar ar bobl Taino da Arawaked Kreisteizamerika. Kar eo o yezh d'ar familh maipureek a en em astenn adal Kreisteizamerika betek inizi ar Mor Karib

Pan erruas Kristof Koulm e oa pemp rouantelezh taíno en Hispaniola (Haiti hiziv ha Republik Dominikan), hag ur roue, pe cacique (pe kasik) hag a rene e pep hini, hag a veze paeet an truajoù dezhañ. Ar gasiked o deveze gwir da zougen bravigoù aour anvet guani, a veve e tier karrezek anvet bohíos e-lec'h ar re grenn evel ar bobl, a goazeze war skebell koad dirak o c'houviidi. Betek 3000 den a oa o c'hom er c'hêriadennoù brasañ.

Ar bobl taino a oa amezek d'ar bobl Karib, a oa feuls ha kriz, deuet eus Kreisteizamerika ha diazezet en Antilhez Bihanañ. Meur a studienn zo bet savet diwar-benn an darempredoù etre an div bobl.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy