Mont d’an endalc’had

Theodor Heuss

Eus Wikipedia
Theodor Heuss e 1953

Theodor Heuss a oa ur politiker alaman hag a voe kentañ prezidant [[Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990)|Republik Kevreadel Alamagn]] etre 1949 ha 1959. Ganet e voe e 1884 e Brackenheim ha mervel a reas e 1963 e Stuttgart. Ezel e oa Theodor Heuss eus ar gostezenn Freie Demokratische Partei (FDP).

Studiañ a reas ekonomiezh, Istor, prederouriezh, politikerezh hag istor an arzoù e München hag e Berlin. Goude e studioù e labouras evel kazetenner. E 1908 e timezas e Strasbourg ant Emily Knapp. Dilennet e voe e Berlin-Schöneberg e 1919. Da vare Republik Weimar, etre 1924 ha 1928 hag etre 1930 ha 1933 e voe dilennet da gannad er Reichstag, en anv an Deutsche Demokratische Parte (DDP). Da vare an Trede Reich e rankas paouez un tamm gant ar politikerezh : e miz Gouere 1933 e voe tennet e sez er Reichstag digantañ. Daoust ma chomas e darempred gant ur rouedad tud eus e gostezenn, ne savas ket a-enep ar renad en un doare oberiant.

Ur sez a dapas e Landtag Württemberg-Baden goude ar brezel, etre 1945 ha 1949. E 1948 e teuas da vezañ prezidant ar gostezenn FDP nevez-savet. E 1948/1949 e voe kannad er Parlamentarischer Rat (bodadenn vonreizhañ) ha kemer a reas perzh el labour da sevel bonreizh Kornaoueg Alamagn.

Eus 1949 betek 1959 e voe prezidant kentañ Republik Kevreadel Alamagn. Labourat a rae e Kastell Bellevue (annez prezidanted Alamagn), e Berlin, met tremen a rae muioc'h a amzer er genkiz Hammerschmidt e Bonn.

Dont a reas Theodor Heuss a-benn da reiñ sked ha lufr da garg nevez ar prezidant kevreadel. En estrenvro e labouras evit gwellaat brud ha skeudenn Alamagn. Addilennet e voe e 1954.

Mervel a reas e Stuttgart d'an 12 a viz Kerzu 1963.

En e raok:
Prezidant Alamagn
Banniel Prezidant Republik Alamagn
19491959
War e lerc'h:
Heinrich Lübke

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy