Mont d’an endalc’had

Bleuniou a garante

Eus Wikimammenn


Bleuniou a garante


skrivet gant Filomena Kadoret


Kroaz ar Vretoned
1913-1914



Eur marvailh neve gant Koulmig Arvor
————
BLEUNIOU A GARANTE
————


— « Ac’hanta, Jobig, pelec’h ec’h êz ken laouen ?… D’ar c’hoad adarre, kuita ? da glask bleuniou ha mouar du ? »

Jobig a respontas dre eur mousc’hoarz kalonek, hag, en eur c’houitellat eun ton d’ezan e-unan, e kendalc’has gant e hent.

— « Paour kêz Jobig, eme ar pôtr yaouank a gomze outan ! Doue a ro konfort ha plijadur da bep-hini herve e damm skiant, war an douar-man. »

Jobig ar C’hoajou, — eul leshano savet d’ezan — a oa eur paour kêz diot, mevel en eur vereri eus ar Gêr-Wenn. Izel a spered aboue e vugaleach, en devoa bet ar gwall-eur da goll abred e dad hag e vamm, paourien gêz, met tud a boan ha tud a feson. Prest goude maro ar re-man, ar c’hoz lochig banal a zervije d’eze da di a goueas en e boull, hag an emzivad en em gavas war an hent bras, hep goudor, hep souten, na siouaz, spered a-walc’h da c’honit e damm bara.

Eun tiegez kristen eus ar geriaden a gemeras true outan. — « Ba ! eme Yann Vras d’e bried, eur genou ouzpen e-touez kemend-all, petra eo ze ? Ar pôtrig a zavo tamm-ha-tamm da heul hon re ; ne zantfomp ket hen digas hag eun ober mat hon devo grêt, ma vefomp digollet dioutan gant Doue. »

Ha dor an ti trugarezus a digoras frank dirak an emzivad. Gwechall e oa stank en hon Breiz ar c’halonou aour-ze. Doue d’o miret hirie c’hoaz, niverus en hon bro ! Tenna a reont d’ezi eurvad ha bennoz.

Ar pôtrig a greskas, ar c’hrennard a deuas da vean pôtr yaouank. Met e spered ne zigore tamm ebet. Diês e vije, avat, kaout gwelloc’h kalon evitan. Miret ar zaoud ha diwall bugale vihan e vadoberourien a oa bet e vicher a viskoaz, hag eur vamm dener n’he dije bet evit ar re-man muioc’h a evez na brasoc’h karante. Gant se, laouen dalc’h-mat, Jobig en devoa goneet grad-vat an holl, an ti a zeblante goullo pa ne veze ket er gêr.

An amezeien a lavare alïes da Yann-Vras e oa sot o viret war e choug eun den na rae d’ean, koulz laret, labour ebet. Yann ne responte ket dalc’h-mat, met e zonj en devoa.

Penôs, kas Jobig er-maez e di ? Biken avat ! An tiegez ne vije ket ar memes hini ! Ne oa ket prest !

Hag ar bloaveziou a dremene, skanv ha laouen, evit ar paour kêz diskiant, evurusoc’h marteze en e stad evit ar speredeka eus ar bed. Evit gwir, eun den iskis e oa Jobig. Bep sul ha d’ar pemde, e veze gwelet, eur banerig vroen ouz e vrec’h, o treuzi ar geriaden hag о kemer gwennojen ar c’hoad bras a oa a goste da gêr. Ac’hane e teue d’ean e hano, hag eno gant al lapoused e veze en e blijadur.

Doue, ma ’n devoa serret outan levriou skiantek an dud, a dispake sklêr dirakan an tenzoriou kuzet e levr kaer ar Grouadelez. Gwelet e veze o chom eurveziou penn da benn, azeet war ar man ouz troad eur ween pe harpet ouz eur garreg, da zelaou richan eun evnig, da zellet ouz eur wazig o ruilhal war ar bili aour e-mesk ar bleuniou.

Eun devez, daou alïes zoken, e chome evel-se da redek ar c’hoadou, ha ne distroe nemet leun e baner a vouar, a graon, a lus du, a roe ’hed an hent d’ar vugale. Kement-se holl en devoa goneet d’ean karante tud vat ar Gêr-Wenn. Er goueliou, er beilhadegou, er prejou, Jobig a oa klasket ha prizet evel ar re-all.

An dud yaouank, evit farsal, a c’houlenne outan a-wechou : « Ha te, Jobig, n’ez teus ket choazet mestrez ebet evit c’hoaz ? Poent eo d’it sonjal, pôtr ! Allo, gwelomp hag hen ez teus lagad ! »

Jobig ne responte ket, met e zonj en devoa, evel ma ’c’h êt da glevet.

Koanta plac’h yaouank ar Gêr-Wenn e oa Janig ar Mignon. An holl bôtred yaouank a rae d’ezi sellou flour rak, ouspenn ma oa plac’h faro ha plac’h fur e oa eur benherez vat. He zud a zalc’he eur vereri d’ê o-unan ; ne chome gante bugel ebet nemet Janig, hag e veze laret en devoa ar Mignon koz eur yalc’hadig vrao a arc’hant.

Ar c’halanted a verve eta en-dro d’ar plac’h yaouank, met houman ne daleas ket d’ober he choaz. Perig ar Barz e oa hano ar c’hoantiz evurus-se, ha, red eo laret ar wirione, dellezek e oant an eil ouz egile.

Perig a oa labourer-douar evel e dud ma veve gante. Diês e vije kavet pôtr yaouank gwelloc’h savet na reizetoc’h evitan. Eur garante vras a skoulmas hepdale kalon an dud yaouank, hag, er vro tro-dro, e ouie an holl e oant prometet. Bale a raent a-gevret foariou ha pardoniou. A-hend-all, pa veze falc’hadeg, dornadeg pe labouriou all e ti ar Mignon koz, Perig a veze klasket da gas ar penn. Kement-man a roe tu d’ar yaouankizou all da dabutal anean ha da c’houlen :

— « Ac’hanta, Perig, pegoulz e vo an eured ? Ro eun tamm c’hoari gaer d’imp eun dro bennak. Skuiz omp o c’hortoz ! »

Per hag e zousig ne c’houlennent ket gwell, met ar re goz ne oant ket c’hoaz tuet mat a-walc’h.

— « Kemeret hoc’h amzer, bugale, a lare tad Janig ; an traou n’int ket c’hoaz reizet d’am sonj… Pelec’h ec’h efet an de war-lerc’h ? »

— « O ! duman a zo plas a-walc’h, a responte Per, ha ma zud ne glaskont ket gwell evit kaout Janig en o zi. »

— « Aman n’eo ket labour na frankiz a vank ive, eme Janig ; êsoc’h e vije d’ec’h, ma zad, pa vije Per o terc’hel penn ganec’h. »

— « Ta, ta, ta, eme an tad ; da bep evn e neiz ; tiegez koz ha tiegez neve n’int ket grêt da vont asamblez ; daou den dimezet o deus ezomm eul loch. Breman, n’eus mereri ebet da feurmi dre aman, met, eus an eil de d’an all, e c’hell digoueout. Silaouet ali ho tad, bugale, n'ho pezo ket a geun. »

Hag an dud yaouank a blege.

Eur beurevez, en eur digeri prenestr he c’hambrig, Janig a gavas warnezi eun torkad bleuniou koant, goloet a c’hliz ha neve-guntuilhet. Chom a reas souezet. Daoust piou en devoa digaset ar boked-ze eno ? Eur pôtr yaouank, a dra sur, rak laket e oa bet epad an noz… Perig ? — Ne grede ket, re gustum e oant an eil ouz egile ’vit laret en dije grêt c’hoariou evel-ze, pa ne oa ket he gouel… Piou a-hend-all, eta ? Ha Janig gant ar bleuniou da gambr he mamm. Houman ne oa ket sklerijennetoc’h evit he merc’h. Eur garante guzet a oa er boked-ze, met daoust e pe galon e oa diwanet ?… Fanch ar Merer ? — Hennez a oa pinvidik… Laouig ar Rouz ? Kaner ha danser evel ne oa ket !… Pe c’hoaz Herri ar Garreg, a zelle ouz Janig aboue pell zo en eur huanadi ?… Unan bennak a oa, a dra zur, mes piou ?

Kaset e voe kelou da Berig. Heman kentan ’reas e oa en em dizamm ; n’eo ket hen a oa ar perc’hen. Klask a reas evel ar re all, mes hep muioc’h a chans. Pôtr e vleuniou karantezus a chome dianav.

Eiz de a dremenas, hag, eur beurevez, setu eur boked all War brenestr Janig, brasoc’h ha kaeroc’h c’hoaz evit ar c’hentan !

— « Nom d’am pesked ! eme Berig, en eur gravignat koste e benn, setu aze eun hinkin avat ! A dôliou bleun ec’h a heman d’ei ! »

— « Pelec’h kavet feson dudiusoc’h, eme Janig en eur vousc’hoarzin ? Hep mar, e garantez a zo ken gwerc’h, ken flour hag e vleuniou. »

— « Diwall na dremenfe ken prim hag i, eme Berig… Met, kuit a farsou, me ’zo krog da vean nec’het. »

— « Pesort kôjou, eme ar plac’h yaouank ! Ken nebeut a fizians a teus en ez Janig ?… Met, memes tra, fentus eo, han ! »

— « Fentus ken na rankan goût piou eo ! Nag e renkfen tremen pemzek de hep mont em gwele. »

E-pad eiz de ec’h evesaas. Krog e oa da skuiza, — ne oa ket hep abeg, — pa welas, eur zulvez vintin, ’rôk an de, Jobig, ya, Jobig ar C’hoajou, ’n eur distrei eus ar c’hoad, o tostaat sioulik da brenestr ar plac’h koant hag o lakat goustadig eur boked glizennet er memes lec’h gant an daou all.

Perig a dirollas da c’hoarzin : — « Hola ! hola ! eur gwall enebour am eus tapet aze. Ne grenen ket hep rezon ! n’eus forz, ’c’h an d’ober eur c’housk breman… A, Jobig ! Janig, avat, a zo o vont da c’hoarzin. »

Hag, an de war-lerc’h ar beure, ar pôtr a gemere gwenojen ti e zousig. — E oa houman o lakat ar bleuniou en eur werennad dour sklêr, he mamm en he c’hichen.

— « Eur boked adarre, emei kerkent ha ma welas he mignon ! »

— « Adarre ! eme heman. O, Janig, stad a zo ennout gant da vleuniou, met muioc’h a vo c’hoaz pa anavei o ferc’hen. »

— « Penôs ? te ’oar piou eo ? Komz prim ’ta, Perig ! »

— « Klask c’hoaz, eme ar paotr o vousc’hoarzin. »

— « Kleuzet a-walc’h em eus ma fenn evel-ze. ’N hano Doue dinec’h ac’hanon. »

— « Jobig ar C’hoajou, dimezell Janig eo ar c’hoanteg ijinus-se ! »

— « Jobig ar C’hoajou, eme ar plac’h yaouank o tiroll da c’hoarzin. Arsa, ma Doue ’velkent, hag e kav d’ec’h eo dre garantez ? »

— « Dre garante ?… Ya, sur end-eün ! Mar tije gwelet gant pebez evez e renke e vleuniou ha pebez sell a daolas, a-raok kuitaat, war ar prenestrig serret ! »

— « Paour kêz Jobig ! emei. Biken n’am bije sonjet ! »

— « Perak ’ta, Janig, eme ar vamm, ne vefe ket gouest kalon ar paour kêz-se da c’houzanv evel ar re all ? Na ret ket a wap, bugale ; pec’hed e vije. An hunvre-ze, a dra sur, a zo prederiet gant hennez aboue pell zo. Met, d’am sonj avat, digemer e vleuniou a zo rei tu d’ezan da genderc’hel. Mar gret diouzin, e vo lezet ar boked war ar prenestr. Pa gavo anean sec’het en e blas, marteze ec’h intento. »

— « Ma, avat, eme Berig ; kement-se n’eo ket ma sonj-me. An inosant paour en deus, a dra sur, eur blijadur vras o tastum ar bleuniou-man da Janig ; chom hep o degemeret a vefe ober d’ezan re a boan galon. »

— « Abred pe diwezat e ranko gouzout ! »

— « Marteze ’benn neuze en devo chenjet sonj. »

Hag ar merc’hed a yeas da demzi ’n em wiska evit an oferen-bred, tra ma tistroe Perig d’ar gêr d’ober kemend-all. Ya, met ar fent a oa re vras. Da gentan mignon a gavas war e hent, ar pôtr yaouank a displegas an neventi. Ar brud a redas buhan hag, ’benn an noz, ne oa kont er gêriaden nemet eus karante Jobig.

— « Diwall, Perig, eme unan ; eur gwall-vlei ac’h eus aze. »

— « Kê da zerri bleuniou, eme eun all ; anez ez out paket. »

Jobig ive, e c’hellet kredi, ne oa ket espernet.

— « Petra hon deus klevet, Jobig ? Ez out o vont da zimezi, ha d’eur goanten, me ’gomz d’it ! Ar vravan eus ar vro ! Eur mestr out da choaz ! »

Jobig ne responte ket alïes, met c’hoarzin a rê kalonek, hag an holl gomzou-ze en em garane don en e benn. Koulz pe goulz eus an de, e kave tu da vont d’ar c’hoad da guntuilh eur boked d’e zousig, n’en devoa nemet an doare dudius-se da ziskulh d’ezi e garante.

Siouaz ! hunvreou aour ar paour kêz Job a oa war var da vezan bruzunet.

Eur beurevez, Per a erruas en eur redek e ti e durzunel.

— « Eur c’helou mat, Janig kêz, emezan ! Intanvez an Duïg a zilez he mereri hag « ar C’hoadig » a zo da feurmi. Petra ’larez ? Daoust ha ne blijfe ket an neizig-ze d’it ? » —

Ar C’hoadig a oa eur vereri vihan war-bouez eur c’hart leo diouz ar Gêr-Wenn. Eur gwir neizig, evel ma lavare Per. An ti glas, savet en eul lïorzig kelc’hiet a spern-gwenn, hanter-guzet e-touez ar c’hoajou bodennek.

— « Ar C’hoadig ! eme Janig o tridal ! Penôs ne blijfe ket eul lec’h ken koant d’in ? Biken n’em bije hunvreet kenkoulz-all ! » —

Galvet e voe an tad hag ar vamm.

« — N’hellec’h koueza gwelloc’h, bugale ger, eme an tad, en eur frota e zaouarn. Laret mat a raen d’ec’h gortoz ! Pegoulz eman difeurm ar vereri ? »

— « ’Benn Gouel Mikêl kentan, da laret eo, ’benn eur miz hanter. »

— « Allo, allo ! an traou en-dro neuze ! Gra feurm pa gari, ha bec’h d’an embannou ! »

Ne oa ket ezomm da laret diou wech. ’Benn ar zun war-lerc’h, an aotrou person a dezrevelle d’e barouzianiz e oa deut ar c’houlz da zielli an intent a dlie unani daou diegez gwella ar barouz.

— « Daou den a zoare, eme an dud etreze o tont eus an oferen ; tud yaouank fur ha tud en o êz, rak, mar ’n eus ar Mignon koz eur vinorez vat, mab ar Barz n’eo ket gant netra ive. »

— « Eun unaniez treset mat !… Hag ar C’hoadig o deus feurmet, war a glevan. »

— « O ya, eme eun all gwariziusoc’h, ar re binvik a gav bepred tu d’en em zibab. »

— « Petra ’fell d’it, ma fôtr kêz ? Evel-se ’man bet kont a viskoaz hag e vo da viken. »

— « Ha Jobig, ma Doue, eme eun all, Jobig ar C’hoajou, penôs e ray ? »

— « Kalonad sur en devo, ar paour kêz pôtr. Met bah ! ankouaz a ray buhan. »

Hag an teodou a gerze, lod war an tu mat, lod war an tu fall. Kement-se avat, a leze dinec’h Per ha Janig ; holl d’o evurusted, hon mignoned ne oant trubuilhet tamm ebet gant lavariou an dud.

Koulskoude, an daou diegez a demze pep tra evit an eured, a dlee dastum tremen daou c’hant a gerent hag a vignoned en-dro d’ar priejou yaouank. War gezeg e vije an traou hag holl dud ar geriaden hag an amezeien tro-dro a oa pedet, ha ne oa ken kaoz etre an dud yaouank.

— « Kerc’het mat eo da jao, Loeiz, eme Bipi ? »

— « Dec’h da noz em boa kresket e loden, eme heman ; ha da hini ? »

— « Fe, krog oun gantan ive. Aze ’vo bec’h, pôtr ! Diou rubanen oc’h antren er vourc’h. »

— « Hag eur maout en distro ! »

— « Eur maout, saperdie ! Pelec’h e vo ar chach ? »

— « Tro-war-dro da bark ar gestenen, ’m eus aon. »

— « Hola vat, eur park a bemp devez arat, ha sao en eun tu… »

— « Ya, eun tamm sao a zo er penn-man, met, a-hend-all, evel eun tôl-boull. »

— « Bec’h a vo, sur end-eün. »

Ha pep hini a zonje : « Gwelet e vo ! Mar gallan, n'eo ket eun all a vo trec’h. »

Latenn ar merc’hed n'oant ket stag ive, a hallet kredi.

— « Allo, Mari ! Prest eo da zilhad neve ? »

— « N’int ket start da bresta, Loiza ger ; n’em bo netra nemet eur c’houzougen neve hag eur botou ler. Ha te ? »

— « Me netra a-grenn ! ’Teus ket sonj em boa bet eur gwiskamant penn-da-benn evit pardon ar Werc’hez, pa oamp hanvet hon-diou gant ar baniel bras ? »

— « A ! eo ; sonj am eus… eun droc’hanten e oas an de-se. »

— « Ya, merc’h paour, met dimerc’her ne vefomp netra. Klevet ’teus pe sort dilhad he deus bet Soazig an ti-all ? »

— « ’M eus ket. »

— « O plac’h kêz, me ’m boa o gwelet an de-all e ti ar gemenerez : merinos-doubl eus ar c’haeran, taer regennad voulouz war he broz, hag eun davanjer sei-roz gant dantelez gwenn tro-war-dro ! »

— « Chezus ! Ken pinvik-se eo re an ti all ? »

— « Pinvik !… Ya da, moged kuit a dan !… Met n’ouveez ket eman о klask tapout eur minor mat bennak ? »

— « Hola vat ! C’hoari gaer a vo en eured Janig. »

— « Ya, me ’gred ! Piou eo da zanser evit tro ar boked ? »

— « N’ouvean ket… Yann Mari, moarvat, eme Vari en eur ruia eun tammig. »

— « A, ya ! da hini ’vel just… Chezus ! me ’zo disonj. »

— « Ha te ? »

— « Ha me ’oar ? Jilez a zo adarre klask frot ouzin ; n’on ket evit en em dizober diouz hennez. Met, fe d’am daoula, dans ar boked ne rin ket gantan, sur mat. Mar gallan kravan war Laouig, an danser ! »

— « A, eno e vo brao ar bed ganez, eme Vari, en eur vouz-c’hoarzin. »

An holl a ouie er geriaden e oa Loiza baour, aboue pell ’zo, о klask teurel e diner he botez ar pôtr Laouig, met heman, herve, en devoa e zonj e lec’h all.

« Kement a reer о kana nouel, ma tigoue Nedeleg », eme eul lavar koz. An de ken gortozet a zegouezas ive.

Janig a zavas laouen ar beure-ze. Prenestr he c’hambrig a oa troet war al lïorz ; ar plac’h yaouank he digoras, ha, harpet outi, en em lakas da hunvreal.

An amzer a oa klouar, ar maez a oa sioul eus sioulder divent an diskarr-amzer, ar sioulder hunvreüs-se a luskell ar galon etre al levenez hag ar velkoni, hag a ra d’ezi gouzanv ken reiz douster nerzus ar garante. An heol a zave goustadik en dremwell, e vannou aour en em zile doanius e-touez an deliou briz-velen, e taole dindane an evned o diskanou karantezusa. Pep tra a zeblante envori kaerder an devez a zave war ar gêrig, ha mousc’hoarzin d’ar plac’h yaouank, a chome sebezet dirak ar mintin lugernus-se, mintin diwean he yaouankiz, henvel a-walc’h ouz stad he c’halon…

Hag he buhez tremenet a dremenas en eun taol dirak he daoulagad. Dudi, evurusted, bleuniou, setu ar pez he doa kavet war he hent ! Doue a roas d’ezi eun tad hag eur vamm eus ar gwella, a zeskas d’ezi abred kerzet war hent ar furnez, hent an evurusted glan a gaver o poania seder ha laouen en frankiz ar maeziou. He c’halon en em stagas ouz eur stad-vuhe ken kaer. Bevan evel he zud, e-kreiz he bro, gant eur c’hristen hag eur gwir-vreizad evelti, setu hunvre he c’halon, hag, evel pa vije o tiarbenn he c’hoantegeziou, Doue a lakeas hepdale war he hent ar mignon a glaske. Deut e oa an de da zeveni an hunvre, deut e oa an de a dlee hec’h unani d’an hini a gare muioc’h egeti hec’h-unan. Eur vuhez all a yê da zigeri eviti, pounneroc’h, trubuilhusoc’h marteze ha, koulskoude… daoust ha ne vije ket brao bevan e goudor eur garante virvidik diazezet war doujans Doue ?

— « Ma Doue, trugare, eme ar plac’h yaouank ! » Ha daerou a c’hlebias he diouchod, daerou a levenez mesket a dristidigez, rak an de-se he rente ken evurus, he diframme digant he zud vat. He galon a ’n em zerre о sonjal en glac’har mut a lenne bemde e daoulagad he mamm, о sonjal en he zad, a chome hep eur bugel da harpa e gozni.

Mouez skiltr ar biniou о sevel er pellder ha dor ar gambr о tigeri a dennas anezi eus he hunvreou.

— « Savet out, Janig ?… Penôs, gouela a rez ! » —

Ar plac’h yaouank, hep respont, en em daolas etre diouvrec’h he mamm. Eur pennad e veskjont о daerou.

— « Allo, sec’h an daerou-se, eme ar vamm da genta : an de-man a zo eun devez kaer evidomp, ne fell ket e denvalaat gant an disteran koumoulen a dristidigez. »

— « Mamm,… ho kuitaat ! »

— « Em c’hichen e chomi : bemdez en em welfomp. Hon merc’h ne vo ket kollet, hag eur mab hon eus ouspenn ! »

Hag ar vamm a vousc’hoarze evit mouga an daerou a garge he daoulagad.

— « Sell, emei a-benn eur pennadig, pegen kaer eo an amzer ! Daoust ha gouela a c’hallez pa gan an evned ken koant ha ken lirzin ?… О la ! piou a zo du-hont war ar c’hleun en tu all d'al lïorz ? »

— « Piou ? eme Janig, ?… Jobig avat, mamm gêz. Ya, ya, hen eo ! Daoust petra a ra aze ? »

An diskiant a oa dindan eur bod kelve, troet ’trezek ar prenestr. Eur bod glazur a oa en e zorn. Sonjal a reas dont betek an ti,… ha, souden, evel pa n’en dije ken gwir da dostaat, ec’h astennas e vrec’h evel da ginnig ar boked, ha, goude bezan graet eur zell diwean, e tec’has kuit en eur redek.

— « Ar paour kêz, eme Janig ! True am eus outan. »


An eured


Traonienn ha meneiou a dregerne laouen, ar beure-ze, gant moueziou sklintin bombard ha biniou o son toniou eured. War dreujou o zier, tud ar vourc’h a c’hortoze aboue eun eur ’zo ; ’hed an hent bras, ar c’hleuniou a oa goloet a dud, ha, dre an henchou a gase d’ar Gêr-Wenn, tud an eured, war gezeg, en gweturiou, a dostae laouen ha fichet-kaer.

Perig a oa degoueet, eur pennad a oa, gant e vazvalan hag e bôtr-enor. E wetur, livet e fresk, a lugerne dindan an heol, hag e gazeg velen, rubaniet he fenn, a dride gant hast e toull an nor. Ar goulennou o devoa bet lec’h, flemmus eus an eil tu hag egile, met gant tu ar pôtr e teuas an trec’h.

Nao eur a zonas. Ar wreg yaouank, daerou en he daoulagad, a vriatas he zud karet ha, goude bezan taolet eur zell diwean war neizig karet he yaouankiz, a bignas e gwetur he zad. Hi eo a dlee kas ar penn, ha Perig, gant e vamm, a gloze ar vandenn.

Ar zonerien a ganas ton ar c’henavo hag ar c’hezeg d’an daoulamm ru a gemeras hent ar vourc’h.

’Hed an hent ar zellerien a hete d’eze chans, eurvad ha plijadur, hag ar c’hezeg a gerze bepred. Setu ar vourc’h du-hont a-hed gwel ! Aman ar pôtr-enor a lez kezeg ar rubanou hag, ouz son ar biniou, an eured a erru er vourc’hig. Prestik eo diskennet an holl, ha Janig, harpet war vrec’h he zad, a gemer hent an iliz, ouz son laouen ar c’hleier.

— « Oh, oh ! eme ar c’homerezed ; troc’h a zo gant ar Mignon koz hirie. Sellet penaos e rod ! »

— « Ma fe, eme eur c’homper lagadet-mat, abeg en deus. Janig-se a zo eur ganfanten spontus ! »

— « Eur paradur dellezek he deus kavet ! Perig ar Barz a zo eur pôtr evel ez eus nebeut dre aman. »

Hag ar c’hlakennou a gerze adarre.

Koulskoude, an iliz vihan en em garge. Leun-chouk e oa gant tud an eured, ken leun ma rankas, siouaz d’ê ! ar c’homerezed chom er-maez…

Daoulinet ouz an daol santel, dirak ar beleg hag a roas d’eze ar vadeiant. Per ha Janig a roe o gir da vean feal an eil d’egile betek ar maro.

Daerou a deneridigez a ruilhe war dioujod ar gerent, ha kalon ar priejou-yaouank a oa leuniet a evurusted. En-dro d’ê, kerent ha mignoned a bede Doue evite. En o c’halon gras Doue a rene : en de a-raok e oant bet o-daou o taoulina ouz an daol sakr. Jezuz a oa pedet d’an eured hag hen a vije da viken siel o c’harante !

An iliz koz, iliz o badeiant hag o fask kenta, he devoa gwisket evit o eured he gwiskamant ar goueliou bras. Ar c’hleier a vralle hep ehan hag ar « Veni creator », ar « Magnificat » a zave nerzus d'an nenvou, heuilhet gant son ar c’horn bras ha gant mouez ar zakrist koz, pedet ive d’an eured, hag a chache warni a-bouez frega e c’henou.

An oferen a echuas, hag an daou zen yaouank a deuas er-maez. Ar zonerien, deut d’o gortoz da doull ar vered, a grogas adarre da zon. Hag ar zellou a zo paret warne ! Met ive, pegen koant eo Janig, gant he c’holierig gwenn, he c’hoef brodet lakaet ken dereat war he bleo melen frizet ! pegen ouesk Perig gant e chupen danve, e dog bleo-go du-fin hag e vruched wenn digor !

— « Pell 'zo ne oa bet gwelet tud-eured ken dereat dre aman, eme an holl en eur vouez. Gant se fur ha nerzus. Galvet int, a dra zur, d’ober menaj vad. »

Ar bôtred yaouank, gwintet ’benn neuze war o c’hezeg, a oa dastumet war ar blasenn. Loeiz ha Pipi a bourmene o re e-touez an dud evit diskouez ar rubanou marellet staget ouz o fennou. Gante e oa deut an traou !

Hag an eured a guita ar vourc’h. Perig, e wreg yaouank en e gichen, a gas ar penn ar wech-man. Hag e seblant lorc’hus hag evurus o toucha d'e gazeg « Koantig », a ziskouez, savet he fenn, kompren eman ar renk a enor d’ezi en de-se.

Hanter-hent, an holl a ranko dale da dibri eun tamm bara gwiniz hag aman gant eur werennad jistr, digaset d’o diarbenn gant tud al labour, ha, goude, da « Bark ar Gestenenn » da welet ar c’hrog bras.

Ar c’hrog bras !… ya, evit ar bôtred, met ar merc’hed, a-boan erru er Gêr-Wenn, en em dastum war al leur-gêr, hast d’eze da welet soner ha danser o tegoueout.

— Hola, merc’hed kez, n’oc’h ket arru eno c’hoaz ! Du-ze, e park ar chach, pôtred ar c’hezeg a zo oc’h en em dagan. Ar maout a zo torchet gant an hini a zonjet an nebeutan, gant Erwanig ar Mest… Et d’en em lipat breman gant tud evel-se !

Loeiz ha Pipi a zo chomet batet.

— « Hag hen a lare d’in ne fizie ket lezel e hini war ar rubanou. »

— « Sell aze eun hinkin. »

Met ar biniou a c’halv an dud evit « dans ar boked ». Per ha Janig a c’hortoz war al leur-gêr. N'eus ket amzer da chom da chikanat. Ar bôtred prim-ha-prim a chench o dilhad hag a dibab o danserezed.

Aman eman ar gwasan krog evit ar re-man. Daoust ha kerzet a ray an traou d’o sonj ? Kalz a welas o mennad o tont da wir, met lod all, siouaz ! a rankas ober sellou du. Evel-se, Louiza baour a chomas he genou ganti war c’houec’h eur, o welout Laouig, an danser, o rei, en eur vousc’hoarzin, e viz bihan da Zoazig an davanjer roz, tra ma rankas-hi, — ya brao a-walc’h, pe chom er-maez ! — kouean adarre gant he Jilez, en em gave bepred en he c’hichen, kaer he devoa trei diwarnan.

Koulskoude, lanchen ar zonerien a gerze skanv. A-benn eur pennadig o soniou laouen a ziroufennas pep tal hag a rentas an holl ken laouen hag an heol a bare skedus war ar gwiskamanchou lugernus.

Souden, eur voulig douar a faoutas an êr hag a deuas, ’n eur dremen ’us da benn an dud eured, d'en em vruzuna e-kreiz an dro-zans. An holl a chomas a-sav.

— « Piou en deus graet an taol-ze ? »

— « Sell unan o tec’hel du-ze d'ar red ! Sellet ’ta ! »

— « Jobig ar C’hoajou ! eme an holl en eur vouez. Bleuniou a zo gantan. »

Jobig e oa, e gwirionez. Kuzet ’dreg ar c’hleun, e selle ouz an ebad. Eun tamm kounnar a verve en e galon, ken dizrouk peurvuian hag, evel ma tremene Janig hag he den ez-eün d’ezan, e krogas en eur vouden douar hag e taolas anei war-zu enne. Neuze, ’vel mezek ouz e daol, e kemeras d’ar pevarlamm gwenojenn e goajou.

— « Ne oa ket pedet marteze, eme unan ? »

— « Eo, eo, eme Janig, met n'eo ket deut, war a welan. »

Koulskoude, an eured a gendalc’he bepred. Epad daou devez leun, an dans, ar c’han, ar baleadennou en em eilas e-kreiz ar vrasa plijadur. Biskoaz ne voe gwelet eured ken kaer, ken reizet hag hini Janig ar Mignon. Siouaz, tremen a ra pep tra war an douar-man. Tamm-ha-tamm brud an eured a davas, ha ’benn eiz de goude Per hag e zousig a oa er C’hoadig o tigeri o ziegez.


An tiegez neve


Nag a c’hlac’har he devoa bet ar paour kêz Janig o kuitaat evit mad, an ti tadel, a vire e pep korn anezan kement a envoriou ker d’he c’halon !

Ne oa ket bet pell, koulskoude, evit trec’hi ar barr-anken-se, ha kennerzet gant he c’harante, en em roas kalonek d’an dleadou a c’houlen diganti he micher a benn-tiegez.

— Bezit piz, onest ha labourus, a lavaras d'ezi ar re goz, hag en em dennfet mat, gant gras Doue. —

An dud yaouank a zentas ouz an aliou-ze. « Ar C’hoadig », bet dilezet e-pad pell amzer, a oa kalz a welladenn d’ober warnezan. Perig hen gwelas hag a dennas gounid a gement-se. Janig, diouz he zu, ne gaze ket al labour. Poanial a raent ’hed an devez, pep hini eus e du, ha goude, azezet war an oaled ledan, nag e kavent berr nozveziou hir ar goanv, gant mignoned vat deut da ober gante eur c’hornad butun, pe aliesoc’h o-daou o tiviz diwar-benn trubuilh ha levenez an de tremenet, labour an de war-lerc’h, spi an amzer-da-zont, troiou an amzer gwechall.

— « Ha Jobig ? eme Ber a-wechou, ’teus ket gwelet anezan pell-zo ? »

— « Nan, eme Janig. Pa wel ac’hanoun o tostaat, e pleg e benn hag e tro kein. »

— « Eur wech bennak em eus gwelet anezan o tremen dirak an ti, ha, bep gwech, e tro e benn d’an tu-all. »

— « Paour kêz paotr, eme Janig. »

— « Ah, ma flac’h kêz, ’benn an hanv e ranki tremen hep bleuniou. Aze out tapet ! »

Hag an dud yaouank a c’hoarze.

Met Jobig, petra oa deut da veza ?… Ar paour kêz ne oa ken ar memes hini. Hen, ken laouen, ken c’hoarzus diagent, a oa deut da veza tenval, rok ha dizeblant. Ne gomze ouz den. Ar goanv, a harze outan da vont d’ar c’hoad, hen dalc’he prizoniet er gêr alïes en e wele. Yann-Vras hag e dud a oa krog da vezan nec’het gantan.

— « Mar ne deu ket gwasoc’h da chench, eme ar vamm ? »

— « N’ouvean ket, eme Yann. Red eo laret e oa e zonj gant Janig, ’vel p’en dije e skiant-vat. »

Hag an neve-amzer a deuas. Ar c’hoajou en em wiskas a c’hlazur, ar spern-gwenn a vleunias, ar maez en em c’holoas a gân hag a c’houez-vat, hag ar « C’hoadig » a zeuas da vezan eur gwir neizig a zudi.

Ar priejou yaouank a gare an neizig-se ha n'hen kuitaent nemeur. D’ar zul, d'an oferen ha d’ar gousperou ! Goude, da welet an tadou ha mammou, o gortoze gant kement a brez, ha d'ar gêr adarre ! Eno e oa o buhe hag o holl evurusted.

— Graet e oant an eil evit egile, — a lavare an dud, hag ar re a dremene ebiou d’ar « C’hoadig » a zelle outan evel ouz eur baradoz bihan.

Nag a zouster a zo kuzet e buhe eun tiegez kristen ! Pegen foll, eta, ar re a dremen o amzer, bep sul, bep gouel, o tismantra hag o veui an evurusted-ze en hostaleriou, er gwin-ardant milliget ! D’ar sul, d’abardaez, oc’h ober eur valeaden gant bugale ha pried, er gêr d'an noz, e-tal an oaled ledan, e-kreiz eur gurunenn a garante, pebez eurvad dibriz, pebez taolenn frealzus, disprizet, siouaz, gant kement a dadou, dianav evit ken lïes a diegez, ha ken êzet da dizout, koulskoude, koulz d’ar paour evel d’ar pinvidig !

Ken diaviz all ar re a weler bemde o tec’hel diouz o bro, da glask an evurusted a vez kinniget d’eze en draouien e-lec’h m’int ganet, e-kreiz maeziou peuc’hus o Breiz-lzel !

Janig hag he fried a anaveze ervat talvoudegez an evurusted-ze, a greskas c’hoaz evite pa deurvezas Doue, a-benn ar gouanv war-lerc’h, degas eun êlig bihan, eur mabig ar c’hoanta, da laouenaat o ziegez.

Adalek neuze n’o dije ket troket o stad gant hini ar prinz galloudusa.

— « Re evurus omp, a lare Janig. N’ouveez ket, Perig ? Me am be aon a-wejou na vefemp re… »

— « Pesort sonjou, a lavare Perig ! Doue a ro d’imp hon evurusted. Keit ha ma vefomp feal d’e lezen, e c’hallomp bezan dinec’h. »


Nerz ar bugelig a zinamded !


Eun devez hanv, ar pôtr Yannig a oa kousket en e gavel dirak an nor, e disheol ar spern-gwenn. Ar vamm a ye hag a deue dre an ti en-dro d’he labour.

Jobig a dremenas dre an hent o tont eus ar c’hoad.

Pa welas ar c’havel gant e ridochou gwenn, e chomas en e sav. Petra a dremenas en e spered ?… Digeri a reas ar gleudennig wenn a gloze ar porz ha, goude bean sellet mat en-dro d’ean, e teuas goustadik betek ar c’havel.

O klevout eun trouz bennak, Janig a deuas da doull an nor. Eun tammig aon a grogas enni o welet Job e-tal ar c’havel, met e zremm a oa ken madelezus ; seblanti a rae ken evurus, ma chomas ar vamm amguzet da zellet outan.

Jobig a oa evel semplet dirak ar bugel. A-viskoaz en devoa bet eur garante vras evit ar vugaligou, hag e blijadur a vije ober en-dro d’ê. Ar garante-ze a zeblantas dihuni en e galon ha Janig e gleve o lavaret :

— O, an êlig koant ! Toutouig, mab bihan ! Toutouig la la ! —

War an tôl, Yannig a zihunas. Neuze an diskiant a bozas war ar c’havell ar bleuniou a oa gantan hag, o trei kein, e tec’has goustadik, evel m'a oa deuet.

Pa voe distro an tad eus ar park, Janig a gontas d’ezan gant pres ar pez a oa tremenet.

An divroad


Edont o tiviz diwar-benn ze, pa glevjont kleudenn ar porz o tigeri.

— « Arru ’zo tud, eme Berig en eur zevel. Sell, eur paour eo, a gredan ; eur zac’h a zo war e gein. »

— « Digor an nor neuze, eme Janig, bepred madelezus. »

An diaveziad a deuas en ti.

— « Petra ’glasket, ma den mat, eme Ber ? »

— « Fe, eme egile, en eur zellet en-dro d'ezan dre zindan e dog ; me ’zo o klask labour dre aman. N’hallfec’h ket gopra ac’hanoun ? »

Perig a chomas eur pennad da zonjal. Ezomm, hag ezomm bras en devoa eus eur mevel. E hini a oa aet an de a-rôk d’ober e dri de warn-ugent, hag ar foenn a oa da beurzerri. Koulskoude, stumm heman ne blije ket d’ean. Gwisket-fall ha digempen, ne oa henvel nemet ouz eur reder-bro, hag e zaoulagad a oa disleal.

— « Gouzout a ret labourat douar, emean ? »

— « Penôs, eme egile ! ya, marvat. Ma micher eo hounnez. »

— « Eus a belec’h e teuet ? »

Ar pôtr a daleas eur pennad da respont. — « Eus a bell e teuan, emezan ; met bet oun c’hoaz er vro-man. »

Per a zellas ouz Janig. Houman he devoa true ouz êr truhek ar paour kêz.

— « Petra ’larez, emean goustadik ? »

— « Fe ! ’vel a gari, eme Janig. Mar karez, e kemeri anean evit eun nebeut deiziou. Truezus eo e stad. »

— « Ar gwir ’zo ganec’h ; met n’em eus ket fians ennan. »

— « Ne vo ket red e viret. »

— « Ac’hanta, eme Ber a vouez uhel, ’vit eun toullad deiou e roin labour d’ec’h, mar karet. Ret eo d’imp en em zikour. »

Ar priz a voe graet ha ’benn an de war-lerc’h, ar mevel a heuilhe Perig d’ar park.


Ar mevel neve


An traou a gerze mat a-walc’h. Ar paotr ne oa ket kaozeer, met labourat a rae. Koulskoude, ar mestr ne oa ket evit harz da zisfiout dioutan, ha gant prez e c’hortoze distro e vevel koz, eur pôtr dimezet, den a zoare, a oa gantan aboue ma oa o terc’hel tiegez.

Eiz de a dremenas. Souden e weljont eur benveg breman, eur pez dilhad goude, o vankout e-barz an tiegez. Kement-man o lezas dizeblant da genta, met tennet e voe o evez eun de bennak.

— « Ar mevel eo, eme Ber. Piou a-hend-all ? »

— « Me ’zonj eveldout, eme Janig. »

— « Petra ’rin ?… Laret d’ean ?… »

— « Gortoz eun tamm, mar gallez. Me ’m eus hogozik aon rak ar galouper-se. »

— « Ya, ha me ive ! Eun taol fall hon doa graet o rei dor digor da hennez. »

— « Ruzomp gantan pemzek de, mar gallomp. »

Met al laeronsiou a gendalc’he, seul stankoc’h ma chome al laer direbech.

— « N’eus ket da laret : red eo d’in komz, eme Berig. »

Hag eun devez, o tebri lein, e troas ar gaoz war an tu-ze. Ar mevel en em zifennas — « Penaos ! evit eul laer e vije kemeret ? » — Ha Janig a welas eur barr-kounnar o treuzi e zaoulagad fall.

An treou a chomas eno. Eun daou pe dri dervez goude, e oa karget ar paotr, beure-mat, da vont da glask bleud d’ar vilin. Kreiste, anderv, noz… ha den ne zistroe. Pa voe debret o c’hoan ha kousket ar mabig, Per ha Janig a oa deut d'azean war an treujou. Alïes e plije d’eze dont evel-se, d’an noziou hanv, d’ober eun diskuiz hag eur gôzeaden dirak toull an nor.

— « C’hanta ! eme Ber, chomet eo an hailhon-ze d’en em vezwan. N’eus ket da laret, ret e vo d’in rei e gont d’ezan. »

— « Ya ! ha laret eman red d’imp mont warc’hoaz da eured hon c’henderv, taer leo ac’hann. Me n’eo ket êzet ma spered. »

— « Red mat eo d’imp mont, avat, Janig kêz ! Int a oa bet ’n hon hini. Hon dle a zo da baean. »

— « Ya, a dra sur, eme Janig… Da vihana, ma vije deut da vamm pe ma hini da evesaat ouz Yannig, mes pegwir ec’h efont d’an eured ive. »

— « O ba ! Katell a ray ervat war e dro hag a viro an ti, ha neuze ne chomfomp nemet eun devez hanter d’an hira. »

« — Selaou ! Arru eo ar paotr. »

Arru e oa, evit gwir, bec’h d’ean o stleja e gorfad, e zaoulagad dislontret ha baouz tout. Teurel a reas e vleud, bet taolet ha distaolet meur a wej, war leuren an ti hag ; hep rannan gir, e klaskas hent e wele.

— « Ne larin netra d’ean fenos, eme Berig ; arc’hoaz e vo gwelet. »

An daou zen yaouank a chomas c’hoaz eur pennadig er-maez. Ar zerr-noz a oa dispar. An oabl, chomet alaouret war-lerc’h ar c’huz-heol, a roe liou da benn hunvreüs ar gwe uhel. En tu-all, al loar a zave evel eur rouanez. An ezen a vouskane en deliou eun diskanig ken flour, ken tener, ma chome an êstig, a-greiz e ganaouenn arc’hantet, evel zebezet d’e zelaou. C’houez ar spern-gwenn a garge al lïorzig hag ar priejou dilavar hag evurus a veske o hunvredigez gant hunvreou an noz.

— « Koantat nozvez, eme Berig ! Kaerat eo hon bro, Janig ker ! »

— « Ya, dreist-oll an draoniennig-man. N'eus ket bravoc’h er bed ! »

— « Evidomp, nan a dra zur ! El lec’hig-man e karfen mervel. »

— « Ma zad, ’vel ma c’houzout, a gomze disul eus gwerz ar « C’hoadig ». Pebez eurvad mar galljemp hen prenan ! »

— « An hunvre-ze a vagan aboue pell zo. Neuze, avat, Janig, ne vankfe netra d’hon evurusted. »

— « Hag hen e c’hallomp bean evurusoc’h evit breman ? Poan am eus o kredi ! Doue a zo re vat evidomp : ar bleun a ziwan war hor gwenojenn puilh ha tener evel gliz miz Mae war yeot glas ar flouren. O Perig, trugarekaomp Anezan hep paouez ! »

Hag eus an diou galon unanet, gant c’houeziou melus an noz, eur beden a drugare hag a anaoudegez vat a zavas etrezek an Nenvou.

Eun enebour


Antronoz vintin, pa oa ar mevel o voueta al loened, Perig a zonjas ober eur zell ouz ar bleud degaset gantan an de a-rôk. Ar varc’hadourez a oa pell falloc’h evit en devoa gourc’hemennet.

— « O, al lampon fall ! emean ! Deus ganin, Janig. » —

Hag int o-daou ’trezek ar zolier, e-lec’h ma oa gwele ar mevel hag ar c’houfr ma kloze e zilhad ennan. Per a grogas ’n eur benveg hag a zavas ar golo.

Eur morzol, eun heskenn, dianket aboue pell zo, eun daou pe dri litrad jistr, eun anduilhenn, skoachet mat e-mesk eur c’hrez hag eul linsel skrapet an deiou a-rôk, setu ar pez a weljont dirak o daoulagad.

— « O, dam, avat, filouter daonet ! An dro-man en em zizammin diouzit ! »

— « Perig paour, eun enebour touet az po aze ! »

— « Kaer ’zo laret, Janig kêz, n’hellan ket pardoni treou evel-hen… Ha neuze, petra a ray d’in pa vo pell ? »

— « Me ’gren rak hennez ! »

— « Arru eo, eme Berig… He, pôtr ! deus war grec’h, mar plich. »

Egile a zavas en eur c’hrosmolat.

— « Labour eus ar c’henta a teus graet aman, pôtrig ! »

— « Petra ’peus-c’houi da furchal ma dilhad, eme egile divergont ? »

— « Hag e kredez difronkal, hailhon fall, eme ar mestr divontet ’benn ar fin. N’eo ket breman e tleen bean furchet an treou-man ! Marteze em bije harzet ac’hanoc’h d'am laerez kemend-all ! »

— « Me laerez !… »

— « A-walc’h ! Ho kont, hag ho po arc’hant ! »

— « Kas a ret ac’hanoun kuit. »

— « Sonjal a ran ; ha c’hoaz ho peus chans, pa ne diskulian ket ac’hanoc’h. »

— « Keun ho pezo, eme ar mevel en eur skrignal e zent ! » — Ha Janig a hurusas o welet ar zell kasonius a daolas war he Ferig. Heman, troet e gein, ne daolas ket ple da gement-man.

Ar gont a voe reizet ha ’benn eur pennad goude, ar reder-bro, e bak war e choug, a gemere toull an nor.

Degouezet war an hent bras, e tistroas hag, o sevel e zorn war-zu an tiig sioul :

— « Lezet hardi, tudjentil, emezan… Keun ho pezo ! »


Eun eured enkrezus


— « O Perig, eme Janig, ’n eur grenan, hennez a c’hoario eun taol fall bennak d’imp ! »

— « Lez-han, eme heman ; petra ’ray ? Hepdale e vo arru pell ac’han. Allo, chench da zilhad. Poent eo mont en hent. »

— « Perig, me n’em eus ket c’hoant da vont d’an eured. »

— « Arsa, Janig, te ’zo zod. »

— « Me ’zo nec’het, n’oufes ket sonjal pegement. »

— « Allo, allo ! hon zud ’vo o c’hortoz. Me ’zo o vont da stagan ! Kas ar zonjou du-ze da stoupan. Gwell eo ganin eo tec’het hennez eget na vije chomet aman hirie. »

Katell, an devezourez, a deue en ti.

— « Penôs, emei, n’eo ket prest an dud aman c’hoaz ? »

— « Nan, nan, eme Janig ; n'eus fin ebet d’hon troiou, Katell gêz. »

— « C’houi, sur a-walc’h, a gav diês kuitaat ar mabig-se. O, bezit dinec’h ! n’eo ket ar wej kentan da Gatell goz da baska kôt d’ar bouponou. »

— « Ya, ya, Katell : fians hon eus ennoc’h. Setu perak hon eus ho klasket dreist ar re-all. »

Katell, eur gomer pentet, a c’houeas gant kement-man hag a lakeas eur brizen, tra ma ’c’h ae Janig da wiska he dilhad kaer, he dilhad eured, a digase d’ei bep gwech ar wella envor… Ma, tra zouezus ! an de-se, n’o lakee ket gant an hevelep plijadur : eur bec’h a zamme he spered ha, kaer he devoa, n’oa ket evit hen lemel.

Eur pennad goude, roet ganti eun urz bennak da Gatell, ha poket kant gwech d’he mab, Janig a bignas er wetur e-kichen he fried. Eun touchad skourjez da Goantig hag a-raok !

— « Arru oc’h evelkent, eme an dud koz e ti ar Mignon o c’hortoz ; ni ’zo prest eun eur ’zo.»

— « Abred a-walc’h e vefomp. Koantig n’eo ket hualet, eme Janig o vousc’hoarzin, c’hoant d’ei da vean laouen evel kustum. »

Met eur vamm a wel piz.

— « Petra ’teus hirie, eme hec’h-hini, ne seblantez ket laouen ? Daoust, emei en eur vousc’hoarzin, ha bleo torret a vefe ? »

— « O mamm, eme Janig ; kement-se ne vo biken. Kuita, Perig ? »

— « Ноn mamm а oar ze ervat, ha setu perak e komz evel-se, eme heman evurus. »

— « Petra neuze ’ta ? »

— « Netra sur, koulz lavaret ! » — Hag e kontas an tamm trubuilh a nec’he anezi.

— « Bez dinec’h ! eme an holl ; kement-se n’eo netra ! N'out ket kustum da gavout skoilh ebet war da hent, met ret e vo d’it en em ober ouz ar vuhe. »

Janig a davas. En eured e oa graet stad aneze ; an traou a gerze ervat ; an holl a oa laouen ! Janig a stourme outi hec’h-unan : diês e kave, hi ken seder peurvuian, bean tenval he fenn e-kreiz kement a zudi. Met, kaer he devoa, bepred ha daoust da bep tra, e tistroe e spered d’ar gêr, e-lec’h he doa lezet eul lodenn eus he c’harante.


Katell goz er C’hoadig


E-keit-se, petra a dremene er c’hoadig ?

Katell, kentan tra a reas pa voe tec’het ar vistri, a voe temza eur bannac’h kafe a zoare, hag hen evan en he flijadur goude beza troc’het anezan gant eul lommig mat a « loko », — rak, ouspenn ma oa komer, ar plac’h ne dôle ket eur bannac’h en he botou, — hag, he c’hof tennet eus ar vizer, pa ne oa ket c’hoaz dihunet ar pôtrig, Katell d’ober tro an ti.

Petra ! red e oa d’ei marvat gouzout penôs e oa ar stal en tiegez-se, a rae kement a c’hoant d’an holl. Presou, gweleou, bankou, eus an traon betek krec’h, e voe bizitet ervat an holl draou, ha da bep tro, Katell a lavare outi hec’h-unan :

— « Ya, ya, renket-mat eo an traou aman ! Ar sort-man n’eo ket paourien heoliet int, fi d’am doupen ! »

D’abarde, eun toullad mignonezed da Gatell, ha ken latennet evelti bemde, a deuas pedet ganti, d’ober d’ei eur weladen.

Penôs ? daoust ha kavet e vije gwelloc’h tu da anaout tenzoriou an ti koant-se ? Ha, goude, war ar ster, e toull ar forn, e vije gallet kontan… ken na strimpfe ar vaviten !

D’an noz, kousket ar pôtrig ha debret he c’hoan, Katell a chomas eur pennadig war an oaled. Ar voutailhad « lagout » roet d’ezi diouz ar beure gant Janig, — houman a anaveze he zamm tech, — a izelae tamm-ha-tamm : bep dek munut e roe Katell eur pokig d’ezi ; tamm-ha-tamm ive, siouaz, he fenn a bounneraas. Eul lommig c’hoaz, ha setu Katell baour o saludi ar goulou !

— « Hola vat, emei ! Poent eo kas kousket d’e wele. Pounner eo an amzer fenoz ! »

Ha Katell, hep kaout sonj zoken da brena mat an nor, a ’n em dôl en he gwele. ’Benn eur pennadig eur roc’haden bounner a sklokas en ti didrouz ; aet e oa Katell goz, gant he gwin-ardant, da vro an hunvreou.


an tan !


Mar bije bet dihun, paour kêz plac’h, he dije huruset o welet eun den, liou ar gounnar war e zremm, o tigeri an nor goustadik hag o treuzi ken sioul all ar penn eus an ti e-lec’h ma oa gwele Katell ha kavell an êlig ; ha, mar he dije gwelet Janig ar zell a gasoni hag a blijadur diaoulek a dôlas war ar c’havell-ze, he c’halon a vamm dener he dije en em frailhet en he c’hreiz !

Prest goude, kaset gantan e vennad da benn, an treitour miliget, ar mevel digalon a dec’has diouz an ti hag en em gollas en noz tenval…

Souden, eun trouz, sec’h evel an tan o kregi, a zavas er penn all eus an ti, hag eur c’houez loskus e gargas, ma tihunas Katell hanter spontet.

…Moged a oa en ti ! Ar plac’h paour, strafuilhet-oll a zav, ha diarc’hen, he broz hepken warni, e tec’h er-maez, en eur huchal pen-follet, trezek ar Gêr-Wenn : « An tan er c’hoadig !! »

An dud, dihunet er spont, a direde, pep-hini priman m’halle. Unan a redas d’ar vourc’h da lakat son ar c’hloc’h, ha hep-dale eun niver bras a dud a voe dastumet dirak ar gêrig.

An tan ive n’en devoa ket kollet hec’h amzer. Eur penn eus an ti betek an nor a oa leun a flamm.

— « N’eus netra d’ober aze, eme an dud ; saveteomp al loened ! »

Souden eur vaouez spontet a youc’has :

« — Ar bugel ! ar bugel ! o ma Doue ! »

Katell a oa e-kreiz he strafuilh, hanter veo c’hoaz ive marteze : ar paour kêz plac’h he devoa ankouaet ar pôtrig.

— « Ar bugel, eme an holl, ’vel eun hekleo spouronnet ! Ar bugel a zo en ti ! O, Itron Varia, mouget eo ’benn breman ! »

— « Marteze n’eus ket a dan c’hoaz e penn ar c’havell, eme Gatell. »

An dud en em zelle. Daou pe dri a dosteas d’an nor. Met ar riskl a oa ken bras ma teuent holl a-drenv en eur grenan.

— « Fin ’zo ! Re ziwezat eo, eme an holl. O ma Doue ! an êlig paour !… O Janig !… »


Sovetaet


— « An êlig… Oh ! » — Hag eun den a lampas e-kreiz an dud, hag hep ober van ebet eus an tan a stanke an nor, e sailhas e-barz an ti.

— « Jobig ! Jobig ar C’hoajou ! eme an holl en eur vouez, mezek eun tammig o welet eun diskiant o rei d’ê eur skouer ken kaer a nerz-kalon. »

— « Eus a belec’h eo deut ? »

— « ’Oa o tont eus ar c’hoad. »

— « Mouget e vo ! Devet e vefont o-daou ! »

— « Digoromp ar prenestr, eme unan. Ne deuy biken dre an nor ! »

An holl a c’hortoze, sioul evel ar maro. Pemp munuten a dremenas, pemp munuten hir hag ankenius-meurbet.

— « Maro int ! a hirvoude unan bennak. »

Katell a chache bleo he fenn, en eur c’hervel Santez Anna d’he sikour.

… Santez Anna a glevas, rak Jobig a erruas e toull ar prenestr, e teue dioutan breman flammou ru. Astenn a rae ar bugel a oa gantan etre e zivrec’h, hag a laoske eur c’harmadennig eur wech an amzer.

— « N’eo ket maro. Doue da veza meulet ! eme an dud o tridal, tra ma kemere eur plac’h ar bugel paour hanter-vouget ha ma tec’he gantan da glask eun tammig êr fresk. »

— « Jobig ! Jobig ! deut er-maez buhan, eme ar re all ! »

Met ar paour kêz innosant, strafilhet breman, ne finve mui ; chom a rae en diabarz an ti prest, koulskoude, da goueza en e boull.

— « Jobig ! deut er-maez ’ta ! a grias an holl a-bouez-penn. »

Kement-man a dihunas ar paour kêz. Sevel a reas war ar prenestr ; hogen, war an taol, eur maen, о riskla eus krec’h, a goueas war e benn hag hen taolas hanter-varo, astennet war ar porz.

Daou pe dri den a grogas ennan kerkent, hag e zougas a-gostez, tra ma rede unan da glask ar medisin.

Ar bugel, hanter-vouget gant ar moged, a deuas tamm-ha-tamm ware giz. C’hoarzin a rae breman etre diouvrec’h ar paour kêz Katell.

E keit-se an tan a rae e reuz. Kaer a oa bet teurel dour ha poania en-dro d’ean, n’helljod ket dont a-benn d’hen mougan. ’Benn ma tarzas an de, eus an tiig glas, a c’hoarze an de a-rôk e-touez ar c’hoadou bodennek, ne chome netra nemet peder moger hanter-goueet, a save dioute eur vogeden du ha flêrius.


Da gloza an istor


Per ha Janig a oa о tijuni gant tud an eured pa deujod da laret d’ê e oa eun den war varc’h oc’h ober klask warneze.

— « Eun den war varc’h, eme Janig, deut ken gwenn hag eul lien ! Perig, eur gwalleur… Oh, Yannig ! »

— « Gortoz d’en em nec’ha ken na vo gouveet, eme an tad, о chench liou ive en desped d’ean. » — Hag hen er-maez.

Janig e heulias.

— « Laouig ar Rouz eo, emean. — Sell ’ta, Laouig, petra a zo a neve ? »

— « Fe, eme egile, stennet a-walc’h, eun tamm gwalleur a zo c’hoarvezet er Gêr-Wenn abaoe. »

Janig a vennas sempla. — « Laouig, emei, komz prim en hano Doue ! Ma mab… a zo maro ? »

— « Yannig a zo divlam, eme ar pôtr yaouank, met ar C’hoadig a zo devet. »

— « Ar C’hoadig devet… Yannig divlam ! O ma Doue ! » — Hag ar vamm a goueas hanter-zemplet gant al levenez hag an anken. Perig a grogas enni.

— « Ar mevel, emean, an hailhon-ze, hennez en deus graet an taol ! »

Holl dud an eured a oa diredet. An dud koz a ouele.

— « Pebez gwall-eur ! eme an dud ! Asuret oc’h ? »

— « Ya, a drugare Doue, eme Ber, met nag a draou hon devoa ha n’hon bije roet evit priz ebet ! »

— « Yannig a zo divlam… Setu ar gwella ! eme Janig, adkvet ganti he floum. »

— « An êlig paour, eme Laouig ! N’houlan ket ho strafilha re gantan, met bet e oa war var da goll e damm buhe. Ankouaet e oa bet en ti gant an devezourez… »

Eun taol kleze, o treuzi kalon Janig, n’en dije ket graet d’ezi muioc’h a boan.

— « Ankouaet… Gwerc’hez santel ! Ha piou en deus e zaveteet ? »

— « An hini hor bije sonjet an nebeuta oll : Jobig ar C’hoajou ! »

— « Jobig ! »

— « Ya, Jobig ! » — Hag ar pôtr yaouank a zisplegas an istor war e hed : nerz-kalon an diskiant ’dal ma klevas kelou eus ar bugel, nec’hamant an holl hag an taol a skoas anean.

— « Оh, ar galon aour, eme Janig, о sec’ha he daerou ! Ha riskl a zo evit e vuhe ? »

— « Ar medisin n’en deus ket c’hoaz hen diskleriet sklêr a-walc’h, met an taol a zo bet spontus. »

— « Perig, d’ar gêr ! ha prim ! »

Pebez kalonad evit an daou bried yaouank, pa weljont an neizig a garent kement, hag о doa lezet en eur guitaat ken lirzin ha ken dudius, pulluc’het ha rentet en ludu ! Daerou dru a redas war о diouchod. Kreski a rejont c’hoaz pa voe degaset Yannig dirake. Heman n’en devoa ken sonj eus an nozvez ankenius en devoa tremenet. Kanan a rae laouen en e yezig, ha pa welas e dad hag e vamm, e krogas da rifal ha da c’hoarzin.

Janig e ziframmas digant e virerez hag e vriatas gant eun nerz divuzul. Goude e voe tro an tad hag an dud koz. Ar paour kêz bihan, hanter-voemet, ne ouie pe ouela pe c’hoarzin.

— « Ha Jobig ? eme Janig. Demp raktal d’e welet ! »

Jobig a oa en e wele, kollet gantan tre-ha-tre, ar wej-man, e damm anaoudegez. E benn a oa lianet, ha ne rae van na zeblant ouz den.

— « Penôs eman kont gantan, eme Janig d’an hini a oa en e gichen ? »

— « Ne welo ket an noz, eme houman a vouez izel. Arru oc’h, a gredan, d’e welet o tremen. An aotrou person a zo o vont ac’hann. »

Janig a dosteas d’ar gwele.

— « Jobig, n'anaveez ket ac’hanoun, emei gant eur vouez hanter-droc’het ? Jobig, sell ouzin ! »

— « Degaset Yannig aman, eme Janig. »

— Ha d’ar c’hlanvour : « N’ez teus ket c’hoant da rei eur pok d’an êlig, emei gant eur vouez tener ? Jobig, sell outan ; degas a ra d’it eur boked. »

— « An êlig ! eme ar paour kêz, izel, izel. » — Hag eur mousc’hoarz a zeblantas tremen war e zremm. Met kerkent e chenchas liou.

— « Goulou binniget aman dioustu. »

An holl a oa sioul hag a bede en eur ouela.

Janig neuze a dostaas he bugel ha sioulik a lakas e jotig flour ouz jod sklaset an toc’hor. Heman a c’hoantaas digor e zaoulagad.

— « Sonj en Aotrou Doue, Jobig kêz, eme Janig. »

Eur zell hanter-varo a respontas d’ei, hag ar paour kêz a guitaas hon traouien evit mont da glask e lod evurusted digant an Hini en deus lavaret : « Evurus ar re baour a spered : rouantelez an Nenv a zo d’ê ».

— « Me ’garje en dije bevet pell, eme Janig, en eur gouean d’an daoulin ouz troad ar gwele, evit e garet a-hed ma buhe ’vel ma karas ac’hanoun. »

An de war-lerc’h, tud ar Gêr-Wenn ha kalz a re all a heuilhe korf Jobig ar C’hoajou d’ar vered. Meur a hini a ouele.

Ha, da bell goude, war-dro serr-noz, eur plac’h, eur bugel ganti war he brec’h, pe ouz he dorn, a deue sioulik da daoulina war ar be. Janig a veze gant he mab, o tont da zigas, gant eur beden galonek, eur vleuen a anaoudegez-vat d’an hini a ginnigas d’ei, ken lïes e-pad e vuhe, bleun dudius e garante.

Koulmig Arvor.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy