Mont d’an endalc’had

Sacramant ann nouenn

Eus Wikimammenn


Sacramant ann nouenn


dastumet gant Fañch an Uhel


Revue Celtique XII - 1891



SACRAMANT ANN NOUENN.


————


Na lâret morse euz eun den a deu da verwel, heb ma ve bet eur bêlec o covès hac o noui anehan : « Allas ! marv ê, heb Sacramant ann Nouenn ! » rac na ouzoc′h ket se.


Setu aman ar pez a zo bet c′hoarvezet en parrouz Botsorhel, en miz dû deuz ar bloaz 1831.

Bean a oa eur vatès, hanvet Jobenn Kerandour, en eur maner coz, wardro eun hanter lew euz ar bourk, hac a vije atao re divezad en offern veure, pa vije he zro da vonet, hac hol dud ann ti a vije o lâret d′ehi : « C′hui, Godic, a ve bep-tro re divezad en offern veure. Eur vez eo ho cuelet hoc′h antrenn en ilis, ken divezad ha ma vec′h. »


— « Ma ! n′eus forz, — a lâre en-hi hic′h-unan, — scuiz on o vea tamalet abalamour d′ann offern veure, ha na vinn ken re divezad ; gwelet a vô ! »

Eur zul ar beure, a oa he zro da vont arre d′ann offern veure, e tishunvas en creiz ann noz, o sonjal a oa arre re divezad, hac e lammas e-maës he guele, hac a em wiscas buhan, hac e-maës, heb sellet ped heur a oa, ha da vont etrezec al bourk. Sclezr a oa al loar, ha ien ann amzer. Clewet a ra eur c′hloc′h o soon. — « Daoust, emezhi, pe zoon eo ? Ann eil, pe ar c′henta, me voar-vad, rac na welan den o vont, hac a dlean bean re abred. » Hac a paouezas da hastan. Neuze a tremenas daou a-biou d′êhi, eur paotr hac eur plac′h, pere na anavee ket. — « Daoust piou int ? emezhi ; n′ho anavean ket, ha na int ket euz ar c′hartier. » — Hac evel ma haste ann daou-man : — « Ar re-man hec′h a buhan ; me voar-vad ê poent hastan. — Hac a valeas buhanoc′h. »

Clewet a ra adarre eur c′hloc′h o soon : — « Ar zoon diveza, me voar-vad, emezhi ; mès na eus forz, na vinn ket re divezad, hirie, rac setu me digwezet er bourk.

Gwelet a re breman calz a dud o vont êtrezec ann ilis, hac a-roc d′êhi ha war he lerc′h, hac o tont er-maës ann tier, er bourk, ha na anaveze den, ar pez a saoueze anêhi. — « Petra, zo kiriec, — a sonje en-hi hic′h-unan, — na anavezan den aman ? morgousket on c′hoas, me voar-vad, pe ma daoulagad a zo troublet. » Hac a frotte he daoulagad.


Bezr ez ê ann de, d′ar c′houlz-ze ar bloaz, ha na ve ket sclezr, pa gommanz ann offerenn-veure. Treuzi a ra ar verred, ha mont bars ann ilis. Calz a dud a oa ebars, ha delc′hel a re da dont bepred. N′hec′h a ket doon en ilis ; chom a ra en kichenn ar pinsinn braz dour binniget. Ar-re a deue eno, da gomer dour binniget, a re hol eur zell diout-hi, evel pa vijent saouezet euz hi gwelet eno ; ha bepred na anaveze den a-bed, na paotr, na plac′h. — « Ma ! a sonje, — biscoas kement all n′em eus gwelet ! Rèd ê na ven ket dishunv mad, pe ê troublet ma daoulagad. Hac a frotte arre he daoulagad. Hac evit bea calz a dud en ilis, na glewe trouz a-bed, nac ar boutou-coad tachet, war bave ann ilis, nac ann dud o waskenni, evel ma ve custum da glewed, d′ar c′houlz-ze ar bloaz, en ilizou.


Dont a ra eur bêlec euz ar sacritiri, evit lâret ann offerenn, ha na anaveze ket anehan, nac ive ar c′holist a oa gant-han evit respont ann offerenn. Tri bêlec a oa er barrouz-ze. — « Daoust, emezhi, piou ê ar bêlec estren-man ? Na anavezan ket anezhan. »

Ar bêlec, kent commanz he offerenn, a lâr, en em distreï e-trezec ar bopl : — « Lâromb, ma breudeur ha ma c′hoerezed, eur bater hac eun ave evit Fant Ann Dantec, a zo claonv-fall, prest da verwel. P′em bô lâret ma offerenn, hec′h inn da gass ann Aotro Doue d′êhi, hac a pedan ar-re a zo aman euz ar vreuriès-ze da dont ganen betec he zi. » — jobenn Kerandour a sonjas neuze : « Penaoz, Fant Ann Dantec, ma amezegès, a zo ken claonv-ze, ha n′em eus clewet netra, nac ar re-all duman ? Ze a zo kiriec, me voar-vad, na eo ket deut tud ar c′hartier d′ann offerenn veure. »


P′hen doe ar bêlec lâret he offerenn, e teuas e-mâes ann ilis, gant ann Aotro Doue, hac ann holl dud a oa ebars a deuas war he lerc′h ; mès calz anezhe a chômas er verred, darn-all a chômas er bourk, pe hec′h eas en hentjou hac er wennodennou, a-dehou hac a gleiz, ha pa arruas ar bêlec en ti Fant Ann Dantec, na oa ken nemet Jobenn Kerandour ha daou all euz he c′heul, ar re a oa bet o tigemen d′ezhan hac o kerc′had croaz ar maro. Ha na anaveze ket anezhe ive, hac a sonje arre : — « Ma ! na ouzon ket petra eo kement-ma ; na anavezan ket arre ann daou a zo bet er bourk, o tigemenn ar bêlec hac o kerc′had ar groaz ! Ha coulzgoude e tleont bezan euz ma c′hartier !... »

Prest a oa peb-tra en ti, evit digomer ann Aotro Doue ha noui ar glanvourès. Pa oe êt en ti, Jobenn a eure eur zell endro d′ezhi, ha na anaveze den bepred euz ar re a oa eno, nemet ar glanvourès. Daoulina a eure, evit pedi gant ann hini a oa o vont da dremenn. E-keït ha ma oa ar bêlec o covès hac o noui anezhi, e talc′he hiniennou da dont bepred en ti. Eur plac′h a deuas da daoulina war gorn he davanjer. Ober a eure eur zell diout-hi, hac hec′h anaveas mad Jannet Al Lagadec, da behini a defoa dalc′het eur bugel euz ar fonz-badeziant, ha pehini a oa marw, tri bloaz a oa. — Pa deus gwelet kement-ze, e sonjas : — « Jesus ma Doue ! pelec′h hec′h on-me aman ? E-touez ann dud-varw, a gredan ! Setu aman Jannet Al Lagadec, hac a zo marw tri bloaz a zo ! »

Ar glanvourès a varwas doc′htu evel ma oa bet covesêt ha nouët. Ar bêlec a lâras d′ar-re a oa eno penaoz a oa marwet en stad a c′hraz ; ha neuze hec′h eas-cuid. Jobenn Kerandour, goude bea pedet gant ann hini a oa a baouès merwel, a deuas ive emaës ann ti, ha penn-da-benn ann hent, o vont d′ar gêr, a sonje en kement a defoa gwelet, hac a oa saouezet braz. Pa em gavas er gêr, na oa savet den c′hoaz, hac a lâras : — « Petra, aman na zavo ket ann dud, hirie ? Setu me distro deuz ann offerenn veure, hac hec′h oc′h c′hoaz en ho cueleou ! »

— Petra, a lâras ann ozac′h, hunvrean a res-te ? Re abred ê c′hoaz evit mont d′ann offerenn veure.

— Ia re divezad eta, pa hec′h ê gwir hec′h on bet, ha distro.

— Kement-ze na all ket bea gwir.

— Eo, gwir a-valc′h sur, hac evit preuvenn, a lârinn d′ac′h hec′h ê marwet, er beure-ma, Fant Ann Dantec, hac hec′h on bet betec he zi, gant ar bêlec hen eus covesêt ha nouët anezhi. N′hoc′h eus clewet netra eta. pa na oa hinin ac′hanoc′h oc′h assistan anezhi da verwel, hac hi unan euz oc′h amezeienn dosta ?

— Penaoz Fant Ann Dantec a zo marw ?

— Ia, ha bennoz Doue war hic′h ine !

— Ma Doue ! eme ar wreg, setu aze hac a zo marwet neuze heb bea bet covesêt ha sacramantet !

— Oh ! n′eo ket, dre c′hraz Doue ! a lâras Jobenn, rac me a zo bet betec he zi, gant ar bêlec hen eus covesêt ha sacramantet anezhi, hac ez on bet saouezet na oa den eno euz he breuriès, hoc′h assistan anezhi da verwel.

— Piou a zo bet neuze o kerc′had ar bêlec hac ar groaz ?

— Daou ha na anavezan ket anezhe, nac ive ar bêlec, eur bêlec diavaës.

— Ar pez a lâret aze, Jobenn, na dle ket beza gwir, ha na gredan ket a ve tremenet Fant Ann Dantec, pa na eus bet den o tigemenn ac′hanomb.

— Tremenet eo, pa lâran d′ac′h, gwelet a refet, hab dale, ha Doue da bardono ann anaoun !

— Ped heur ê ive ? sellet ann horolach.

— Ann horolach-man a dle bea arretet, a lâras Jobenn, goude bea sellet, rac na verq nemet ter heur.

— Ann horolach a zo mad, ha na ê ket arretet, a lâras ann ozac′h ; kê d′as cuele, ha pa vô dez, a welfomb petra ê kement-ze hol.

Mont a ra Jobenn d′he guele, saouezet braz ; mes a-boan a oa d′ezhi bean êt ebars, ma em gav breur ann hini a oa tremenet da skeï war ann nor : dao ! dao !

— Piou a zo aze ? a c′houlenn ann ozac′h, euz he vuele.

— Fanch ann Dantec ; digorrit d′inn.

Setu, a sonjas Jobenn, en he guele, breur Fant a deu da lâret ez ê marw he c′hoar ; breman a credfont, marteze.


Digoret a oe ann nor, hac a teuas Fanch en ti, hac a lâras :

— Me ′zo deut da lâret d′hec′h penaoz ma c′hoar Jannet a zo tremenet, en noz-ma.

— Bet a zo eur bêlec o covès hac o sacramanti anezhi ?

— Allas ! Den n′hen eus gwelet anezhi o verwel.

— Neuze eta na eo bet na coveset na sacramentet ?

— Nann, siouas ! Doue d′hi fardono !

— Eo ! eo ! a lâras Jobenn, o clewet kement-ze, euz he guele ; covesêt ha communiet a deus, rac me a oa eno, hac em eus gwelet. Istrevidon a oa en ti, mes n′em eus anavezet hinin anezhe, nemet Jannet Al Lagadec.

— Petra a lâres-te ? Jannet Al Lagadec, pehinin a zo marw, tri bloaz zo !

— Na eus forz, ez oa eno assamblès ganen, pa lâran d′hec′h ; kement-ze a zo a beurz Doue.

— Annoncet a deus d′imb maro ho c′hoar, kent evidoc′h, a lâras neuze ar vroeg, ha lâret na oa hini eno euz ann amezeienn ; rèd ê credi anezhi, hac ar pez a zo c′hoarvezet a zo a-beurz Doue, evel ma lavar.

Person ar barrous a interrojas Jobenn Kerandour war ar pez a defoa gwelet ; mès na voar ket hirroc′h eget ar re-all war ann traou-ze.

Evel-se, pa deu unan bennac da verwel, pe a vô pe na vô bet eur bêlec hen assistan, en he heur diveza, na lâret ket a vô marwet heb bea bet covesêt ha sacramantet. Doue, heb-ken, hen goar.


Dastumet gant Fanch Thépaut, baraër, euz a barrous Botsorhel ;
Guenveur 1890.


Dastumet ha troët en Gallec gant F.-M. Ann. Uc′hel.


pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy