envel
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn anv hag al lostger -el.
- Meneget er C'hatolikon (henuell).
- Da geñveriañ gant ar verboù enwi en kembraeg, henwel en kerneveureg.
Verb
envel /ˈẽnvɛl/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : anvet) (displegadur)
- Reiñ un anv d'unan bennak, pe d'un dra bennak, pe lavarout e anv.
- Aotrou, gwelet a ran traoù hag a zo spontus, O envel ne rin ket dre ma'z int re euzhus. — (Fañch an Uhel, Sainte Tryphine et le Roi Arthur, Presses Universitaires de Rennes, Terre de Brume, 2002, p. 34.)
- Envel a c'hellan deoc'h tri beleg hag a yoa deuet d'hon heul : [...] — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 218.)
- Henvel a reer an Dour-Du ar guchenn diez a zo, enn eun draonienn, var dro hanter an hent, etre Montroulez ha Plougasnou. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 308.)
- Dilenn
- — [...]. N'oc'h euz nemed henvel ar re a gerfot, oll e chomimp a galoun vad. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 4.)
- E Breiz-Izel e oa gwejall eun denig paour, paour bras ; e henvel a read Tadig koz an dienez. — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 140.)
- Envel unan bennak da roue, da bab.
Gerioù kevrennek
Doareoù-skrivañ all
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet enwel