Mont d’an endalc’had

lagad

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Eus ar ger krennvrezhonek lagat, kar d'ar gerioù kerneveurek lagas, ha kembraek llygad, dezho ar memes ster. Dont a rafent eus eus ger keltiek *lukato-, n'en deus kevatal ebet nemet e germaneg  : hensaozneg lōc-ian en deus roet ar ger saoznek look « sellet », hag ar ger alamanek (rannyezhel) lug-en. Da dostaat ouzh ar ger sañskritek लक्षते lak-ṣ-ate « en em ziskouez a ra ».[1]

Anv-kadarn

Lagad dehou un den. (1)

lagad /ˈlɑː.ɡat/ gourel (daouder  : daoulagad, liester : lagadoù)

  1. (Korfadurezh) Organ ar gweled.
    • An Aotrou Yann a zo paotr mat
      Ken prim e droad hag e lagad.
      — (An alarc'h, er Barzhaz Breizh.)
    • Lemm ha glas he lagad. — (Marivonig Keryell e-barzh Sonioù Feiz ha Breiz, 1930.)
    • ... ul lagad lemm. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 38.)
  2. bezañ du, glas, lemm, e lagad:
  3. tennañ, lemel, ul lagad diwar unan bennak
  4. lagad an heol, lagad al loar:
  5. (heol) Serriñ e lagad : mont da guzh
  6. ober lagad vihan:
  7. dilontrañ, dispourbellañ an daoulagad:
  8. digeriñ, serriñ ul lagad


Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troiennoù keñveriañ

Krennlavaroù

  • Lagad ar mestr a lard ar marc'h.

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « lagad » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy