Mont d’an endalc’had

Aostrazia

Eus Wikipedia
Aostrazia e 752.
Aostrazia e 752.

Aostrazia a oa ur rouantelezh e reter Galia, e traoniennoù ar stêrioù Meuse ha Mosel, betek ar Roen, da vare ar rouaned frank. Reims e oa kêr-benn gentañ ar vro, a voe kaset da v-Metz da c'houde.

Brezel a veze etre rouaned Aostrazia ha re Neustria, er c'hornôg.

Eus rouantelezh Aostrazia e oa ar Bepined hag ar Garolingidi.

Pa varvas Hlodwig Iañ (pe Clovis e galleg a vremañ) e 511, e voe rannet e rouantelezh etre e vibien. Echu e voe gant Aostrazia pa voe unanet gant rouantelezh Neustria e 751 dindan Pepin III.

Rouaned Aostrazia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eus 511 da 534 : Teodorig (anavezet evel Thierry Iañ e galleg) a voe roet dezhañ reter rouantelezh e dad, Aostrazia, enni Galianed romanekaet, Franked, Chated, Alamaned, en ur vro a glote gant Galia belg, hag a zo bremañ douaroù Loren, Rheinland, Elzas, Champagn, Belgia, hag ul lodenn eus an Izelvroioù. Da gentañ e voe lakaet ar gêr-benn gant Teodorig e Reims, ha goude e Mettis (Metz), a oa muioc'h er c'hreiz. Lakaat a reas uhelaat mogerioù kêr, diazezañ e lez en ur palez anavet evel « al Lez aour », war dorgenn ar Groaz Santel[1]. Ur « maer» a oa karget d'ober war-dro ar palez hag ar pourvezioù.
    • 7 000 a dud a oa neuze, a-hervez e kêr Mettis.
  • Eus 534 da 547 :
Teodebert Iañ (pe Thibert e galleg). Ar brudetañ eus rouaned Aostrazia hag eus warlerc'hidi Clovis. Diskouez a ra bout dizalc'h hag ober a ra e voneiz. Kannaded a Vizantion a deu betek ennañ, a-berzh Justinian. Mervel abred a ra avat, en 547/548,
e vab Theodebald a varvas en 555, hag a lezas Aostrazia gant Klotar Iañ, mab da Klovis Iañ, a renas c'hwec'h vloaz. « Roue Soissons » a vodas an holl rouantelezhioù frank dindan ur roue hepken.
Adsavet rouantelezh Klovis gant Klotar Iañ

Sigebert Iañ, mab da Glotar Iañ, a voe roet rann reter ar rouantelezh, gant Reims da gêr-benn. Met en 566 e timezas da vBrunehilde (pe Brunehaut), a oa merc'h da roue ar Wisigothed, e Mettis (Metz), e gêr-benn nevez. Kontellataet e voe gant muntrerien kaset gant Frédégonde, pried Chilperig Iañ. Neuze e voe d'e bried Brunehilde da c'houarn ar vro.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hiriv e vez graet Musées de la Cour d'Or (Mirdioù al lez Aour) eus Mirdioù Metz war an dorgenn-se, war dachenn ar palez kozh hervez a greder.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy