Mont d’an endalc’had

Emil Ernod

Eus Wikipedia
Emil Ernod
Emil Ernod
Obererezh Yezhoniour
Ganedigezh 24 a viz Gouere 1852
Sant-Brieg
Marv 6 a viz Genver 1938
Sant-Brieg
Yezh skrivañ galleg ha brezhoneg
Enorioù Marc'heg Urzh broadel al Lejion a enor

Émile Ernault (Émile Jean-Marie), (Sant-Brieg, 24 a viz Gouere 1852idem, 6 a viz Genver 1938) a oa ur c'helenner skol-veur, ur gouizieg brezhonegour hag ur yezhoniour a studias ar c’hrennvrezhoneg. Kenlabourat a reas kalz gant Frañsez Vallée ha Meven Mordiern. Ezel ar Gorsedd (Goursez) eo bet dindan anv-barzh Barz ar Gouet. E anvioù-pluenn a oa E. E. hag X3.

Mab e oa da Jean Marie Vincent Ernault, alvokad, ha da Agathe Rose Léa Gaultier de la Ferrière, genidik eus Tarbes. E studioù a reas e lise Sant-Charlez e Sant-Brieg, hag e Roazhon goude-se. Labourat a reas e prefeti Sant-Brieg e-ser studiañ e-unan evit mont da gelenner. Aotreet e voe e 1874 da gelenn saozneg hag alamaneg e skol Sant-Charlez, met kenderc'hel a reas gant e studioù, aet ur yalc'had-studi gantañ, e Skol ar Studioù uhel e Pariz.
Ne voe ket aotreet da sevel e dezenn evit an doktorelezh war ar yezhoù keltiek dre ma ne vezent ket kelennet er skolioù. Dont a reas a-benn koulskoude da gaout e zesteni-doktorelezh war ar gresianeg e 1886, ha neuze e voe anvet da gelenner e skol-veur Poatev ma tremenas an darn vrasañ eus e vuhez di o kelenn al lennegezhioù gresianek, latin, keltiek hag boazioù ar Gelted.
E-unan e voulc'has studi ar brezhoneg, hini Treger da gentañ ha hini Gwened da c’houde. Mont a reas da Bariz da heuliañ kentelioù ar geltiegourien vrudet a oa eno, evel Henri Gaidoz ha Henri d’Arbois de Jubainville. E Kêr-Boatev e savas e oberennoù brudetañ evel ar Glossaire du Moyen-breton pe an Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes. Embann a reas skridoù krennvrezhonek evel Le Mirouer de la Mort er Revue Celtique. E-leizh a bennadoù a embannas e galleg e meur a gelaouenn war divoud geriaoueg, rannyezhoù hag istor ar brezhoneg.

Labour ha kenlabour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-doug ar bloavezh 1878 e ehanas gant e labour kelenner evit sevel mojennoù ha barzhonegoù hag a voe moullet e Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned, Breiz hag all. E 1919 ez eas war e leve e Sant-Brieg, m'en em roas muioc'h-mui d'ar studioù brezhoneg, da skoazellañ rener Breuriezh Veur ar Brezhoneg – un doare akademiezh – gant Frañsez Vallée ha da sekretour evit sevel un emglev diazezet war ar studi etre ar skrivagnerien. Skoazellañ a reas Frañsez Vallée ha Meven Mordiern da sevel oberennoù meur evel Sketla Segobrani (X3 a sinas an trikon),pe ar Geriadur bras Galleg-Brezhoneg.
Bez' e voe Emil Ernod e-touez ar re a savas Emglev ar Skrivagnerien evit o bodañ ha klask unvaniñ doare-skrivañ ar brezhoneg. Ar reolennoù reizhskrivañ a voe degemeret ganto e 1908 a ziazezas un doare-skrivañ unvan evit rannyezhoù Kerne, Leon ha Treger, a reer anezhañ an doare-skrivañ KLT.

E galleg en deus skrivet an darn vrasañ eus e studiadennoù. Un nebeud skridoù brezhonek en deus savet avat, barzhonegoù ha mojennoù anezho, embannet e Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned hag all.

Ofiser an Deskadurezh-Stad ha Marc'heg al Lejion a enor e voe e 1922. Un den a ouiziegezh vras war ar c'hrennvrezhoneg a voe Emil Ernault, unan eus ar re hag o deus dastumet an anaoudegezh spisañ ha donañ en amzer-se eus istor ar brezhoneg ; bras-meurbet eo talvoudegezh e labourioù war dachenn ar c’hrennvrezhoneg.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Le dialecte vannetais de Sarzeau, Revue Celtique, levrenn III, 1876-1878
  • Supplément aux dictionnaires breton, 1882
  • Mots et expressions celtiques dans le gallot des Hauts-Bretons, Revue Celtique, levrenn V, 1883
  • Dictionnaire étymologique du Breton Moyen, Thorin, Pariz, 1888
  • Glossaire moyen-breton, Bouillon, Pariz, 1895-1896
  • Petite Grammaire Bretonne, avec des notions sur l'histoire de la langue et la versification, Prud'homme, Sant-Brieg, 1897. Da vezañ sellet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2.
  • Ar groaz Doue, pe levrig an A B C’H, levr da deskiñ lenn e brezhoneg hag e latin, 1899
  • 1901 : Études sur la langue Bretonne. Notes d'étymologie, Sant-Brieg
  • 1901 : L'Épenthèse des liquides‎, Prudhomme, Sant-Brieg
  • 1902 : Glossaire cryptologique breton, Kryptadia, ; adembannet gant Gwennole ar Menn, Skol, Sant-Brieg, 1999
  • 1903 : Gwerziou Barz ar Gouet - Poésies bretonnes et françaises, Prud'homme, Sant-Brieg
  • 1904 : Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes, Lafolye, Gwened (adembannet e 1921 ha 1938)
  • 1912 : L'ancien Vers breton, Paris, Honoré Champion
  • 1915 : Hent ar Groaz, merc’hed ha bugale Frañs e-pad ar brezel
  • 1923 : (gant F. Vallée ha M. Mordiern) Sketla Segobrani, teir levrenn, Prud'homme, Sant-Brieg
  • 1925 : Manuel pour l'Étude du Français par les Bretons, Imprimerie Moderne, Sant-Brieg
  • 1927 : Geriadurik brezonek-gallek, Prudhomme, Sant-Brieg. Eil moulladur gant Brud Nevez, Brest, 1984
  • 1929 : Causeries linguistiques d'un Haut-Breton, Presses Bretonnes, Sant-Brieg
  • 1931 : (gant F. Vallée ha M. Mordiern) Grand dictionnaire français-breton, Imprimerie Commerciale, Roazhon
  • 1935 : Yalc’h Wilh pe Al loer c’hloan hag en diou skutin
  • 1937 : Mojennou Brezonek koz ha neve ha troïdigez c'hallek - Fables Bretonnes anciennes et nouvelles avec traduction française, Prud'homme, Sant Brieg
  • 1942 : L'ancien mystère de saint Gwénolé (1580), publié avec traduction et notes – Extrait des Annales de Bretagne, Roazhon : Plihon, libraire-éditeur

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Emil Ernod.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy