Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani

Eus Wikipedia
An oberenn embannet e 1923. Chomet eo divrud e-touez ar bobl.

Troioù-kaer Sketla Segobrani ez eus anezho teir levrenn embannet e 1923, 1924 ha 1925, hag a gont danevell ar c'hadour kelt Segobranos en doa graet un droiad vras dre Europa hag ar bed en amzerioù koshañ.
Gant an arzour breizhat James Bouillé e voent skeudennaouet. Gant "Ti René Prud'homme (Mouler an Eskopti)" e voent embannet ha moullet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz).

Meven Mordiern, Frañsez Vallée hag Emil Ernod, lesanvet "Tadoù ar yezh vodern", eo aozerion Sketla Segobrani. Ar reizhskrivadur anvet KLT, a oa bet diazezet e 1907, a voe arveret ganto. Patrom ar brezhoneg unvan-se, yezh unvan evit ar wech kentañ abaoe pell en istor ar yezh, a oa bet un darvoud pouezus en XXvet kantved pa gasas da c'houde d'ar reizhskrivadur "peurunvan", (KLTG).
Unan eus palioù Ar Sketla e oa kelennadurezh ar brezhoneg d'ar Vretoned c'halleger a vije bet dedennet-bras gant danvez un istor ken meur, ha strewiñ e pennoù ar vrezhonegerion ur yezh kreñv, uhel hag unvanet. Evel ma veze kavet en XIXvet kantved ur skouerenn eus Buhez ar Sent e pep ti eus Breizh Izel, mennout a rae an tri oberour e vije kavet hiviziken unan eus o skouerenn e pep ti a Vreizh.

Bremañ e vefe lakaet Sketla Segobrani da zanevell fantasy. Hag unan ez eo, mesk-ha-mesk gant darvoudoù europat kozh, gwir pe wiroc'h, anavezet pe anavezetoc'h. Kontet eo da skouer, dre vunudoù resis a-walc'h, doareoù bevañ an Hengelted, pa oa arbennigourion war ar Geltiegezh hag ar "Gelted kozh" eus an tri skrivagner ; meneget eo ivez anvioù keltiek kozh an tiriadoù, ar stêrioù ha lod pobloù eus an Henamzer.

Pemp kevrenn vras a ya da sevel an danevell, aozet e pennadoù en o diabarzh. Pep kevrenn zo lakaet e gwarez un doue kelt : Dis Atir, Teutâtis, Lugus, Taranis hag Esus. Kemenn a reer d'al lennerien e rankont diwall diouzh ar pajennoù a zeu da heul rak sakr int ha pouezus-ret evit buhez ar pobladoù kelt a-vremañ, en o zouez ar Vretoned.

Displegañ a reer el levrenn gentañ penaos e voe krouet ar bed gant an doueed ha penaos e voe poblet goude gant an dud. A-hed an danevell e vo lennet buhez ar pobloù a-gent hag ar stourmadoù a renjont.

E-traoñ hogos pep pajenn e kaver notennoù hag a gas da zaveoù evit resisaat elfennoù yezhel peurgetket, hag a-wechoù evit prouiñ e c'hellfe bezañ gwir an darvoud-mañ-darvoud a c'hoarvez en istor. Un dro eus ar bed a vo graet gant unan eus ar penndudennoù, "Vindosetlos mab Kintus", met ar peb all eus an istor a c'hoarvez war zouaroù Europa.

Ur gealiadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennet eo bet stank an oberenn-se gant tud desket war ar brezhoneg an eil Emsav, tud hag a ouie lenn ha kompren ar brezhoneg unvan-se, leuniet a nevezc'herioù, hag ar memes re hag a oa dedennet gant an danvez. Ul levezon gealiadurezhel he deus bet warno, hep mar, ul levezon hag a oa, n'eus forzh penaos, o tont eus ur memes luskad europat er mare-se. Ankounac'haet eo bet an oberenn goude 1945.

Unan all eus palioù Ar Sketla eo e vefe taolennet d'al lenner, dre droioù-kaer an danevell, un doare-bevañ hag un doare-soñjal. Kinnig a ra sevenadurezh an Hengelted (Meven Mordiern en devoa skrivet ivez "Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh") evit aweniñ ur sevenadurezh vrezhon da zont. Soñj an oberourion a oa honnezh : pep broad dishual hag emveliek zo diazezet war un uhelvennad da vezañ tizhet. An uhelvennad-se zo un eñvor kozh eus ar bobl, ha neuze ar vroad, en he stad kentidik. Evel ma 'z eo savet mojenn vroadel Sveden war sagaoù ar Vikinged, pe mojenn vroadel Bro-C'hall war istorioù ar C'halianed.

Gallout a reer lavaret ez eo Sketla Segobrani un oberenn vroadelour.

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet eo bet ar Sketla er bloaz 2019 gant an ti-embann Ar Gouloù Gwenn, goude bezañ bet lakaet hervez an doare-skrivañ peurunvan.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Goulven Pennaod, L'éclat de ses gros bras nus, pennad er gelaouenn Me a zalc'ho, Gouhere 1995, pp. 3-4. — an "droidigezh"-se a gaver dre c'hoap ouzh enebourien ar Sketla dindan pluenn Jakez Riou en e bezh-c'hoari Gorsedd digor (1928).


pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy