Mont d’an endalc’had

Lemojezeg

Eus Wikipedia
Lemojezeg
(Lemosin)
Perzhioù
Komzet e : Bro-C'hall
Rannved : Europa
Komzet gant : 400 000
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : Conselh de la lenga occitana
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 oc
ISO 639-2 oci
ISO 639-3
Kod SIL OCI
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Okitania (okitaneg)

Ur rannyezh eus an okitaneg eo al lemojezeg. Brudet-kenañ eo bet etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved en Europa a-bezh, dre ma oa ar yezh implijet gant an droubadoured. Graet e vez ivez yezh aour ("lenga d'aür") anezhi.


Ul lodenn eus an norzhokitaneg eo al lemojezeg, gant an arverneg hag okitaneg an Alpoù, hag a vez komzet ivez e Traonennioù okitanek Italia, betek Cuneo (Coni). Kalzig diforc'hioù a zo etre norzhokitaneg ha suokitaneg:

E langadokeg: las bravas femnas e vez distaget [las bravas femnas]

E lemojezeg: las bravas femnas a vez distaget [le brave fenne] pe [la brava fenna]

  • kensonennoù gouzoug zo aet war staonekaat.

E langadokeg: la cabra [lo cabro]

E lemojezeg: la chabra [lo tsebro]

  • E lemojezeg e vez digoret muioc'h ar vogalennoù.
  • kouezhet eo an a- e penn-kentañ ar gerioù.

E langadokeg: abelha

E lemojezeg: 'belha.

Komzet e vez lemojezeg e Bro-Lemojez (departamantoù Haute-Vienne, Corrèze, Creuse), met ivez e Charente, hag e Dordogne. Koulskoude e veze komzet gwechall betek Poitiers.

Istor ha lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dielloù gentañ skrivet en okitaneg, da skouer ar Boecis (tro-dro ar bloaz 1000), a voe skrivet e lemojezeg. Hag e penn-kentañ e voe ganet barzhoniezh an droubadoured e Bro-Lemojez. An droubadoured kentañ (Guilhem IX de Peiteus, Cercamon, Marcabru) a skrivas e lemojezeg, o yezh dezho. War o lerc'h o deus dalc'het ar re all gant ar yezh-se, pe e vefent eus Bro-Lemojez (Bernard de Ventador, Gaucelm Faydit...) pe get (Arnaut Daniel, Folquet de Marsilha...). Setu perak e voe anavezet ar yezh-se en Europa a-bezh, hag e veze graet "lemojezeg" eus ar c'hatalaneg.

Implijet e veze al lemojezeg gant kalz a Aotrounez eus Akuitania pe Bro-Lemojez, evel Eleanora Akitania pe Richarzh Kalon Leon. Hemañ en deus skrivet meur a varzhoneg e lemojezeg.

Chom a ra al lemojezeg ur yezh lennegel en XXvet hag en XXIvet kantved, dre ma'z eus skrivagnerien dedennus evel Pau-Lois Granier, Marcela Delpastre, Jan dau Melhau, Yves Lavalade, Jean-Pierre Reydi, Monica Sarrasin pe Micheu Chapduelh.

Buhez ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek ar XVIvet kantved a oa al lemojezeg yezh ofisiel ar rannvro. Chom a ra ar yezh voutin betek fin an XIXvet kantved, memes er c'hêrioù bras evel Lemojez, St-Junien pe Brive. Hudu e vez implijet gant tud o chom war ar maez kentoc'h, memes ma'z eus tu da glevout anezhañ c'hoazh e karterioù 'zo e Lemojez pe Brive. Implijet e vez kentoc'h gant tud ouzhpenn hanter-kant vloaz, memes ma vez komprenet gant ul lodenn vras eus ar re yaouankoc'h. An holl gomzerien a zo divyezhek bremañ, ha kavet e vez e galleg Bro-Lemojez kalzig a droioù-lavar, pe doareoù lavarout hag a zeu eus an okitaneg.

Bez eus div skol kentañ derez dre soubidigezh, war batrom Diwan (calandretas e lemojezeg, an eil e Lemojez, hag eben e Périgueux. Tri c'helenner a gelenn lemojezeg e skolajoù, liseoù hag IUT publik e Bro-Lemojez, ha kentelioù a zo er skol-veur ivez. Kentelioù noz a vez kavet alies a-walc'h du-mañ du-hont.


Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  • Yves Lavalade, Dictionnaire Français / Occitan (Limousin-Marche-Périgord), Lucien Souny, 2001
  • Yves Lavalade, Dictionnaire Occitan / Français (Limousin-Marche-Périgord), Lucien Souny, 2003
  • Marcel Tintou, Grammaire limousine, Limouzi, 1983
  • Jean-Pierre Reydi, Notre occitan, Le dialecte du Périgord-Limousin parlé dans le Parc naturel régional, IEO du Limousin, 2008.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy