Mont d’an endalc’had

Mardec'hai

Eus Wikipedia
Pieter Lastman Trec'hlid Mardec'hai, 1624, Amsterdam

E Levr Ester an Tanac'h ez eo Mardec'hai (Mardoche e troidigezh Gwilh ar C'hoad), en hebraeg מֹרְדְּכַי (Mōrdĕkay) pe מֹרְדֳּכַי (Mōrdŏkay), e gresianeg Μαρδοχαῖος ) tad-mager Ester hag he deus kollet he zad hag he mamm. He zad Avihail a oa eontr da Vardec'hai. "[...] ; abaoe marv he zad hag he mamm e oa bet degemeret gant Mardec'hai evel ur verc'h dezhañ"[1].

Ur wech dastumet Ester e-touez ar merc'hed yaouank da vezañ inniget d'ar roue Ahashverosh a oa o klask ur rouanez goude bezañ skarzhet Vashti, e voe nec'het bras Mardec'hai. Lavaret en de doa Ester chom hep diskleriañ" he fobl nag he ganedigezh".

Dizoleiñ a ra un itrik savet gant daou eus spazhidi ar roue enep o mestr hag en lavarout a ra. Kastizet e voe an daou den. Dant a reas Haman, kentañ ministr ar roue da gaout kas ouzh Mardec'hai hag ar Yuzevien. Divizout a reas o heskinañ hag o diouennañ. Dont a ra Mordec'hai a-benn da zisplegañ an traoù da Ester a ya da zisplegañ anezho d'a roue. Goude un toullad darvoudoù e welas a roue e oa Haman un den fallakr. Kondaoniñ a reas anezhañ da vezañ krouget. Reiñ a ra e blas da Vardec'hai. Savet e voe ul lezenn nevez evit mad ar Yuzevien (Es 8). Krouiñ a reas Mardec'hai gouel ar Pourim ("pour" a dalv sord ha dre ar sord en doa Haman dibabet pegoulz kas da get ar Yuzevien) evit lidañ an darvoudoù-se. .

  1. Es2,7
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy