Mont d’an endalc’had

Vashti

Eus Wikipedia

Vashti (hervez troidigezh An Tour-Tan) pe Vasti (hervez troidigezh Gwilh ar C'hoad a gaver e Levr Ester an Tanac'h.

Rouanez Ahashverosh eo met displijout a ra d'ar roue a ya e fulor[1]. Goude bezañ goulennet ali ar furion e tiviz ar roue "Ne zeuio ken Vashti dirak ar roue Ahashverosh hag e vo hec'h anv a rouanez roet gant ar roue d'un all gwelloc'h egeti."[2].

Dont a ra Ester, merc'h Avihail, eontr Mardec'hai a save anezhi evel ur verc'h dezhañ abaoe marv he zud, da vezañ rouanez e-lec'h Vashti[3]. "N'he devoa ket diskleriet Ester he fobl nag he ganedigezh rak Mardec'hai en devoa difennet outi hen diskleriañ."[4].

  1. Es1,10-12)
  2. Es 1,19, p 313 Levrenn 4 troidigezh An Tour-Tan
  3. Es2,17
  4. Es 2,10
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy