Mont d’an endalc’had

Elamiteg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Elamiteg
(?)

Perzhioù
Komzet e : Iran
Rannved : Azia
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Yezh digenvez

  Elamiteg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 elx
ISO 639-3
Kod SIL ELX
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An elamiteg a zo ur yezh varv komzet e reter eus ar pezh a zo hiziv Iran e-pad an henamzer. Yezh ofisiel an impalaeriezh Elamitek ha, goudezi, an Impalaeriezh Ac'hemenid e oa. War-dro amzer aloudabeg Aleksandr ar Meur a voe skrivet an destenn diwezhañ en elamiteg met diwezhatoc'h e voe komzet moarvat, marteze betek deroù ar grennamzer.

Doare skrivañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar marevezh e voe skrivet an elamiteg e teir skritur disheñvel :

  • Ar rak-elamitek a zo an doare skrivañ koshañ implijet en Iran. Gantañ e rejod e-pad ur marevezh berr (w-d 3100 - 2900 K J-K). Tablezennoù a bri a oa bet kavet e meur a lec'h e Iran. Krediñ a reer en-doa en em furmet diwar un eilstumm eus ar skritur c'hennheñvel abred. War-dro 1.000 sinoù ez eus enni ha krediñ a reer e oa dam-logografek. Evel ne oa ket bet digejet n'ouzer ket hag e oa implijet evit notenniñ an elamiteg pe ur yezh arall.
  • An Elamiteg linennek a zo ur skritur implijet en un nebeud ag enskrivadurioù hervekel. Krediñ a reer e oa implijet da notenniñ un eilstumm kozh eus an elamiteg met evel ne oa ket bet digejet c'hoazh n'eur ket sur eus an dra-se.
  • An Elamiteg gennheñvel a voe implijet etre 2500 kt J-K ha 331 kt J-K. Un eilstumm eus an Akadianeg gennheñvel e oa. 130 a sinoù a endalc'he, kalz nebeutoc'h eget darn vrasañ ar skriturioù gennheñvel arall.

Liammoù gant yezhoù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darempredoù ebet en-deus an elamiteg gant ar familhoù-yezh eus ar rannvro. Amprestet en-deus e zoare-skrivañ digant ar sumerieg met n'eo ket ur c'har eus ar yezh-se tamm ebet.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy