Mont d’an endalc’had

Kazh-banal boutin

Eus Wikipedia
Kazh-banal boutin


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Viverridae
Genad : Genetta
Anv skiantel
Genetta genetta
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hazh-banal boutin (Genetta genetta) a zo ur bronneg hag a vev en Europa, Afrika hag er Reter-Nesañ.

Un tregont isspesad bennak a zo, met breud a zo war lod anezho. E-touez an isspesadoù-se emañ :

  • Genetta genetta afra (Afrika an Norzh) ;
  • Genetta genetta balearica (Mallorca, Inizi Balearez) ;
  • Genetta genetta felina (Afrika) ;
  • Genetta genetta genetta ;
  • Genetta genetta granti (mervent Arabia) ;
  • Genetta genetta hintoni ;
  • Genetta genetta isabelae (Spagn, Eivissa) ;
  • Genetta genetta pulchra;
  • Genetta genetta pyrenaica (Pireneoù) ;
  • Genetta genetta rhodanica ;
  • Genetta genetta terraesanctae (Israel) ;
  • Genetta genetta senegalensis (Spagn) .

En Europa n'eo ket ul loen a-orin met degaset e oa bet gant ar Romaned pe gant ar Vaoured evit difenn an trevadoù, met en em c'hraet eo diouzh ar vro, ha kavet e vez e mervent ar c'hevandir betek Bro-Naoned en norzh.

Takadoù ma vev ar c'hazh-banal boutin. E ruz: takadoù m'eo bet degaset ha ma c'hall gouennañ ha m'eo deuet da vezañ ul loen eus ar vro. E du: e-lec'h ma oa bet degaset m'eo aet da get.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy